Stella de' Tolomei

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ugo d'Este, he mab henañ
Leonello d'Este, hec'h eil mab

Stella de' Tolomei (?), anavezet ivez evel Stella dell'Assassino, a oa merc'h da Giovanni de' Tolomei.

Pried-kleiz e oa da Niccolò III d'Este, markiz Ferrara ha pried Gigliola da Carrara eus 1397 betek marv e wreg e 1416. Tri mab he doe digantañ :

  • Ugo (1405 - Ferrara, 21 a viz Mae 1425);
  • Leonello (1407-1450);
  • Borso (1413 - 20 Eost 1471).
Borso d'Este, he zrede mab

Petra bennak m'en doa prometet Niccolò dimeziñ ganti ne reas ket, ha gwell e kavas ober un dimeziñ politikel gant Parisina Malatesta[1][2], merc'h da Andrea Malatesta, aotrou Cesena, ha nizez da Carlo Malatesta, aotrou Rimini.

He mab henañ Ugo a orgedas ouzh e lezvamm Parisina, hag an daou zen yaouank a voe kondaonet d'ar marv gant ar markiz dogan ha dibennet.

Anavezet e voe Leonello ha Borso evel mibien wirion gant ar pab Ujan IV[3], dont a rejont da vezañ markizien Ferrara pa varvas o zad, harluet ganto mibien reizh Niccolò, da lavarout eo Ercole ha Sigismondo ganet eus e bried Ricciarda di Saluzzo. E 1471 e voe anvet Borso da zug[4].

Beziet e voe Stella en iliz San Francesco[5].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://www.parente.fe.it/maria_teresa_mistri/ferrara/fatti_miracoli_leggende/ugo_e_parisina.htm
  2. http://sauvage27.blogspot.com/2008/02/parisina-malatesta-deste.html
  3. http://espresso.repubblica.it/dettaglio-local/Le-grandi-donne-L-altra-%C2%ABmeta%C2%BB-degli-Estensi/1934269
  4. http://search.alice.it/search/cgi/search.cgi?qs=Stella+de%27+Tolomei&dom=s&site=&filter=1&lr=&hits=10&offset=10
  5. http://scorpion73.splinder.com/archive/2007-08