Mont d’an endalc’had

Neue Nationalgalerie (Berlin)

Eus Wikipedia
Diavaez Neue Nationalgalerie. Lod brasañ ar salioù da weladenniñ a zo en dan
Diabarzh Neue Nationalgalerie.

Neue Nationalgalerie a zo ur mirdi eus Berlin, bet ijinet gant Ludwig Mies van der Rohe, ennañ dastumadegoù arzoù modern an 20vet kantved.

Digoret eo bet ar mirdi e 1968. Ar savadur nemetañ bet ijinet gant Ludwig Mies van der Rohe goude m’en defe kuitaet Alamagn (e 1933) eo. Gwelet eo ar savadur evel unan eus re zedennusañ ar savouriezh vodern. Diazezet eo war steuñvioù bet treset er bloavezhioù 1950 evit ur savadur burevioù a oa sañset bezañ savet e Kuba (met chom a reas ar raktres a-sav abalamour d’an dispac’h).

Ar salioù da weladenniñ a zo staliet e dan ar savadur, e diabarzh an diaz maen-greun. Ar savadur savet a-us a zo dibar a-fet savouriezh ha teknik : n’eus moger ebet, nemet eizh peul ha speurennoù gwer ha a zalc’h an doenn. Ken eeun eo ar savadur ken e seblant skañv-tre. Tro-dro d’ar mirdi ez eus bet staliet delwennoù, en o zouez re Henry Moore, Richard Serra hag Alexander Calder.

An dastumadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma vank oberennoù zo (abalamour da stourm a nazied a-enep d’an arz “disteraet” (entartete Kunst)) e dastumadeg Neue Nationalgalerie, e kaver enni taolennoù ha delwennoù bet savet etre penn-kentañ an XXvet kantved hag ar bloavezhioù 1960. E-touez al luskadoù kinniget er mirdi emañ an eztaoladurezh alaman hag aostrian, oberennoù arzourien Die Brücke : Ernst Ludwig Kirchner, Karl Schmidt-Rottluff. Hag ivez delwennoù savet gant Käthe Kollwitz. Evit a sell ouzh ar gubouriezh e kinniger kalz oberennoù, en o zouez re Pablo Picasso pe re Fernand Léger. Luskad ar Bauhaus a gaver ivez (Paul Klee), hag oberennoù dreistrealour (Max Ernst). Evit a sell ouzh oberennoù ar bloavezhioù 1950 ha 1960 e kaver oberennoù (Yves Klein, Barnett Newman pe c’hoazh re Mark Rothko). Diskouezadegoù berrbad a vez kinniget ivez.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.