Der Krieg
Neuz
Der Krieg
Deiziad krouiñ | 1930s |
---|---|
Titl | Der Krieg (Triptychon) |
Lec'h | Galerie Neue Meister |
Krouet gant | Otto Dix |
Danvez implijet | mixed technique, panel |
Dastumad | Staatliche Kunstsammlungen Dresden |
Niverenn renabl | Gal.-Nr. 3754 |
Der Krieg ("Ar Brezel"), anvet raloc'h Dresden War Triptych, zo un deirzaolenn (gant ur predella[1]) gant al livour alaman Otto Dix. Stumm hag aozadur an daolenn zo deuet eus teirzaolennoù arz relijiel an Azginivelezh.
E 1929 e voe boulc'het al livadur, hag echuet e 1932. Bez eo bet lakaet da arvestiñ er Galerie Neue Meister e Dresden abaoe 1968. Unan eo eus labourioù peoc'hgarour niverus Dix er bloavezhioù 1920 eo. Awenet eo bet gant eñvorennoù an aozour eus brezel ar fozioù-difenn e-pad ar C'hentañ brezel-bed.