Mont d’an endalc’had

Mathurine Fourchon

Eus Wikipedia

Ganet e oa bet Mathurine Fourchon e 1786 e Gwalc'hion e departamant an Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Ur soudardez c'hall e oa. Ar seizhvet maouez eo da vezañ medalennet gant al Lejion a Enor[1].

Mathurine Fourchon a ziskouezas emzalc'hioù harozek e-pad seziz Konstantin, en Aljeria, e miz Here 1837. Eno e pareas ar re gloazet. Gloazet e voe gant peder bolotenn.

E 1853, dindan ren Napoleon III, e voe medalennet Mathurine Fourchon gant Urzh Impalaerel al Lejion a Enor evel gopr evit he c'henlabour. Koulskoude, he medalenn a zo abeg da dabutoù[2].

Goude he micher vilourel en em stalias Mathurine Fourchon e Sant-Maloù a-raok mont war he leve da Naoned. Mervel a reas eno d'an 9 a viz Ebrel 1863[3], en dienez. Gant kêr Naoned e voe paeet frejoù an obidoù.

Beziet eo e Bered La Bouteillerie e Naoned[4].

Bez Mathurine Fourchon

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Commémoration au cimetière de la Bouteillerie à Nantes - Mathurine Fourchon [1]
  2. La Nouvelle Revue - 1añ a viz Gwengolo 1917 - Page 248 - Léonce Grasilier - BNF Gallica : Diwar-benn “an itron Perrot, ganet Françoise-Mathurine Fourchon: Resevet he dije enorioù milourel war he bez ha meneg eus he medalenn a vije bet graet en he zesteni marv e marilh keodedel ti-kêr Naoned, d’ar 6 a viz Ebrel 1863 ... E berr gomzoù, hini ebet eus ar merc'hed-se ne voe lakaet da varc'heg al Lejion a Enor, hini ebet ne voe medalennet zoken. » Gallica
  3. La Presse, 15 avril 1863[2]
  4. E Bered La Bouteillerie e Naoned – Mathurine Fourchon[3]