Mont d’an endalc’had

Mourieg

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Morieg.
Mourieg
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Moréac
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Mourieg (pennlec'h)
Kod kumun 56140
Kod post 56500
Maer
Amzer gefridi
Pascal Roselier
2014-2026
Etrekumuniezh Kreiz Mor-Bihan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Pondi
Lec'hienn Web (fr)www.moreac.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 692 ann. (2022)[1]
Stankter 61 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 55′ Norzh
2° 49′ Kornôg
/ 47.92, -2.82
Uhelderioù kreiz-kêr : 120 m
bihanañ 57 m — brasañ 149 m
Gorread 60,3 km²
Lec'hiañ ar gêr
Mourieg

Mourieg a zo ur gumun e Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h kanton Mourieg eo abaoe 2015.

Erwan Vallerie ː Moriacum, 1008; Moreyac, 1273; Moreiac, 1280; Moreac, 1387

"Rannet; ouzh 1 daourannet en gul e nav mailhenn en aour, 3, 3, 3; ouzh 2 troc'het, ouzh 1 en glazur e groaz eoriet ha divouedet en argant, ouzh 2 en argant e deir dreustell en gul"[2]
  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Mourieg e 1790; gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Mourieg e kanton Logunec'h; e distrig Pondi e oa. Miret ha brasaet e voe kanton Logunec'h e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet Mourieg en arondisamant Pondi bet krouet e 1800[3],[4].
  • 188 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, da lâret eo 5,78 % eus he foblañs e 1911[5].
  • D'ar 5 a viz Gouhere 1944 e voe tapet 3 450 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[6].
  • Mervel a reas 19 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ur gwaz a varvas[5].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Église Saint-Cyr de Moréac.JPG|An iliz katolik.

  • Iliz katolik Sant Kirig, 1718-1730.
  • Monumant ar re varv.
  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 2000.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet 80 skoliad er skol divyezhek (19,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[7].
  • Ur skate-park 'zo e Mourieg.

Kevredigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
de l'Aage (pe de Lage) [8]. En aour e erez daoubennek en gul, pigoset hag iziliet en glazur
Berthou

Aotrounez Roskoed

En aour e sparfell en sabel, e benn ouzh kleiz, ur skourrig c'heotet en e bav dehoù, heuliet gant teir rodig-kentr en sabel.
du Roscoët

Aotrounez al lec'h se

En argant e deir rozenn en gul, skoret en geot

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 1 = Rohan; 2 = Familh Mourieg (1301); 3 = Lanvaoz. * Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. Froger SA. 1999.
  3. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 231
  4. (fr)Cassini - EHESS - Mourieg - Fichenn ar gumun
  5. 5,0 5,1 ha5,2 (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
  6. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 232
  7. (br)Kelenn
  8. (fr)Aotrounez Mourieg.