New World (c'hoari video)
| Titl | New World |
|---|---|
| Tachenn | MMORPG, RPG, c'hoari video birvidik-avantur |
| Diorroer | Amazon Game Studios |
| Ti-embann | Amazon Game Studios |
| Savenn | Microsoft Windows |
| Deiziad embann | 28 Gwe 2021 |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Dasparzher | Steam, Amazon (embregerezh) |
| Notenn ar varnouriezh | 72/100, 48% |
| Bet kinniget evit | The Game Awards − Best Multiplayer, Steam Award for Game of the Year |
| Doare c'hoari | c'hoari video liesc'hoarier |
| Lusker grafik | Amazon Lumberyard, Open 3D Engine |
| Trobarzhell dont tre | touchennaoueg, logodenn |
| Diaz embann | pellgargañ niverel |
| Software version identifier | 1.9.3 |
| Renkadur ESRB | Teen |
| Renkadur PEGI | PEGI 16 |
| Renkadur USK | USK 16 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.newworld.com |
| Aotre-implijout | proprietary license |
| Statud ar gwirioù-oberour | gant gwirioù aozer |
| A implij | Easy Anti-Cheat |
| Patrom aferioù | Buy-to-play |
| Endro e-lec'h e tispak | enezenn faltaziek |
| Kenglotus gant | Linux |
| Announcement date | 2016 |
New World zo ur c'hoari video liesc'hoarier doare MMORPG sevenet gant Amazon Game Studios ha da vezañ embannet d'an 31 a viz Eost 2021. Ar c'hoari a oa sañset bezañ embannet e miz Mae 2020, nemet e voe daleet dre ma vanke labour warnañ. Embannet eo bet d'an 28 a viz Gwengolo 2021.
An istor a dremen e-kreiz ar XVIvet kantved, ar c'hoarierien a zo trevadennerien o erruout war un enezenn er Meurvor Atlantel diazezet war Amerika trevadennet gant Breizveuriz, Spagnoliz ha Portugaliz. Doare ar c'hoari a zo unan buy-to-play hep koumanant viziek met gant gant ur stal enlinenn memestra.
Embannet eo bet New World: Aeternum war PlayStation 5 hag Xbox heuliadoù X/S d'ar 15 a viz Here 2024. Evit ul lodenn ez eo un adsevel eus ar c'hoari diazez, evit ul lodenn all ez eus bet ouzhpennet nevezintioù. Un adsevel doare stirad skinwel, New World: The Once and Future King, a zo bet embannet d'an 10 a viz Kerzu 2024 evel ul lodenn eus Secret Level, gant mouezhioù Arnold Schwarzenegger, Steven Pacey, Gabriel Luna, Arazou, Dana Haqjoo, ha Carlo Rota.