Ugo d'Este

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Markizelezh Ferrara
Este
Blason Nicolas III d'Este (1383 - 1441).svg

Alberto V d'Este
Niccolò III
Leonello d'Este
Borso
Modifica
Ugo d'Este

Ugo d'Este (1405 - Ferrara, 21 a viz Mae 1425), anavezet ivez evel Ugo Aldobrandino, a oa mab da Nikolaz III d'Este ha d'e serc'h Stella de' Tolomei.

Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E vreudeur all e oa:

Evel mab henañ e oa da ren war-lerc'h e dad, evitañ da vezañ mab bastard, hag ur vuhez a ebatoù diroll hag a zispignoù bras an hini a gase, e-skoaz e vreudeur yaouankoc'h. [1].

Pa ne oa ket dimezet e dad d'e vamm e voe yen a-walc'h ouzh e lezvamm nevez, eil pried e dad, Parisina Malatesta, da gentañ -penn[2], a oa tost a oad gantañ. Etre an ozhac'h hag e wreg Parisina avat, dimezet e Ravenna e 1414, e oa 20 vloaz memes tra.

Darempred marvus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Parisina Malatesta

E 1424 e voe gourc'hemennet dezhañ gant e dad ambroug e lezvamm e-kerzh ur veaj e krogas o darempred avoultr, a gendalc'has goude o distro da Ferrara.

Fallout a raent en em gavout sioul en delizie di Belfiore, Fossadalbero e Quartesana[3].

Hervez tud all e krogas an avoultriezh en un doare all. E 1423 p'edo ar vosenn oc'h ober he reuz e repuas Parisina e castello di Fossadalbero e kompagnunezh he lezvab hag er c'hastell bihan e savas karantez etrezo.[4].

Morte[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nikolaz III d'Este

Ur vatezh a eas da gontañ da Nikolaz petra a c'hoarveze e-kuzh outañ, ma spias ouzh an amourouzien, m'o zapas a-greiz ober, ha m'o bac'has en ur c'hastell ma voent kondaonet ha dibennet. [5].

War-lerc'h marv Ugo e voe e vreur Leonello d'Este, mab da Stella ivez, a voe anvet da hêr e dad.[6].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://www.bper.it/gruppobper/incontri/archivio/pdf_72/20_22_Trenti.pdf
  2. http://www.parente.fe.it/maria_teresa_mistri/ferrara/fatti_miracoli_leggende/ugo_e_parisina.htm
  3. http://www.parente.fe.it/maria_teresa_mistri/ferrara/fatti_miracoli_leggende/ugo_e_parisina.htm
  4. http://www.comune.rimini.it/servizi/citta/storia_di_rimini/-donne_di_rimini/pagina44.html
  5. http://www.comune.rimini.it/servizi/citta/storia_di_rimini/-donne_di_rimini/pagina44.html
  6. http://www.storiaviva.it/arruolamento_compagnia_di_san_pietro/lionello_d_este_350.htm