Niccolò III d'Este
Niccolò III d'Este, pe Nikolaz III, ganet d'an 9 a viz Du 1383, ha marvet d'ar 26 a viz Kerzu 1441, a oa condottiero italian ha markiz Ferrara en Italia ar XVvet kantved.
Mab e oa da Alberto V d'Este ha d'e bried-kleiz Isotta Albaresani. Pa varvas e dad e 1393, ne oa nemet dek vloaz, hag ur c'huzul a voe aozet da c'hortoz ken e vije kozh a-walc'h da ren. Gwarezet e oa ar c'huzul gant Republikoù Venezia, Firenze ha Bologna. D'ober en devoa war-dro enebiezh Azzo X d'Este. Hennezh a oa jeneral dindan Gian Galeazzo Visconti, dug Milano, ha diskenn a rae eus Obizzo II d'Este. Hervezañ n'halle ket ur mab bastard ren, daoust ma oa bet anavezet Niccolò gant ur builh digant ar pab .
Pa voe bac'het Azzo gant Astorre Iañ Manfredi e voe sederaet an oabl us d'e benn. En 1397 e timezas da Gigliola da Carrara, merc'h da Francesco II da Carrara, aotrou Padova.
En 1403, e kemeras perzh er C'hevread savet a-enep dug Milano, ha lakaet e voe e penn armeoù ar pab gant Bonifas IX. En 1405, e roas douaroù kozh an tiegezh, e-kichen Este, da Venezia.
En 1410, ec'h urzhias teir skouerenn eus Fior di Battaglia, un dornskrid diwar-benn arz ar brezel.
En 1413, ez eas da birc'hirinañ d'an Douar Santel.
En 1418 e timezas da Parisina Malatesta, merc'h da Andrea Malatesta.
Aon gantañ rak galloud Filippo Maria Visconti, e roas Parma dezhañ.
E 1425 e reas kondaoniñ ha lazhañ e wreg Parisina war un dro gant e vab bastard Ugo d'Este dre m'o devoa avoultret. Er bloavezh-se en-eeun e voe anvet da bennjeneral ar C'hevre a-enep ar re Visconti, eus Milano.
E 1429, e anvas e vab bastard Leonello d'Este da hêr ar varkizelezh, diwar-goust e vab hervez lezenn Ercole Iañ d'Este. Pa voe dalc'het sened-iliz 1438 e voe anavezet Niccolò III d'Este evel unan eus priñsed veur Italia.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- Gant e wreg kentañ Gigliola da Carrara, merc'h da Francesco II da Carrara, aotrou Padova, a zimezas dezhi e miz Mezheven 1397, n'en doa bugel ebet. Mervel a eure-hi gant ar vosenn en 1416.
- E 1418 ec'h addimezas da Parisina, merc'h da Andrea Malatesta, ha tri bugel o doe:
- Ginevra d'Este (ganet en 1419), a zimezas da Sigismondo Pandolfo Malatesta, ha lazhet gantañ marteze;
- Luzia d'Este (24 a viz Meurzh, 1419 - 28 a viz Mezheven 1437) a zimezas da Charles Gonzague de Milan, aotrou Sabbioneta, marvet da 18 vloaz;
- Alberto Carlo d'Este (ganet ha marvet en 1421).
Dibennet e voe Parisina Malatesta d'an 21 a viz Mae 1425 dre ma he devoa graet avoultriezh gant e vab bastard Ugo.
- En 1429 ec'h addimezas da Ricciardia di Saluzzo, merc'h da Thomas III de Saluzzo ha Marguerite de Roussy, ha daou vab o doe:
- Ercole (1431 – 1505), a voe dug Ferrara;
- Sigismondo (1433 – 1507), aotrou San Martino in Rio.
E vesterd
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]11 bugel bastard en doa:
- Ugo d'Este, a lakeas dibennañ d'an 21 a viz Mae 1425, dre'n abeg m'en doa avoultret gant e lezvamm, Parisina Malatesta,
- Meliaduse d'Este, abad Pomposa ha Ferrara, (1406 - 1452), mab da Caterina Medici pe Caterina Abaresani;
- Leonello d'Este (1407 - 1450), mab da Stella de' Tolomei.
- Borso d'Este (1413 - 1471), mab ivez da Stella de' Tolomei.
- Alberto d'Este (1415 - 1502), mab da Filippa della Tavola.
- Isotta d'Este (1425 - 1456), merc'h da Filippa della Tavola. Dimeziñ a reas
- da gentañ da Oddantonio II de Montefeltro, dug Urbino
- da eil da Étienne Frangipani, comte de Segni.
- Beatrice d'Este (1427 - 1497), a zimezas da Niccolò de Correggio.
- Rinaldo d'Este, aotrou Ostellato (war-dro 1435 - 1535), mab da Anna de Roberti.
- Branca Maria d'Este (18 a viz Kerzu 1440 - 12 a viz Genver 1506). Merc'h da Anna de Roberti. ** Dimeziñ a reas da Galeotto Iañ Pico, aotrou ar Mirandola.
- Gurone d'Este (marvet en 1484), abad,
- Camilla d'Este, a zimezas da Rodolfo da Varano, eus Camerino.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L. A. Muratori, Delle antichità Estensi, Modène, 1717.
- G. B. Pigna, Historia dei Principi d'Este, Ferrare, 1570.