Mont d’an endalc’had

Neñv

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
neñv
religious concept
Iskevrennad eusupper world Kemmañ
Rann eusheaven and hell Kemmañ
Arvezintermediate state Kemmañ
Hashtagheaven Kemmañ
Enebet ouzhIfern Kemmañ
Dante ha Beatrice o sellet ouzh an neñv. Skeudenn gant Gustave Doré evit an "Divina Commedia" (1892).

An neñv (gourel; liester : neñvoù) a zo ar pezh a weler a-us pa vezer er-maez. Pa vez gwelet e pep roud-avel ma troer outañ e seblant ez eus ur seurt bolzenn ha diouzh-se e vez anv eus bolz an neñv. En neñv e weler meur a veteorenn da lavaret eo an traezennoù izel hag uhel a c'heller merzout a-hed mareoù an deiz hag an noz.

An neñv hag an oabl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg e vez lakaet kemm etre an neñv hag an oabl, hemañ eo ar pezh a zo gwelus (meteorennoù ha fenomennoù meteorologel : avelioù, glav, erc'h...) hag an neñv a vez miret evit al lec'hioù termenet gant ar relijionoù evel annez an doueoù hag an nerzhioù uhelvedoniel. A-wechoù koulskoude e kaver ar ger "neñv" implijet gant ster fetis a zo d'an oabl koulz er yezh komzet hag el lennegezh. Amañ dindan e vo graet gant ar ster relijiel-se.

Hervez keltiegourien zo e c'hellfe dont ar ger neñv eus ur wrizienn hengeltiek hag a dalvezfe "kromm" (gwelet ar skeudenn "bolz an neñv"). E henvrezhoneg e kaver ar furm nem (iwerzhoneg ha gouezeleg: neamh, kerneveureg nêf, kembraeg nef). Tost eo ar ger neñv ouzh ar galianeg "nemeton" a zo roud anezhañ en anv Koad-Neved e Lokorn hag er Yeuc'h (Kerne - Penn-ar-Bed). Er ger kanevedenn e weler kamm+ neñv, da lavaret eo ar gammell santel a vez anvet gwareg-an-neñv a-wechoù. Unan eus lodennoù an anv-familh Kaneved eo ivez.

En testennoù relijiel e vez kaoz eus an neñvoù pa veze kredet e vije meur a live neñv, pep hini gant un neuz dezhañ. En Henamzer e veze kaoz eus ar seiz neñv, ar re gentañ evit ar veteorennoù (heol, loar, koumoul, stered...) hag ar re all evit ar boudoù doueel.

P'eo Jeruzalem ar gêr pouezusañ evit ar Gristenien e vez kaoz eus Jeruzalem an Neñvoù el lennegezh kristen. Skeudenn ar baradoz da vezañ klasket mont enni eo, ul lec'h ma vefe bevet ur vuhez eus ar plijusañ goude ar marv. Sevel un heñvelskeudenn eus Jeruzalemm an Neñvoù eo bet pal saverien an ilizoù-meur er Krennamzer|Grennamzer (Sellet ouz Arkitektouriezh gotek). Porzh an neñv a zo un anv all evit ar baradoz.

Gerioù ha pennadoù liammet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]