Norman Rockwell
Norman Rockwell | |
---|---|
N. Rockwell (1921) | |
Ganedigezh | 3 C'hwevrer 1894 New York Stadoù-Unanet |
Marv | 8 Du 1978 Stockbridge, Massachusetts Stadoù-Unanet |
Micher | Livour, skeudennaouer |
Prantad | 1910-1976 |
Domani | Realouriezh stadunanat |
Internet | Norman Rockwell Museum |
Norman Percevel Rockwell (New York, 3 C'hwevrer 1894 — Stockbridge, Massachusetts, 8 Du 1978) a oa ul livour hag ur skeudennaouer stadunanat a ouezas lakaat sevenadur e vare war al lien.
Tremen 4 000 skeudenn zo bet savet gant Norman Rockwell en e red-micher, an darn vuiañ anezho miret e dastumadoù foran. Tost da 50 levr ivez zo bet skeudennaouet gantañ. Evel livour en deus bet tro da boltrediñ ar brezidanted Eisenhower, Kennedy, Johnson ha Nixon, koulz ha renerien estren evel Gamal Abdel Nasser, bet prezidant Egipt, ha Jawaharlal Nehru, bet kentañ ministr India.
Hollvrudet eo ar goloioù a savas e-pad 47 vloaz evit ar gelaouenn The Saturday Evening Post (Indianapolis, 1897-1969) ma livas buhez pemdez an Amerikaned.[1], en o zouez ar stirad The All-American Soldier Willie Gillis — ur "soudard amerikan penn-kil-ha-troad" bet krouet gantañ (1941-1946)[2] — ha Rosie the Riveter ("Rosie ar Riñverez", 1943, a arouezie ar 6 milion a vaouezed a gemere lec'h ar wazed el labouradegoù e-pad an Eil Brezel-Bed[3] ; div oberenn hollvrudet all eo Saying Graces ("Ar benedisite", 1951)[4] haThe Problem We All Live With ("Ar gudenn e vevomp holl ganti", 1964) a-zivout gwirioù an Afrikaned-Amerikaned[5]
E-pad 64 bloaz (1925-1976) e savas skeudennoù evit The Boy Scouts of America (BSA, "Skouted Amerika") : goloioù evit o c'hazetenn Boys' Life, deiziadurioù ha skeudennoù all[6] Er bloaz 1939 e voe roet dezhañ ar Silver Buffalo Award, an uhelañ enor a c'heller kaout digant an aozadur-se, evit bezañ "krouer pennañ skeudenn ar skoutelezh"[7].
Brudetoc'h c'hoazh eget deiziadurioù ar skouted e voe ar re a skeudennaouas adalek 1947 betek 1964 evit an embregerezh Brown & Bigelow war dodenn ar Four Seasons, pevar amzer ar bloaz ; evit embregerezhioù all e labouras ivez : Coca-Cola, General Motors, Jell-O, Scott Tissues en o zouez[8].
A vare da vare e voe goulennet digant N. Rockwell skeudenniñ follennoù sonerezh, kartoù, katalogoù, kraflevrioù, skritelloù evit ar sinema, timbroù ha livadurioù-moger.
Petra bennak ma voe graet fae war e labour gant an arzvarnourien alies e chom Norman Rockwell arzour muiañ-karet an darn vuiañ eus an Amerikaned hiziv c'hoazh.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eil mab Jarvis Waring Rockwell (1867-1931) hag Anne Mary "Nancy" Hill (1866-1953) e oa Norman Rockwell[9], un diskennad da John Rockwell (1588-1662) a zivroas eus Somerset da Norzhamerika e-tro ar bloaz 1635[10] Rener adti un embregerezh gwiadel e New York e oa Jarvis W. Rockwell, ha merc'h al livour saoz Thomas Hill (1829-1908) e oa e wreg ; abred-tre e klaskas Norman skeudennaouiñ an istorioù a veze lennet dezhañ gant e dad, re Charles Dickens dreist-holl.[11].
E 1903, an tiegezh Rockwell a guitaas New York evit en em staliañ e Mamaroneck, ur bannlev cheuc'h en norzh d'ar gêr vras. Pevarzek vloaz e oa Norman pa zivizas bezañ ul livour a vicher. Er Chase Art School e heulias kentelioù-noz, ha nebeut goude e paouezas gant al lise da vont en National Academy of Design. Buan e teuas og gant ar c'hentelioù klasel ma tremened re bell amzer o studiañ ar c'horfadurezh hag o livañ divuhezennoù ; gwell e voe dezhañ mont da Art Students League New York, ma veze kelennet ar skeudennaouiñ gant tud a vicher. Eno e savas e oberennoù kentañ e 1910, da 16 vloaz : peder c'hartenn Nedeleg evit ar stal vras Constable. Pelloc'h e reas skeudennoù evit St. Nicholas Magazine, Boys' Life ha kazetennoù all evit ar yaouankizoù. Labourat un tamm a reas e-pad e studioù, evel danvez aktour er Metropolitan Opera da skouer. E 1911, hag eñ 17 vloaz, en devoe e labour arzel micherel kentañ : skeudennaouiñ al levr Tell Me Why: Stories about Mother Nature gant ar skrivagner Carl Harry Claudy 1879-1957)[12].
Goude-se, pa voe 19 vloaz, e voe degemeret evel arzour e skipailh Boys' Life, ma reas bep miz ur golo ha skeudennoù un istor ha ma voe anvet da c'hourseller al labour arzel[13]. E-pad tri bloaz e voe gopret er post-se goude e c'holo kentañ, Scout at Ship's Wheel e miz Gwengolo 1913.
E 1915, pa oa Norman 21 bloaz, e tilojas e familh da New Rochelle (New York). Dre hanterouriezh un amezeg eno hag a oa treser e The Saturday Evening Post e voe degemeret ar c'hentañ livadenn sinet « Norman Rockwell » evit golo ar gazetenn, Mother's Day Off ("Devezh dilabour Mammig"), a voe embannet d'an 20 a viz Mae 1916. Eizh gwezh e voe fiziet golo ar Post e N. Rockwell en e gentañ bloavezh labour. Tremen 320 golo evit The Saturday Evening Post a voe skeudennet gantañ en holl.
Kement a verz a reas ganto ma voe goulennet digantañ livañ goloioù evit kazetennoù all, en o zouez Country Gentleman, Judge, Leslie's Weekly, Literary Digest, Life ha Peoples Popular Monthly.
Pa grogas da labourat evit The Evening Post e 1916 e kuitaas Norman Rockwell e garg e Boys' Life, met bepred e lakaas skouted en e skeudennoù evit ar gazetenn hag evit kelaouenn viziek The American Cross. E 1926 ez adkrogas da labourat evit Boy Scouts of America, pa livas o deiziadur ; 50 skeudenn all a reas evit an aozadur.
En hevelep bloaz e timezas gant ar gelennerez Irene O'Connor (1891-1934), a voe patrom ar vamm evit golo Literary Digest an 29 a viz Genver 1921[14]
E dibenn ar Brezel-bed Kentañ, d'an 23 a viz Eost 1918, e klaskas mont da voraer en U.S. Navy, met re skañv e oa ; goude debret hag evet kalz e voe pounner a-walc'h ha kaset da Iwerzhon — biskoazh avat ne erruas di, pa voe distroet e lestr da Charleston (South Carolina) gant ul lestr-spluj alaman. Da arzour miourel e voe lakaet eno[15] : tresañ evit Afloat and Ashore, kelaouenn an Navy a reas, ha trawalc'h a amzer vak a chome gantañ evit kenderc'hel da livañ evit The Evening Post, kazetennoù all, hag evit bruderezh embregerezhioù bras.
Pa zistroas da New Rochelle e oa pinvidik a-walc'h evit lakaat sevel ul labourva, beajiñ da Suamerika, da Europa ha da Afrika an Norzh ; e Pariz e 1923 e kemeras un nebeud kentelioù a-zivout an arz arnevez.[11]
E 1930 e tispartias diouzh Irene O'Connor. Distreiñ da New York a reas neuze, kent mont da dremen ur prantad berr en Alhambra (Kalifornia) ma kejas ouzh ur gelennerez all, Mary Rhodes Barstow (1908-1959), a voe e eil gwreg ; distreiñ da New Rochelle a reas ar c'houblad, hag e 1932 e voe ganet o mab kentañ, Jarvis "Jerry" Rockwell. O eil mab Thomas Rhodes a voe ganet e 1933.
Pemp bloaz diwezhatoc'h (1935) ez asantas an arzour skeudennaouiñ adembannadur daou levr gant Mark Twain, The Adventures of Tom Sawyer hag Adventures of Huckleberry ; mont d'al lec'h ma c'hoarvez an istorioù-se (Hannibal e Missouri) a reas N. Rockwell, evit dastum ditouroù ha traezoù a denne d'ar vro-se ha d'ar vuhez enni. A-c'houde al labour-se e voe azgoulennet gant ar gelaouenn Woman's Home Companion da skeudennaouiñ ur rummad pennadoù diwar-benn ar skrivagnerez Louisa Mary Alcott (1832-1888), a oa bet desavet e Massachusetts ma'z eas an arzour d'ober an hevelep labour hag e Missouri. Berz bras a reas ar rummad pennadoù, a voe embannet adalek miz Kerzu 1937 betek miz Meurzh 1938.[11]
E 1936 e voe ganet Peter Barstow Rockwell, trede mab Mary ha Norman, e New Rochelle.
E 1939, ar c'houblad Rockwell hag o zri bugel a zilojas da Arlington (Vermont), ma chomjont e-pad pevarzek vloaz.
E deroù an Eil Brezel-bed, e 1940, ez eas Norman Rockwell d'an Ti Gwenn e Washington D.C. evit reiñ d'ar prezidant Roosevelt ar skritell en devoa savet evit loc'hañ ar skoazellañ emzivaded ar brezel ; da wellañ skritell-vrudañ ar bloaz e voe lakaet an oberenn-se gant Kevredigezh Renerien an Arzoù[16].
E kreiz an Eil Brezel-bed, e 1943, un tan-gwall e labourva N. Rockwell a zistrujas taolennoù ha kalz prestoù hollret evit e labour. Gant skoazell e amezeien e c'hallas an arzour terkañ ul labourva all en Arlington, ha prestoù all a voe roet dezhañ ganto.[11]
En hevelep bloaz e livas Four Freedoms, peder zaolenn a ra dave d'ar brezegenn a oa bet distaget gant F. D. Roosevelt e miz Genver 1941.
-
Frankiz ar gomz
-
Frankiz an azeuliñ
-
Frankiz da na vevañ en dienez
-
Frankiz da na vevañ en aon
Goude ar brezel, e 1947, e c'houlennas an embregerezh Brown & Bigelow ma vije skeudennaouet ur rummad deiziadurioù ; N. Rockwell a zibabas skeudenniñ pevar amzer ar bloaz dre sportoù ar baotred.
Bras e voe ar c'hemmoù er gevredigezh stadunanat a-hed ar bloavezhioù 1950 ha 1960 abalamour d'an Eil Brezel-bed ha d'ar Brezel Yen : brasoc'h-brasañ e voe pouez ar skinwel, ha bihanoc'h-bihanañ hini an hengoun, ar pezh a voe diaes evit awen Norman Rockwell. Ouzhpenn da gement-se, klañvaat a reas spered e wreg Mary, a voe prederiet e Stockbridge (Massachusets) ma'z eas ar familh d'en em staliañ e 1953 ; eno e kendalc'has an arzour da labourat evit ar Post, en un ti en devoa prenet e 1957. Evit ar bruderezh e laboure ivez, gant patromoù bev bepred.
E 1959 e varvas e wreg diwar ul lamm-kalon[17], ar pezh a bounneraas ar bec'h a oa dija war spered an intañv nevez : war zigresk ez ae gwerzh ar c'helaouennoù a skeudennaoue, ha mui-ouzh-mui a varnourien a embanne e oa dispredet labour N. Rockwell hag er-maez eus kevredigezh nevez Amerika[18].
E 1961 e timezas N. Rockwell gant Molly Punderson (1896-1985), ur gelennerez war he leve. Ken taer e veze taget e labour bepred ma tivizas The Saturday Evening Post e 1963 terriñ ar gevrat a oa bet sinet e 1916 gant an arzour, war zigarez ma oa koshaet betek re e skeudennoù hag e vennozhioù. D'ar 14 a viz Kerzu 1963 e voe embannet e c'holo diwezhañ, ar prezidant Kennedy, teir sizhunvezh goude e varv e Dallas.
Tost da 70 vloaz e oa Norman Rockwell da neuze ; amzer en devoe da labourat evit kazetennoù all, ha buan e voe e darempred ganto. Evit Life dreist-holl e labouras betek diwezh e vuhez : poltredoù politikourien a reas e-touez traoù all, ha taolennoù a-zivout gounit an egor gant an NASA[19].
E 1966 e voe pedet N. Rockwell da Hollywood evit poltrediñ aktourien ar film Stagecoach sevenet gant Gordon Douglas (1907-1993) ; ur perzh bihan en devoe er film[20].
Daou vloaz diwezhatoc'h e voe goulennet digantañ livañ golo ur bladenn sonerezh rock, The Live Adventures of Mike Bloomfield and Al Kooper[21],[22].
E 1969, da-geñver e 75vet gouel-bloaz, e c'houlennas Brown & Bigelow ha Boy Scouts of America digant an arzour en em boltrediñ evit deiziadur ar bloaz. Beyond an Easel ("En tu all d'ar marc'h-livañ'") e voe an daolenn-se, ma weler al livour dirak e varc'h-livañ, skouted tro-dro dezhañ[23] En hevelep bloaz, an U. S. Bureau of Reclamation (a ver ar pourvezioù dour en SUA) a c'hourc'hemennas ur skeudenn eus stankell Glen Canyon war ar stêr Colorado[24].
E skeudenn diwezhañ evit deiziadur ar skouted, The Spirit of 1976, a voe ivez an hini ziwezhañ evit Boy Scouts of America ; 471 livadur sinet « Norman Rockwell » a oa bet embannet e kazetennoù, sturlevrioù, deiziadurioù ha bruderezh. Goude 64 bloavezh kenlabour neuze e c'houlennas BSA ma vije kendalc'het al labour en hevelep doare gant Joseph Csatari (*1929), un arzour hag a oa bet e darempred gant N. Rockwell adalek 1973.
E 1977, ar prezidant Gerald Ford a zeroas Medalenn Brezidantel ar Frankiz, an uhelañ enor nann-milourel en SUA, da Norman Rockwell evit "poltredoù bev ha karantezus eus hor bro"[25].
Bloaz goude, d'an 8 a viz Du 1978, e varvas Norman Rockwell en e 84vet bloaz diwar un emfizem skevent ; Rosalynn Carter, First Lady of the United States, a voe en e obidoù e Stockbridge.
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Norman Rockwell e-unan a fizias tremen 700 eus e livadurioù, tresadennoù ha studiadennoù d'un aozadur e Stockbridge, a zo deuet da vezañ an Norman Rockwell Museum. Er mirdi emañ ivez The Rockwell Center for American Visual Studies, un aozadur gouestlet d'an enklaskoù a-zivout arz ar skeudennaouiñ er Stadoù-Unanet.
- 1972 : berrfilm Norman Rockwell's World... An American Dream sevenet gant Robert Deubel (Oscar ar berrfilm)[26].
- 1976 : al livour Stanley Meltzoff (1917-2006) a savas ar skritell evit 200vet dei-ha-bloaz SUA hag ar 100vet bloavezh abaoe ijinadenn ar pellgomz[27] diwar The Gossips Norman Rockwell (1948)[28].
- 1981 : al livadur Girl in the Mirror a yeas da c'holo Small change, pempvet pladenn ar strollad Prism[29].
- 1987 : an daolenn Freedom from Fear (1943) a voe andon un arvest er film Empire of the Sun sevenet gant Steven Spielberg[30].
- 1994 : er film Forrest Gump sevenet gant Robert Zemeckis ez eus un arvest en ur skol hag a zrevez an daolenn Girl with Black Eye (1953)[31].
- 1996 : un asteroidenn kavet d'ar 15 a viz Mae a voe anvet "(10189)Normanrockwell"[32] ; Un portrait de Norman Rockwell, kanaouenn gant Pierre Papadiamandis evit Eddy Mitchell[33]
- 2001 : un diskouezadeg gouestlet d'an arzour a voe dalc'het e Mirdi Solomon R. Guggenheim e New York[34],[35].
- 2008 : anvet e voe da arzour stadel ofisiel Commonwealth Massachusetts[36]
- 2019 : "Norman Fucking Rockwell !" eo anv c'hwec'hvet albom ar ganerez Lana Del Rey — anv an ton kentañ eo ivez, ha dave da N. Rockwell a glever ivez en trede ton, Venice Bitch ; an hiraezh a vez e taolennoù an arzour eo dodenn ar c'hanaouennoù.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Scout at Ship's Wheel (kentañ golo embannet, Boys' Life, Gwengolo 1913)
- Santa and Scouts in Snow (1913)
- Boy with Baby Carriage (1916 ; kentañ golo evit The Saturday Evening Post)
- Circus Barker and Strongman (1916)
- Gramps at the Plate (1916)
- Redhead Loves Hatty Perkins (1916)
- People in a Theatre Balcony (1916)
- Tain't You (1917; kentañ golo evit Life))
- Cousin Reginald Goes to the Country (1917 ; kentañ golo evit Country Gentleman)
- Santa and Expense Book (1920)
- Mother Tucking Children into Bed (1921 ; Irene O'Connor, kentañ gwreg an arzour, e oa patrom ar vamm)
- No Swimming (1921)
- Santa with Elves (1922)
- The Love Song (1926, Ladies Home Journal)
- Doctor and Doll (1929)
- Deadline (1938)
- Girl Reading the Post (1941)
- The Four Freedoms (1943), peder zaolenn : Freedom of Speech, Freedom of Worship, Freedom from Want ha Freedom from Fear
- Rosie the Riveter (1943)
- We, Too, Have a Job to Do (1944)
- Going and Coming (1947)
- Tough Call (1948) ; anvioù all : Game Called Because of Rain, Bottom of the Sixth, The Three Umpires
- The New Television Set (1949)
- Saying Grace (1951) ;
- Waiting for the Vet (1952)
- The Young Lady with a Shiner (1953)
- Walking to Church (1953)
- Girl at Mirror (1954)
- Breaking Home Ties (1954)
- The Marriage License (1955)
- The Scoutmaster (1956)
- The Rookie]] (1957)
- The Runaway (1958)
- A Family Tree (1959)
- Triple Self-Portrait (1960)
- Golden Rule (1961)
- The Connoisseur (1962)
- The Problem We All Live With (1964)
- Southern Justice (Murder in Mississippi) (1965)
- New Kids in the Neighborhood (1967)
- Russian Schoolroom (1967)
- The Spirit of 1976 (1976)
Skritelloù sinema ha goloioù pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skritelloù
- The Adventures of Marco Polo[37]
- The Magnificent Ambersons (1942)[38]
- The Song of Bernadette (1943)[39]
- Along Came Jones (1945)[38]
- The Razor's Edge (1946)[38]
- Cinderfella (1960)[40]
- Stagecoach (1966)[41]
- Goloioù pladennoù
- The Live Adventures of Mike Bloomfield and Al Kooper (1969)[42].
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1958 : degemeret e Sal ar Vrud Kevredigezh ar Skeudennaouerien (Society of Illustrators)[43]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Hillcourt, William. Norman Rockwell's World of Scouting. New York : Harry N. Abrams, 1978 (ISBN 978-0-8109-1582-4)a
- (en) Moline, Mary. Norman Rockwell Encyclopedia: A Chronological Catalog of the Artist's Work, 1910–1978. Indianapolis : Curtis Publishing Company, 1979 (ISBN 978-0-89387-032-4)
- (en) Finch, Christopher. Norman Rockwell's America. New York : Harry N. Abrams, 1985 (ISBN 978-0-8109-8071-6)
- (en) Finch, Christopher. Norman Rockwell: 332 Magazine Covers. New York : Abbeville Publishing, 1990 (ISBN 978-0-89660-000-3)
- (en) Sommer, Robert Langley. Norman Rockwell: A Classic Treasury. London : Bison Books, 1993 (ISBN 978-1-85422-607-5) • (fr) Paris : PML Éditions, 1994(ISBN 978-2-87628-976-5)
- (en) Hennessey, Maureen Hart & Larson, Judy L. Norman Rockwell: Pictures for the American People. New York : Harry N. Abrams, 1999 (ISBN 978-0-8109-6392-4)
- (en) Gherman, Beverly. Norman Rockwell: Storyteller with a Brush. New York : Atheneum Books, 2000 (ISBN 978-0-689-82001-4)
- (en) Claridge, Laura P. Norman Rockwell: A Life. New York : Random House, 2001 (ISBN 978-0-375-50453-2)
- (en) Buechner, Thomas S. The Norman Rockwell Treasury. New York : Galahad Books, 2004 (ISBN 978-0-88365-411-8)
- (en) Rockwell, Tom. Best of Norman Rockwell: A Celebration of America's Favourite Illustrator. Philadelphia : Courage Books, 2005 (ISBN 978-0-7624-2415-3)
- (en) Schick, Ron. Norman Rockwell: Behind the Camera. New York : Little, Brown & Co., 2009 (ISBN 978-0-316-00693-4)
- (en) Carson, Tom. The awakening of Norman Rockwell. In : 'Vox, 26/02/2020. Kavet : 10 Du 2021.
- (en) Solomon, Deborah. America, Illustrated. In : 'The New York Times, 01/07/2010. Kavet : 10 Du 2021.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) The Saturday Evening Post : 'Classic Rockwells'. Kavet : 10 Du 2021.
- (en) Lyon, Howard. Norman Rockwell: American Originals 'Muddy Colors, 19/10/2013. Kavet : 10 Du 2021.
- (en) Pevarzek skritell gant N. Rockwell : 'The Gallery of Graphic Design'. Kavet : 10 Du 2021.
- (en) Goloioù gant Norman Rockwell : 'Norman Rockwell Magazine Covers'. Kavet : 10 Du 2021.
- (en) Bruderezh gant Norman Rockwell : 'Norman Rockwell Advertising Art'. Kavet : 10 Du 2021.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) 'Norman Rockwell Museum'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'The Saturday Evening Post'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Flickriver'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ 'Flickr'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ 'Flickr'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) Roman, Michael. Review: Norman Rockwell at the National Scouting Museum. In : 'Dallas Art News, 27/05/2009. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Boy Scouts of America National Council'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Norman Rockwell ads'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ Claridge, Laura. Norman Rockwell: A Life. New York : Random House, 2001 (ISBN 978-0-375-50453-2)
- ↑ (en) Rockwell, Margaret & Norman. Norman rockwell's Growing Up in America. Metro Books, 1998 (ISBN 978-1-56799-598-5)
- ↑ 11,0 11,1 11,2 ha11,3 Sommer, 1993.
- ↑ (en) 'WikiArt'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'National Scouting Museum'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Norman Rockwell Museum'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Patriots Point'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Children's Crusade for Children'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ Gherman, 2000.
- ↑ (en) Gritz, Jennie Rothenberg. The 1950s Backlash Against Norman rockwell. In : 'The Atlantic, 21/11/2013. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'NASA and the Arts'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Internet Movie Database'.
- ↑ (en) ''Vanity Fair, 13/10/2009. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ Wikipedia.org
- ↑ (en) '1000 museums'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Flickr'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'The American Presidency Project'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) oscars.org. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'JKL Museum of Telephony'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'WikiArt'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) Discorg. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) Gates, Anita. Looking Beyond the Myth-Making Easel of Mr. Thanksgiving. In : 'The New York Times, 24/11/1999. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (fr) 'Paul Oeuvre Art'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Minor Planet Center'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'All Music'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Guggenheim Museum'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'BusinessStandard, 24/05/2014'. Kavet : 10 Du 2021.
- ↑ (en) 'Norman Rockwell Museum'..
- ↑ Claridge, 2001, p. 265.
- ↑ 38,0 38,1 ha38,2 Moline, 1979, p. 237.
- ↑ Moline, 1979, p. 235.
- ↑ Moline, 1979, p. 162.
- ↑ Moline, 1979, pp. 162, 235.
- ↑ Moline, 1979, p. 240.
- ↑ 'Society of Illustrators'. Kavet : 10 Du 2021.