Teirzaolenn
Un deirzaolenn a zo un oberenn arzel teir rann dezhi, gant teir fanell prenn livet peurvuiañ, pe deir fanell gizellet, lakaet tal-ouzh-tal ha kenstrollet gant mudurunoù.
Brasoc'h eget re ar c'hostezioù e vez ar banell greiz d'an aliesañ, met nes d'ar banell vras e vez dodenn ar re vihanañ.
Peurvuiañ e vez an div banell gostez evel doareoù stalafioù, a c'hell kuzhat ar banell kreiz a-bezh pa vezont serret, hag al lodenn greiz a vez an hanter ledanoc'h egeto. Alies e vez livet tu gin ar panelloù kostez.
En Arz kristen kentañ e kaver teirzaolennoù, arouez an Dreinded enno hep mar, ha livet pe gizellet int bet evit meur a aoter e-barzh ilizoù ar Grennamzer koulz e Reter Europa hag er Reter-Nesañ (Bizantion) hag e Kornôg Europa.
Peurvuiañ e vez aozet pep taolenn e teir rann eus al laez d'an traoñ, gant an neñv a-us (gant Doue pe ar sent pe aeled) ; e takad an traoñ e weler elfennoù ar bed o sellet ouzh an neñv hag un dudenn bennañ e-kreiz prest da vont war hent ar santelezh pe ar Baradoz.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Divdaolenn, div banell hepken d'he sevel.
- Liestaolenn, muioc'h eget teir fanell d'he sevel.