Polder
Ur polder zo un dachenn douar gounezet diwar-goust ar mor pe diwar-goust paludoù war an aod, bet disaniet ha deuet da vezañ un dachenn douar labouret. Ur ger nederlandek eo polder, pa gaver e-leizh a bolderioù en Izelvroioù.
Polderioù en Izelvroioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer e voe kroget da sevel polderioù a-hed aod Mor an Hanternoz. Gant menec'h alies a veze savet chaoserioù, kanolioù disaniañ, ha war-bouez skluzioù e veze miret ouzh al lanv da bignat en douaroù a oa dindan live ar mor hogen gwarezet gant ar chaoserioù. Diwezhatoc'h, er XVIvet kantved, e voe ijinet doareoù da zisec'hañ ar polderioù gant riboulioù a yae en-dro war-bouez milinoù-avel. E-leizh a vilinoù-avel a weler evel-se hiziv en Izelvroioù.
Abatioù Ten Duinen e Koksijde ha Ter Doest e Lissewege (hiziv e Brugge) a reas kalz a labour ivez da c'hounit douaroù nevez war an aod. E korn-bro De Moeren, war harzoù Belgia hag ar Stad C'hall, e weler milinoù heñvel ouzh re an Izelvroioù.
Abaoe dibenn an XIXvet kantved ne reer ket gant milinoù-avel ken, met gant an tredan da riboulat an dour. Klask a reer mirout ar milinoù kozh avat : e Schermerhorn e kaver ur mirdi gant milinoù a ya en-dro e-giz gwechall.
Ul lodenn vat eus an Izelvroioù en em gavje hiziv dindan ar mor ma ne vije ket bet graet polderioù evel-se. Kompren a reer mat anv ar vro !
Polderioù e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E broioù all e kaver polderioù ivez.
E Breizh ez eus polderioù kozh war aod Bro-Zol, etre Lanwezoù ha genoù ar C'houenon, e Bae Menez-Mikael. Savet e voent da vare Duged Breizh, el lec'h ma oa geunioù Dol[1]. Ur chaoser anvet Chaoser an Dugez Anna[2] en em astenn etre Lanwezoù ha Sant-Brewalaer ; unan all a voe savet diwezhatoc'h er reter da Sant-Brewalaer, betek ar C'houenon. Tamm-ha-tamm e voe savet polderioù er c'hreisteiz d'ar chaoserioù-se. Ha kemend-all a voe graet ivez e Normandi en tu all d'ar C'houenon.
Un tammig pelloc'h war-zu ar c'hornôg e kaver ur polder e Plouvalae : 70 hektar a voe gounezet war ar mor, pa voe savet ur chaoser er XVIIvet kantved hag en XVIIIvet kantved[3]
Polderioù a reer ivez a-wechoù eus tachennoù gounezet diwar-goust ar mor, hep na vefent dindan live ar mor avat : ul lodenn vat eus porzh kenwerzh Brest en em gav evel-se war atredoù lakaet dirak aod kumun gozh Sant-Mark, abaoe an Eil Brezel-bed.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Généalogie et Histoire en Pays Dolois : Le marais de Dol
- ↑ Digue, dite Chaussée de la Duchesse Anne, Glad, le portail des patrimoines de Bretagne
- ↑ Savet e voe gant menec'h Sant-Yagu-an-Enez. Gwelout http://pagesperso-orange.fr/ecolepubliqueploubalay.polder/page14.htm ha http://www.cote-emeraude.com/ccce.asp?idPage=9613&id=21274&appel=
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mirdi milinoù ar polderioù (e nederlandeg, galleg, saozneg, alamaneg hag italianeg)
- Polder landscapes in the Netherlands within a northwest European context
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |