Otto Dix
Otto Dix (2 a viz Kerzu 1891 e-kichen Gera – 25 a viz Gouere 1969 e Singen) a oa ul livour alaman eus luskad an eztaolouriezh hag an Neue Sachlichkeit.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Micherour e oa e dad, Ernst Gauis Franz Dix e anv, met deskadurezh war arzoù en doe Oto Dix gant e vamm, hag a oa dedennet gant ar sonerezh hag al livouriezh. E-pad e vugaleaj e teskas Dix gant ar c'helenner Ernst Schunke. Etre 1905 ha 1909 e teskas ivez gant Carl Senff. Goude bezañ bet ur yalc'had e vo degemeret Dix e skol arzoù-pleustek Dresden, ma teskas etre 1909 ha 1914. Johann Nikolaus Türk ha Richard Guhr a voe e-touez e gelennerien. Klas a reas Dix tostaat ouzh meur a luskad : kubouriezh, dazontouriezh, dada. Kemer areas perzh e Brezel-bed kentañ peogwir e felle dezhañ santout an anken hag ar marv. Kaset e voe da Champagne, Somme ha Rusia.
Da vare an Trede Reich[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur wech tapet ar galloud gant an nazied e 1933 e voe Dix e-touez ar gelennerien gentañ a voe difennet outo kelenn, ha skarzhet e voe diouzh akademiezh Dresden. Er memes bloavezh ez eas da Randegg, hag e 1936 ez eas da Hemmenhofen ma livas gweledvaoù. E 1937 e voe embannet gant an nazied e save obrennoù distaret. 170 oberenn savet gantañ a voe tennet diouzh ar mirdioù. Ul lodenn a voe devet, ul lodenn all a voe diskouezet da-geñver diskouezadeg an arz disteraet. E 1938 e voe harzet gant ar Gestapo ha bac'het e-pad div sizhunvezh. Rediet e voe da vrezeliñ e-pad an Eil Brezel-bed. Prizoniet e voe gant ar C'hallaoued[1].
Goude an Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude ar brezel ha betek e varv e pellaas Dix diouzh al luskadoù arzoù nevez. Meur a briz a resevas memestra :
- 1959 - Bundesverdienstkreuz
- 1966 - Alfred-Lichtwark-Preis e Hamburg ha Martin-Andersen-Nexö-Preis e Dresden
- 1968 - Rembrandt-Preis e Salzburg
Mervel a reas Dix d'ar 25 a viz Gouere 1969 e Singen abalamour d'un angwazhiad. E bered Hemmenhofen emañ e vez.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En alamaneg
- Eva Karcher: Otto Dix - 1891 1969 - Leben und Werk, Köln 1988
- Florian Karsch: Otto Dix. Das graphische Werk, Hannover 1970
- Fritz Löffler: Otto Dix. Leben und Werk, Dresden 1977
- Fritz Löffler: Otto Dix 1891–1969. Œuvre der Gemälde, Recklinghausen 1981
- Fritz Löffler: Otto Dix. Bilder zur Bibel. Berlin: Union Verlag, 1986.
- Ulrike Lorenz: Otto Dix. Das Werkverzeichnis der Zeichnungen und Pastelle, Weimar
- Ulrike Lorenz: Dix avant Dix. Das Jugend- und Frühwerk 1909–1914, Jena: Glaux, 2000
- Catalogue d'exposition, Galerie der Stadt Stuttgart, Nationalgalerie Berlin 1991
- Suse Pfäffle : Otto Dix. Werkverzeichnis der Aquarelle und Gouachen, Stuttgart 1991
- Diether Schmidt: Otto Dix im Selbstbildnis, Berlin 1981
- Dietrich Schubert. Otto Dix - Der Krieg. 50 Radierungen von 1924. Jonas Verlag, Marburg 2002
- Birgit Schwarz: Großstadt, Frankfurt/M. 1993
- E galleg
- Otto Dix : Dessins D'une Guerre a L'autre. Katalog an diskouezaeg e kreizenn Georges Pompidou, Gallimard, 2003. ISBN2844261671
- "Otto Dix, Metropolis" katalog an diskouezadeg e Diazezadur Maeght, St.Paul de Vence
- Eva Karscher, Otto Dix (1891-1969) "Je deviendrai célèbre ou je serai honni", Taschen, Köln, 1992
- Serge Sabarsky, Otto Dix, Denis-Armand Canal, Herscher, 1992
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Serge Sabarsky, p. 21