Mont d’an endalc’had

Azzo X d'Este

Eus Wikipedia

Azzo X d'Este (13441415) a oa ur priñs italian ha condottiero, eus Tiegezh Este.

Ganet e oa en un eilskourr eus an tiegezh, ha nac'h a reas anavezout aotrouniezh Niccolò III d'Este e Ferrara, pa oa mab bastard ar markiz Alberto d'Este, goude ma oa gwarezet hennezh gant ar pab Benead IX ha Republik Venezia. C'hwitet e daol gant Azzo da gontammiñ e gevezer, ha krouet gantañ ur gompagnunezh goprsoudarded gant skoazell gwizien d'an tiegezh Este. Klask a reas aloubiñ douaroù markizelezh Ferrara met trec'het e voe gant Azzo da Castello, hag en em dennañ a reas e Modena. E 1395 , marvet Castello, setu Azzo adarre gant un armead 8 000 soudard da glask aloubiñ Ferrara adarre. En taol-se e voe trec'het adarre en emgann Portomaggiore gant arme Venezia, ha bac'het. Harluet e voe neuze da Gandia (Kreta).

Mervel a reas e Venezia e 1415.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Chiappini, Luciano (2001). Gli Estensi. Mille anni di storia. . Diwar-benn an tiegezh Este.