Jelvestr Seveno
Neuz
Jelvestr Seveno (1864-1925) a oa ur skrivagner a lakaas meur a levr relijion e brezhoneg Gwened (31 levr meneget e Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien).
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Mourieg, da zeiz diwezhañ ar bloaz 1864, setu a belec'h e teu e anv-badez, ha mervel a reas e Gwened d'an deiz diwezhañ a viz Genver 1925[1].
E kloerdi Santez-Anna-Wened e reas e studi kent monet da gloerdi ar Misionoù.
Skrivet en deus pennadoù evit ar gelaouenn Dihunamb[2].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-mesk e oberennoù emañ :
- Histoér er perhinded a Santez Anna, Guéned. Mollereh Lafolye. 1907.
- Histoér en Iliz, é ber girieu, Ti-moul. Normand, Henbont, 1912, in-8, 107 p.
- Buhé en eutru Viannei, Person Ars. Normand. Hennebont. 1912.
- Histoér er Vretoned, Imprimerie Normand, An Henbont. 1913.
- Er guir devosion é kevér er Huerhiéz Vari revé en Eutru Grignon de Montfort, Imprimerie Normand. Henbont. 1915.
- Treiñ a reas En Nor ag er Vuhé Devot, embannet e Gwened e 1917, diwar an Introduction à la vie dévote gant Sant Frañsez a Sal, a oa bet troet dija gant Charlez ar Brizh hag embannet e 1709, anvet neuze, Introduction dar Vuez Devot.
- Buhé Sant Uisant Ferrié, patrom eskopti Guened, Mollereh er vreder Lafolye. Gwened. 1919.
- Er burhudeu ag er purgatoér, Vannes. Imprimerie Lafolye Frères & Cie. 1922.