Mont d’an endalc’had

Padrig Drean

Eus Wikipedia
Padrig Drean
Anv ofisiel Patrick Dréan
Obererezh Stummour, yezhoniour, skrivagnour, troour
Ganedigezh 5 a viz Ebrel 1977
en Alre, Breizh
Yezh skrivañ Galleg, Brezhoneg
Oberennoù pennañ
An Tamm Papir
De loen en large


Padrig Drean zo genidik a Vrec'h (Bro-Gwened), ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1977. Kelenn a ra brezhoneg e Stumdi ha prezidant Kerlenn Sten Kidna eo a-c'houde 2014. Desket-bras eo àr dachenn an natur ha soniñ a ra ivez.

Padrig Drean en doa kresket e Brec'h ha desket ur yoc'h traoù àr an natur a-hed e yaouankiz. An tolpad sonerezh Ar Re Yaouank eo en doa raet c'hoant dezhoñ da zeskiñ brezhoneg.

Pa oa en oad da glask labour en doa gellet bout un « implij yaouank » get ar gevredigezh Spered ar Yezh. E gefridi a oa bet dastum troiennoù e bro an Alre. Enrollet en doa neuze paot-mat a gaozioù get brezhonegerion a-vihan ag ar c'hornad, ar pezh a roas dezhoñ un anaoudegezh don ag ar parlant-se.

Kelenn a ra brezhoneg e Stumdi, koulz e Plañvour èl en Aradon pe e kreizennoù arall get Stumdi.

Ezel a-gozh hag oberiant a Gerlenn Sten Kidna e oa pa zaas da brezidiñ ar gevredigezh e 2014.

E 2010 e tivizas pare ar gelaouenn An Dasson fiziiñ e Padrig Drean aozadur e niverenn 71. A-barzh e kaver a bep sort skridoù a zorn ar skrivagnour.

Tro ar blezioù-se eo e skrivas ivez testennoù an DVD embannet get Kerlenn Sten Kidna evit labourat ar c'hompren dre gomz. Kavout a reer 15 tem ha 3 live er bladenn, 45 video en holl enta, mes skrivet e voe muioc'h c'hoazh. An DVD Daet eo genin a oa bet embannet e fin 2012.

An Tamm Papir a oa bet embannet da gentañ e stumm ur gelaouennig kaset ingal da vignoned dre lekpost e-pad meur a viz. E miz Meurzh 2012 e voe embannet an teskad niverennoù-se get an aozour e-unan, edan an anv pluenn Dick Panterra.

Oberenn ziwezhañ Padrig Drean a oa bet tennet ag ar c'horpus divent en doa dastumet e-ser labourat evit Spered ar Yezh. Titlet eo De loen en large ha reiñ a ra un tañva ag an troiennoù a veneg loened a bep sort. Embannet e oa bet e 2019 get ar c'hevredigezhioù Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna.

  • An Tamm Papir[1]
  • De loen en large, le breton de la basse-cour à l’étable[2].
  • An avel en ho plev, dindan al lesanv Monika Piarden, kenskrivet gant David ar Gall, Yann-Charlez Kaodal ha Gael Drion (2012)
  • Ur bern traoù troet e galleg gantañ a gaver er gelaouenn An Dasson.