Meurlarjez
Meurlarjez (eus Meurzh al larjez), pe Mallarje ha Mallarjez (e Treger), pe Mallarde (e brezhoneg Gwened), pe Meurzh al Lard, pe an Ened (e Douarnenez) eo anv an deiz, ur Meurzh, a zo 47 deiz a-raok Sul Fask er relijion gristen.
Relijion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek ar bloavezhioù 1960 e oa urzh gant an Iliz da chom hep debriñ kig e-pad ar C'horaiz. An dra-se a oa ober vijil ha debret e veze pesked ha vioù e-lec'h kig. Pa groge ar C'horaiz d'ar Merc'her al Ludu e oa ar Meurzh just a-raok un devezh gouel hag e klaske an dud kaout dudi a-raok un amzer trist a-walc'h ma ne c'hallent ket kaout plijadur. Setu perak, er Grennamzer, e veze graet traoù sot evel kas loened d'an iliz.
Treuzwiskañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chomet eo bev kustum an dic'hizañ, pe treuzwiskañ, hag e meur a gêr ha kêriadenn e weler dibunadegoù tud treuzwisket. Maskloù a vez gant an dud hag aozet e vez balioù gant maskloù ivez. Gouelioù Meurlarjez, pe gentoc'h ar Meurzh Ened, pe an Ened e Douarnenez a zo chomet bev-mat.
E Breizh-Izel e veze lidet Meurlarjez. E Kerne-Izel e veze graet ivez gant an Ened hag e veze poazhet kouignoù anvet "kouignoù an Ened". Er Vro-Vigoudenn e oa giz ar chotenn.
Dre ar Bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo Meurlarjez Orleañs Nevez, e SUA, e Rio de Janeiro hag ivez e kêr Kebek, e-lec'h ma vez graet ar gouel en-dro d'ar Bonhomme Carnaval.
Krennlavaroù diwar-benn Meurlarjez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwell un tamm bemdez / Eget re da Vallarjez.
- Malarjez e toull an nor, / Pask e-tal an tan.
- Mallarjez, Mallarjez / Me 'garje 'vije bemdez / An eost div wech ar bloaz / Ha Gouel Mikael bep seizh vloaz.
- Mar deuje Meurlarjez teir gwezh ar bloaz / E lakafe an dud da redek en noazh. War a seblant, n'eo ket e Rio de Janeiro hepken e oa ar c'hiz da foetañ arc'hant da lidañ Malarjez.
Anvioù-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mallarje ha Mallarde zo anavezet evel anvioù-tiegezh.
Perak Mallarjez ha n'eo ket Malarje
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelloc'h eo skrivañ Mallarjez gant daou-L dre ma teu diwar ar gerioù meur + larjez/lardez, R meur o vont da L. Lakaat ar Z a zo mat dre ma teu diwar ar ger larjez pe lardez,an druzoni loen.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meurlarjez, pezh-c'hoari gant Roparz Hemon.