Fritz Bleyl
Hilmar Friedrich Wilhelm Bleyl, anvet gant an anv Fritz Bleyl, (8 a viz Here 1880 e Zwickau - 19 a viz Eost 1966 e Bad Iburg) a oa ul livour alaman ezel eus luskad en eztaolouriezh hag ivez unan eus pevar c'hrouer Die Brücke. Sevel a reas meur a skritell evit ar strollad, hag an hini gentañ a savas a voe berzet gant ar polis. Kuitaat a reas Die Brücke goude daou vloaz ha ne reas tamm diskouezadeg ebet goude-se.
Buhez hag oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fritz Bleyl a voe ganet e Zwickau hag e kasas e yaouankiz e rannvro Erzgebirge. E 1901 e krogas gant studioù arkitektoureiezh e "Königliche Technische Hochschule" (skol-veur teknik) Dresden evel ma felle d'e dud, daoust ma felle dezhañ dont da vezañ livour.[1] Eno e teuas da vezañ mignon da Ernst Ludwig Kirchnerl.[1] Divizout a raent war an arzoù hag e studijont ivez an natur.[1] Boutin e oa o mennozhioù war veur a dachenn.[2] E 1905 e voe savet Die Brücke (ar pont) gant Bleyl, Kirchner, ha daou studier all : Karl Schmidt-Rottluff hag Erich Heckel.[1] Fellout a rae dezho tremen dreist d'an arz akademek hengounel ha kavout un doare nevez da ezteurel hag a vefe evel ur pont etre an amzer-dremenet hag an amzer-vremañ (sed orin an anv).[2] Dedennet e oant gant arzourien an amzer-dremenet evel Albrecht Dürer, Matthias Grünewald ha Lucas Cranach gozh, koulz ha gant luskadoù rakward etrebroadel o amzer.[2] Da ziskouez o liamm ouzh arz Alamagn e stagjont en-dro gant teknikoù kozh evel ar c'hoadengraviñ.[2]
Bras e voe levezon Die Brücke war red istor an arzoù en XXvet kantved, ha diwarnañ e tiwanas an eztaolouriezh.[3] Bodet e veze ar strollad e stal-labour Kirchner, hag a oa bet ur gigerezh a-raok.
Stal-labour Kirchner a zeuas da vezañ ul lec'h ma veze diskaret ar boazioù sokial : darrempredoù-korf dibad a veze, hag alies e veze an dud en o noazh.[2] Aozet e veze prantadoù tresañ tud en o noazh ma kemer eperzh holl izili ar strollad. N'eo ket patromoù a-vicher a zeue, met tud a anavezent : an drummded eo a glaskent.[2] Bleyl a venegas ur plac'h 15 vloaz anvet Isabella, hag a oa amezegez dezho evel "un den buhezek, laouen ha krofet-brav, hep an distummadurioù degaset gant giz ar gwiskañ rokedennoù. Klotañ a rae mat-tre gant hon ezhommoù arzel."[4]
Savet e voe ur manifesto (savet gant Kirchner dreist-holl) gant ar strollad. Engravet e voe er c'hoad. Ennañ ec'h embannent e oa ur remziad nevez "a felle dezhañ bezañ dieub en e arz hag en e vuhez, distag diouzh an nerzhioù kozh ha diazezet."[2]
E miz Gwengolo hag e miz Here 1906 e voe aozet diskouezadeg kentañ ar strollad e diskouezva K.F.M. Seifert and Co. e Dresden. Merc'hed en o noazh eo a oa an tem pennañ.[4] Bleyl a grouas skritell an diskouezadeg. A-fet stumm e tenn d'an arz japanat anvet Ukiyo-e ha gwall zisheñvel e oa diouzh skritell Trede diskouezadeg an arzoù pleustrek (digoret pevar miz a-raok e Dresden) alaman bet savet gant Otto Gussmann.[4] Skritell Bleyl a voe berzet gant ar polis (mellad 184 kod broadel ar pornografiezh) pegwir e oa, hervez ar polis, diskouezet blev gaol ar vaouez er skeud e traoñ he c'hof.[4]
E 1905 ec'h echuas Bleyl gant e studioù er skol-veur hag er bloaz goude e krogas da gelenn e Bauschule (skol architektouriezh) Freiberg (Saks). E 1907 e timezas hag e kuitaas Die Brücke.[1] Max Pechstein hag Otto Mueller a gemeras e blas[2].
E 1916 ec'h echuas gant e gounskrid hag e veajas da Italia ha d'an Alpoù. E-pad ar peurrest eus e vuhez e kelennas hag e labouras evel arkitektour. Kenderc'hel a reas ivez da livañ met ne voe ket diskouezet e oberennoù. Meur a wech e tilojas, hag edo o chom e Rostock, Neukölln (Berlin) hag e Brandenburg.[1]
Diskouezadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù Fritz Bleyl a voe diskouezet en diskouezadegoù da-heul.[5] Gant izili Die Brücke e veze aozet diskouezadegoù a gêr da gêr, da lavaret eo e veze diskouezet ar memes oberennoù e meur a lec'h.[5]
- I Dastumad engravadurioù, Kunsthalle Beyer & Sohn gallery, Leipzig, miz Du 1905
- Miz Even 1906, August Dörbant Art Salon, Braunschweig
- I Dastumad engravadurioù 1906–1907, Georg Hulbe Kunstgewerbehaus, Hamburg, miz Gwengolo 1906
- Labouradeg gleuzeur Seifert, Dresden-Löbtau, 24 a viz Gwengolo- dibenn miz Here 1906
- I Dastumad engravadurioù 1906–1907, diskouezva Katharinenhof, Frankfurt am Main, miz Du 1906
- II Dastumad engravadurioù 1906–19076, Städtische Vorbildersammlung, Chemnitz, miz Kerzu 1906
- Seifert Lamp Factory, Dresden-Löbtau, 3 December – end January 1907
- I Dastumad engravadurioù 1906–1907, Friedrich Cohen Art Salon, Bonn, miz C'hwevrer 1907
- II Dastumad engravadurioù 1906–1907, Zwickau Kunstverein, Zwickau, miz Genver-miz C'hwevrer 1907
- I Dastumad engravadurioù 1906–1907, Wilhelm Werner Art Salon, Göttingen, miz Meurzh- miz Ebrel 1907
- II Dastumad engravadurioù 1906–1907, Otto Fischer Art Salon, Bielefeld, miz Meurzh 1905
- II Dastumad engravadurioù 1906–1907, Düsseldorf Städtische Kunsthalle, Düsseldorf, miz Ebrel 1907
- I Dastumad engravadurioù 1906–1907, Leopold-Hoesch-Museum, Düren, miz Even 1907
- II Dastumad engravadurioù 1906–1907, Heidelberg Kunstverein, Heidelberg, miz Even 1907
- II Diskouezadeg livadurioù hag engravadurioù, Flensburg Gewerbemuseum, Flensburg, miz Even 1907
- II Dastumad engravadurioù 1906–1907, Würrtemberg Kunstverein, Stuttgart, miz Gouere 1907
- I Dastumad engravadurioù 1906–1907, Pfälzischer Kunstverein, Speyer, miz Eost 1907
- II Diskouezadeg livadurioù hag engravadurioù, Clematis Art Salon, Hamburg, July – miz Eost 1907
- II Diskouezadeg livadurioù hag engravadurioù, Emil Richter Art Salon, Dresden, miz Gwengolo 1907
- I Dastumad engravadurioù 1906–1907, XV Kunstverein Exhibition, Rosenheim, miz Here 1907
- II Diskouezadeg livadurioù hag engravadurioù, Kaiser Wilhelm Museum, Magdeburg, miz Here 1907
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 ha1,5 "Fritz Bleyl (1880-1966)", Brücke Museum.
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 2,6 ha2,7 "Kirchner - Expressionism and the city", Royal Academy, 2003.
- ↑ "The Artists' Association 'Brücke'", Brücke Museum.
- ↑ 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Simmons, Sherwin. "Ernst Kirchner's Streetwalkers: Art, Luxury, and Immorality in Berlin, 1913-16", The Art Bulletin, miz Meurzh 2000, in findarticles.com.
- ↑ 5,0 ha5,1 Roller, Dianne Roller. "Die Brucke Data", University of Kentucky, 23 Meurzh 2006. Evel ma lenner e-barzh Brücke: El Nacimiento del Expresionismo Alemán.
|