Gigliola da Carrara

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gigliola da Carrara

Gigliola da Carrara (1379-1416), markizez Ferrara, a oa merc'h da Francesco Novello da Carrara, aotrou Padova[1] hag a oa mab da Francesco I da Carrara, ha da Taddea d'Este.

E 1394, ha hi 15 vloaz, e voe dimezet da Niccolò III d'Este, trizekvet markiz Ferrara, mab da Alberto V d'Este.

Mervel divugel a reas-hi gant ar vosenn[2] e 1416. Niccolò a zimezas neuze da Parisina Malatesta, a voe kondaonet gantañ d'ar marv abalamour d'hec'h avoultriezh gant e vab Ugo d'Este. Addimeziñ a reas an intañv da Ricciarda di Saluzzo, ha daou vab en doe ganti: Ercole Iañ d'Este ha Sigismondo d'Este.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://en.wikipedia.org/wiki/Niccol%C3%B2_III_d'Este
  2. http://trionfi.com/0/d/13/index.php