Ernst Ludwig Kirchner
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Reich alaman |
Anv e yezh-vamm an den | Ernst Ludwig Kirchner |
Anv-bihan | Ernst, Ludwig |
Anv-familh | Kirchner |
Lesanv | Louis de Marsalle |
Deiziad ganedigezh | 6 Mae 1880 |
Lec'h ganedigezh | Aschaffenburg |
Deiziad ar marv | 15 Mez 1938 |
Lec'h ar marv | Davos Frauenkirch |
Doare mervel | Emlazh |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Lec'h douaridigezh | Waldfriedhof Davos |
Tad | Ernst Kirchner |
Kompagnun(ez) | Doris Große, Erna Schilling, Irene Altman, Elsbeth Luebke |
Den heverk | Hermann Huber, Ludwig Schames |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Tachenn labour | livouriezh, Arzoù ar gweled |
Bet war ar studi e | TU Dresden |
Lec'h labour | Berlin, Dresden, Nürnberg |
Strollad etnek | Germans |
Perzhiad e | documenta, Documenta II, Documenta III |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Luskad | Expressionism, expressionism |
Ezel eus | Die Brücke, Berlin Secession |
Lec'hienn ofisiel | http://www.ernstludwigkirchner.com/ |
Deskrivet dre | Munch, Kirchner Artworks Return to Jewish Collector’s Heirs, Guggenheim to return Kirchner painting to heirs of Jewish dealer, Berlin Street Fight |
Dedennet gant | Impalaeriezh trevadennel Alamagn |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Philadelphia Museum of Art Library and Archives, Frick Art Research Library, College for Creative Studies Library |
Critical catalogue | Ernst Ludwig Kirchner catalog |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Ernst Ludwig Kirchner (6 a viz Mae 1880 en Aschaffenburg - 15 a viz Even 1938 e Frauenkirch) a oa ul livour hag un engraver eztaolour alaman, hag unan eus krouerien Die Brücke, ur strollad a-bouez e-touez diaraogerien an eztaolouriezh en XXvet kantved. Emouestlañ a reas en arme da vare ar Brezel-bed kentañ, met buan e voe disoudardet abalamour d'un diwaskadenn. E 1933 e voe lakaet e oberennoù da arz disteraet gant an nazied hag e 1937 e voe gwerzhet pe distrujet ouzhpenn 600 oberenn savet gantañ. En em lazhañ a reas e 1938.
Buhez hag oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ernst Ludwig Kirchner a voe ganet e Aschaffenburg e Bavaria.[1] E 1901 e stagas gant studiañ an arkitektouriezh er Königliche Technische Hochschule (skol-veur an deknologiezh) e Dresden. Ouzhpenn an arkitektouriezh e veze desket an tresañ, ar perspektiverezh hag istor an arzoù[2] Eno e teuas da vezañ mignon da Fritz Bleyl.[3] Divizout a raent war an arzoù hag e studient ivez an natur.[3] Boutin e oa o mennozhioù war veur a dachenn.[4]. Kirchner a gendalc'has da studiañ e München e 1903-1904, hag e tistroas da Dresden e 1905 a-benn kaout e ziplom.[1]
E 1905 e voe savet Die Brücke (ar pont) gant Kirchner, Bleyl ha daou studier all : Karl Schmidt-Rottluff hag Erich Heckel.[1] Fellout a rae dezho mont dreist d'an arz akademiek hengounel ha kavout un doare nevez da ezteurel hag a vefe evel ur pont etre an amzer-dremenet hag an amzer-vremañ (sed orin an anv).[4] Dedennet e oant gant arzourien an amzer-dremenet evel Albrecht Dürer, Matthias Grünewald ha Lucas Cranach gozh, koulz ha gant luskadoù rakward etrebroadel o amzer.[4] Da ziskouez o liamm ouzh arz hengounel Alamagn e stagjont en-dro gant teknikoù kozh evel ar c'hoadengraviñ.[4]
Bras e voe levezon Die Brücke war red istor an arzoù en XXvet kantved, ha diwarnañ e tiwanas an eztaolouriezh.[5] Bodet e veze ar strollad e stal-labour Kirchner, hag a oa bet ur gigerezh a-raok.
Stal-labour Kirchner a zeuas da vezañ ul lec'h ma veze diskaret ar boazioù sokial : darempredoù-korf dibad a veze, hag alies e veze an dud en o noazh.[4] Aozet e veze prantadoù tresañ tud en o noazh ma kemere perzh holl izili ar strollad. N'eo ket patromoù a-vicher a zeue, met tud a anavezent : an drummded eo a glaskent.[4] Bleyl a venegas ur plac'h 15 vloaz anvet Isabella, hag a oa amezegez dezho evel "un den buhezek, laouen ha korfet-brav, hep an distummadurioù degaset gant giz ar gwiskañ rokedennoù. Klotañ a rae mat-tre gant hon ezhommoù arzel."[6]
Savet e voe ur manifesto (savet gant Kirchner dreist-holl) gant ar strollad. Engravet e voe er c'hoad. Ennañ ec'h embannent e oa ur remziad nevez "a felle dezhañ bezañ dieub en e arz hag en e vuhez, distag diouzh an nerzhioù kozh ha diazezet."[4]
E miz Gwengolo hag e miz Here 1906 e voe aozet diskouezadeg kentañ ar strollad e diskouezva K.F.M. Seifert and Co. e Dresden. Merc'hed en o noazh eo a oa an tem pennañ.[6]
E 1906 e kejas ouzh Doris Große, hag a voe e batrom karetañ betek 1911.[1] Etre 1907 ha 1911 e kasas e hañvezhioù e lennoù Moritzburg ha war enezenn Fehmarn (ma tistroas betek 1914) gant izili all Die Brücke. Merc'hed en o noazh en natur eo ar pezh a livas d'ar mare-se.[1] E 1911 e tilojas da vBerlin, ma savas ur skol-arzoù prevez anvet MIUM-Institut, asambles gant Max Pechstein. Fellout a rae dezho aozañ ar "Moderner Unterricht im Malen" (kelenn modern an arzoù). Ne rejont ket berzh ha serret e voe ar skol bloaz goude. D'ar mare-se e krogas Kirchner da zaremprediñ Erna Schilling. Betek fin e vuhez e padas an darempred.[1]
E 1913 e skrivas Chronik der Brücke ha da-heul e voe divodet ar strollad. D'ar mare-se e voe aozet e ziskouezadeg hiniennel kentañ e mirdi Folkwang en Essen.[1] E-pad an daou vloavezh da-heul e livas ur rummad taolennoù diwar-benn tem ar "Großstadtbilder" (skeudennoù meurgêrioù) ma tiskouez straedoù Berlin,[1] ha ma lakae gisti da duennoù pennañ.
E miz Gwengolo 1914 ec'h emouestlas en arme met un diwaskadenn a reas ha disoudardet e voe. E-pad daou vloaz e tiskuizhas e sanatoriomoù e Taunus hag e Davos, e Suis.[1]
En un emboltred savet e 1915 en em ziskouezas gant un dorn troc'het, ar pezh ne c'hoarvezas biskoazh dezhañ. E 1918 en em stalias e un atant e Davos, ha diwar ar mare-se e livas dreist-holl gweledvaoù menezioù.[1]
War gresk ez eas e vrud ha meur a ziskouezadeg ma weled e oberennoù a voe aozet en Alamagn hag e Suis e 1920.[1] E 1923 e tilojas da Frauenkirch-Wildboden.[1] Un diskouezadeg vras a voe aozet e Basel ha da-heul e voe savet ar gevredigezh arzourien "Rot-Blau" gant al livourien suis Paul Camenisch, Albert Müller ha Hermann Scherer.[1] Kirchner a zeas da Alamagn evit ar wech diwezhañ e 1925-1926. A-hed ar bloavezhioù 1920 ez eas e vrud war gresk : ul levr ha lodenn gentañ holl e oberenn dreset a voe embannet e 1926, goulennet e voe gantañ sevel ur murlivadur da lakaat e mirdi Folkwang e 1927, hag e kemeras perzh e diskouezadeg daouvloaziek Venezia e 1928. E 1931 e voe degemeret en Akademiezh arzoù Prusia.[1]
E 1933 e voe lakaet Kirchner da "arzour disteraet" gant an Nazied ha goulennet e voe gantañ dilezel an Akademiezh. E 1937 e voe lemet ouzhpenn 600 oberenn savet gantañ diouzh mirdioù Alamagn, ha gwerzhet pe distrujet e voent.[7] Gwall skoet voe gant an afer-se ha gant aloubiñ Aostri gant an Nazied, hag en em lazhas e 1938.[7]
Er Stadoù-Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskouezadeg kentañ Kirchner er Stadoù-Unanet e voe aozet en Armory Show e 1913.[7] Ken abred hag e 1921 e voe prenet e oberennoù gant mirourien mirdioù amerikan.[7] E 1937 e voe gouestlet un diskouezadeg dezhañ e Detroit Institute of Arts.[7] E 1992 hag e 2003 e voe aozet diskouezadegoù en National Gallery of Art e Washington.[7] E miz Du 2006 e voe gwerzhet e daolenn anvet Berlin (1913) da $38 gant Christie's[8] Un diskouezadeg vras a voe aozet ivez er MomA e New York etre an 3 a viz Eost hag an 10 a viz Du 2008[9].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Maouez en he c'hoazez, 1907
-
Tavarn, 1909
-
Tud en o noazh o c'hoari, 1910
-
Poltred ur vaouez, 1911
-
Nollendorfplatz, 1912
-
Poltred Alfred Döblin, 1912
-
Straed e Berlin, 1913
-
Straed, Berlin (1913)
-
Potsdamer Platz, 1914
-
Ar skol-dañs , 1914
-
Brandenburger Tor, 1915
-
An Tour ruz, 1915
-
Emboltred e klañvour a
Sick Person, 1918 -
Daou vreur, 1921
-
Gwel eus Basel hag ar Roen, 1921
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,00 1,01 1,02 1,03 1,04 1,05 1,06 1,07 1,08 1,09 1,10 1,11 1,12 ha1,13 "Ernst Ludwig Kirchner", Brucke Museum.
- ↑ "The Student Years of the Brücke and their Teachers", ingentaconnect.com (abstract of book by Peter Lasko), in Art History, Volume 20, Number 1, miz Meurzh 1997, pp. 61-99.
- ↑ 3,0 ha3,1 "Fritz Bleyl (1880-1966)", Brücke Museum.
- ↑ 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 4,5 ha4,6 "Kirchner - Expressionism and the city", Royal Academy, 2003.
- ↑ "The Artists' Association 'Brücke'", Brücke Museum.
- ↑ 6,0 ha6,1 Simmons, Sherwin. "Ernst Kirchner's Streetwalkers: Art, Luxury, and Immorality in Berlin, 1913-16", The Art Bulletin, miz Meurzh 2000, in findarticles.com.
- ↑ 7,0 7,1 7,2 7,3 7,4 ha7,5 "Ernst Ludwig Kirchner", National Gallery of Art, USA.
- ↑ German Artworks Soar Above Estimates ARTINFO 14 a viz Even, 2007 http://www.artinfo.com/news/story/25242/german-artworks-soar-above-estimates/
- ↑ Buruma, "Desire in Berlin," p. 19.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mirdi Kirchner, Davos
- ernstludwigkirchner.com
- The Junkerboden under Snow, in "Your City at the Thysssen", ur raktres gant Mirdi Thyssen war Flickr
- An Eye on Art: Marcella
- Titouroù war Kirchner hag an eztaolouriezh en Alamagn
- Eztaolourien Alamagn hag an arzourien gent
- Buruma, Ian. "Desire in Berlin," NYRB, 4 a viz Kerzu 2008. Pennad diwar-benn an diskouezadeg er MOMA hag ar c'hatalog, Kirchner and the Berlin Street (2008), ISBN 0-87070-741-8
|