Alberto V d'Este

Eus Wikipedia

Alberto V d'Este (27 a viz C'hwevrer 134730 a viz Gouhere 1393) a oa markiz Ferrara ha Modena, en Italia ar XIVvet kantved.


Da gentañ e renas gant e vreur Niccolò adalek 1361, hag e-unan war-lerc'h marv Niccolò e 1388.

Krouiñ a reas Skol-veur Ferrara e 1391. Er memes bloaz e timezas da Giovanna de' Roberti a varvas daou vloaz goude, e 1393. War-lerc'h he marv ec'h addimezas d'e serc'h Isotta Albaresani. O mab Niccolò a voe markiz war-lerc'h e dad: ne oa nemet 10 vloaz. Anavezet e oa bet evel mab hervez al lezenn gant ur builh digant ar pab.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • L. A. Muratori. Delle antichità Estensi. 1717, Modena;
  • G. B. Pigna. Historia dei Principi d'Este. 1570, Ferrara.