Neodimiom
| ||||
---|---|---|---|---|
Prazeodimiom – Neodimiom – Prometiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 60 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 144,240 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f4 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 22, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,14 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 533,081 kJ/mol 2 : 1 034,322 kJ/mol 3 : 2 132,324 kJ/mol 4 : 3 898,004 kJ/mol | |||
Skin atomek | 239 pm | |||
Skin kenamsav | 188 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 7 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 016 °C | |||
Bervverk | 3 074 °C | |||
Tredanharzusted | 643 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
| ||||
Un elfenn gimiek eo an neodimiom ; Nd eo e arouez kimiek, 60 e niver atomek ha 144,240 e dolz atomek.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1839 e tizoloas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander an didimiom, a zo ur meskaj eus tri douar rouez ; unan anezho eo ar c'heriom 58Pr, bet dizoloet gant Axel Erdmann e 1839 ivez.
E 1885 e voe hiniennekaet an div elfenn all gant ar c'himiour aostrian Carl Auer von Wesbach : ar prazeodimiom 58Pr hag an neodimiom 60Nd.
Eus ar gresianeg νέος neos, "nevez", ha διδύμος didumos, "gevell" e teu neodimiom : kevret gant keriom ha prazeodimiom en e gaver er c'hailhoù.
Kenderc'hadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hailhoù bastnäsit (Pr,La,Y)CO3F ha monazit (Pr,La,Th,Nd,Y)PO4 pergen e kaver neodimiom.[1].
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur metal liv an argant gwenn, blot, govelius hag orjalennus eo an neodimiom.
Buan e vez oksidet en aer ; diskolpañ a ra an oksidenn, ar pezh a laka muioc'h a vetal en aer : goude ur bloavezh ne chom nemet oksidenn neodimiom[2].
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Par da re ar c'heriom ha re ar prazeodimiom eo perzhioù kimiek an neodimiom.
- E 150°C e tev an neodimiom da reiñ oksidenn neodimiom(III) :
- 4 Nd + 3 O2 → 2 Nd2O3
- Dazgwerediñ gorrek e ra Pr gant dour yen, ha buan gant dour zomm da reiñ hidroksidenn neodimiom(III) :
- 2 Nd [k] + 6 H2O [d] → 2 Nd(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][3]
- Gant an holl halogenoù e tazgwered an neodimiom diouzhtu :
- 2 Nd (k) + 3 F2 (g) → 2 NdF3 (k) [liv mouk]
- 2 Nd (k) + 3 Cl2 (g) → 2 NdCl3 (k) [gell-mouk]
- 2 Nd (k) + 3 Br2 (g) → 2 NdBr3 (k) [mouk]
- 2 Nd (k) + 3 ||iod|I]]2 (g) → 2 NdI3 (k) [gwer]
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus Nd-124 betek Nd-161 ez astenn skalfad izotopoù an neodimiom.
Pemp izotop stabil a gaver en natur : 142Nd, 143Nd, 145Nd, 146Nd ha 148Nd, Nd-142 o vezañ an hini stabilañ.
Skinizotopoù zo anavezet ivez, 33 anezho, ar re stabilañ o vezañ Nd-144 hag Nd-150 ; en natur e vezont kavet.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
142Nd | 27,2 | Stabil, 82 neutron | |
143Nd | 12,2 | Stabil, 83 neutron | |
144Nd | 23,8 | 2,29 x 1015 bloavezh | 140Ce (dre skinoù α) |
145Nd | 8,3 | > 6 x 1016 bloavezh | 141Ce (dre skinoù α) |
146Nd | 17,2 | Stabil, 86 neutron | |
148Nd |
5,7 |
> 3 x 1018 bloavezh |
144Ce (dre skinoù α) |
148Sm (dre skinoù β) | |||
150Nd | 5,6 | 6,7 x 1018 bloavezh | 150Sm (dre skinoù β) |
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Oksidenn neodimiom (Nd2O3) a lakaer er gwer evit e livañ en ur skalfad em astenn eus mouk betek ruz teñval ha griz. Hervez natur ar gouloù (naturel pe get) a sko warni e kemm arliv ur glogorenn fardet gant 5% neodimiom.
- Ar gwarelloù galloudusañ a anavezer eo ar re fardet gant neodimiom (Ne2Fe14B). Gouest int da sevel tolzadennoù mil gwezh brasoc'h eget o zolz dezho. Skañvoc'h, kreñvoc'h ha marc'hadmatoc'h int eget ar gwarelloù fardet gant samariom ha kobalt (SmCo5), hogen koll a ra ar gwarelloù Ne2Fe14B o galloud er gwrezverkoù uhel ha techet e vezont da verglañ, ar pezh na c'hoarvez ket gant SmCo5, a chom stabil bepred.
- E kement degouezh ma ranker ober gant gwarelloù bihan, skañv ha kreñv ez arverer neodimiom : da fardañ klevelloù, korrglevelloù evit ar binvioù-seniñ (ar gitaroù-tredan, da skouer), uhelgomzerioù, selaouelloù, kantennoù kalet an urzhiataerioù.
- Er c'hefluskerioù-tredan en o implijer ivez, evel el lunelloù aerlistri, en aerluzelloù hag er c'hirri hiron — war-dro 1 kg a neodimiom zo e keflusker ur c'harr hiron[4]
- Ionennoù neodimium a implijer da fardañ strinkennoù evel Nd:Y3Al5O12, LiYF4 ha YVO4 a-benn amplaat hordennoù skinadoù laser e rann danruz ar skalfad tredanwarellek (700 nm-1 mm o zrohed). Bukelloù-laser, gwer pe ruz liv an hordenn, a reer gant hevelep strinkennoù goude bezañ o zroet e gouloù gwelus dre gemmañ an trohed. Da ziskouez stlennoù pouezus war ur skramm e talvezont, e-kerzh kentelioù pe brezegennoù.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ United States Geological Survey
- ↑ Metallium Inc. (en) Liamm oberiant 15 GEN 13
- ↑ Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
- ↑ GORMAN Steve, As hybrid cars gobble rare metals, shortage looms Reuters, 31 EOS 09 (en) Liamm oberiant 19 GEN 13
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |