Leonello d'Este

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Medalenn Leonello d'Este, gant Pisanello.

Leonello d'Este a oa ur priñs eus an tiegezh d'Este ( an Estensi) er XVvet kantved.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil e oa eus tri mab bastard Niccolò III d'Este, markiz Ferrara, hag e serc'h Stella de' Tolomei. Deskiñ a reas micher an armoù gant Braccio da Montone, condottiero, ha studioù klasel en doa graet gant Guarino Veronese.

E 1416 e varvas gwreg kentañ e dad, Gigliola da Carrara, ha n'he devoa bet bugel ebet, mab ebet da ren war-lerc'h e dad eta.

Addimeziñ a reas Niccolò III d'Este neuze da Parisina Malatesta. E 1425 e voe barnet ha kondaonet d'ar marv breur henañ Lionello, Ugo Aldobrandino, pe Ugo d'Este,(1405-1425), war un dro gant Parisina: dibennet e voe an daou avoultrer.

Pennhêr e dad e teuas Leonello da vezañ neuze, daoust ma voe ganet daou vreur all : Ercole e 1431, ha Sigismondo e 1432, mibien da drede gwreg e dad, Ricciarda di Saluzzo.

E 1435 e euredas Lionello da Margherita Gonzaga, hag anavezet e voe gant ar pab Marzhin V evel mab hervez al lezenn.

Ur mab en doe Leonello e 1438, anvet Niccolò (1438-1476) evel e dad-kozh, met mervel a reas ar vamm er bloaz war-lerc'h.

Dug[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1441, marvet e dad, e teuas da vezañ dug. Klask a reas dimeziñ da Bianca Maria Visconti met tro wenn a reas. E 1444 ec'h addimezas da Maria Aragon, merc'h bastardez ar roue Alfonso V Aragon, roue Naplez ha Sikilia. Mervel divugel a reas Maria e 1449.

E vrud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant skoazell an eskob Giovanni da Tossignano e lakaas sevel ospital Sant'Anna, kentañ ospital Ferrara, digor hiziv c'hoazh.

Politikour mat e oa, desket e oa ivez, ha kenskrivañ a rae gant holl lenneien veur e amzer. E-kerzh e ren e kreskas brud skol-veur Ferrara.

En elez e labouras arzourien evel Pisanello, Iacopo Bellini, Andrea Mantegna, Piero della Francesca hag ar Flandrezad Rogier van der Weyden.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a eure Leonello d'Este en 1450, hag eñ 44 bloaz, pan edo e Delizia di Belriguardo. E vreur Borso d'Este an hini a voe dug war e lerc'h.


E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 1444 ec'h addimezas da Maria d'Aragona (1425-1449), hogen bugel ebet n'o doe.

Ur mab bastard en doe ivez :

    • Francesco (1444-?)