Maryse Hilsz

Eus Wikipedia
Maryse Hilsz

E 1935, dirak he Mauboussin M.122
Ganedigezh Marie-Antoinette Hilsz
7 Meurzh 1901
Levallois (Seine)
Marv 30 Genver 1946
Bény (Ain)
Broadelezh  Gall

Micher Harzlammerez
Levierez
Breved Niv. 1293, 30 Ebrel 1930
Ar Morane MS.60 Moth diwezhañ (1989)
Maryse Hilsz e Bangkok (02/1934)

Marie-Antoinette "Maryse" Hilsz (Levallois, 7 a viz Meurzh 1901Bény, 30 a viz Genver 1946) a voe un harzlammerez hag ul levierez c'hall, ofiserez en Aerlu gall. Brudet eo dre uhelder ha padusted he nijadennoù. Diouzh tu ar Rezistañs e voe e-pad an Eil Brezel-bed a-raok mervel en ur gwallzarvoud karr-nij.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur familh elzasat divroet da Bariz e 1870 evit chom gall e voe ganet Marie-Antoinette da François Hilsz, barazher, hag Eugénie Letourneur e wreg. Buan e voe graet Maryse eus Marie-Antoinette.
E Levallois ar mare-se e veze fardet nijerezioù el labouradegoù Louis Blériot, Clément-Bayard ha Voisin Frères. P'edo o teskiñ ar vicher a gabellerez e kêr ez ae gant mignoned da sellout ouzh an ardivinkoù nevez-se, alese he c'hoant da nijal ivez. Peogwir n'he devoa na diplom, nag arc'hant nag anaoudeien e metoù an nijerezh ez eas da harzlammerez evit paeañ he breved levierez.
D'ar 24 a viz C'hwevrer 1924 e varvas François Hilsz. D'an 9 a viz Even, Lun ar Pantekost er bloaz-se, e voe aozet ur genstrivadeg harzlammat evit an deraouidi ; a-c'houde al lamm kentañ-se e teskas an doare hag ez eas da harzlammerez nann-soudard a-vicher (tremen 112 lamm) ha d'an 20 a viz Ebrel 1930 e tapas he breved levierez, an niverenn 1293.

Levierez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diouzhtu e fellas dezhi tapout rekordoù.

1930

E 1930 end-eeun e nijas a-us Maroko, Aljeria ha Tunizia.

En hevelep bloaz e reas he beaj hir kentañ : en he unan e tibradas eus Le Bourget d'an 12 a viz Du war bourzh un nijerez Morane-Saulnier MS.60 Moth marilhet F-AJOE[1] a levias betek Saigon hag e pradas e Pariz d'ar 7 a viz C'hwevrer 1931 goude meur a dro-gaer (pradañ dre ret meur a wech, mont war kein un azen davit eoul, ur viñs-tro torr en Istanbul hag all)[2].

1932

E deroù 1932 e tibradas eus Le Bourget adarre hag e levias ur Farman 291 marilhet F-ALUI[3] betek Antananarivo e Madagaskar, ma pradas d'an 31 a viz Meurzh goude un nijadenn 24 000 km ; al levierez kentañ e voe o treuziñ ar Sahara en he unan.
D'an 19 a viz Eost en hevelep bloaz ez eas ganti rekord an uhelder evit ar merc'hed e Villacoublay (en Yvelines hiziv), gant 9 791 m ; anvet e voe da Varc'hegez al Légion d'honneur goude an nijadenn-se.

1933

E 1933 e nijas eus Pariz betek Ha Noi e 5 devezh hepken – ur rekord all – hag e tistroas dre Dokyo. Da Woman of the Year ("Maouez ar Bloaz") e voe dilennet gant ar Fédération Aéronautique Internationale, a-gevret gant Amelia Earhart[4] ; an Harmon Trophy stadunanat 1933 a voe deroet dezhi ivez.

1934

D'an 18 a viz Even 1934 e varvas al levier André Salel, a oa bet karantez Maryse Hilsz abaoe deroù ar bloavezhioù 1930, e-kerzh leviañ ur c'hentpatrom Farman F.420-01 e Châteaufort (en Yvelines hiziv). Al levierez a lakaas sevel en nijva ur maen-koun en e enor ha hini e vekanikour Roger Robin.
Er bloaz-se e torras he rekord Pariz-Ha Noi pa nijas e-pad 5 devezh c'hoazh, met dre Golkata, Saigon, Ha Noi ha betek Tokyo ; ur Bréguet 330[5] marilhet F-AKFM[6] ha lesanvet Joe III eus an Aerlu gall kaset gant ur c'heflusker 650 marc'h-nerzh e oa an nijerez, ha pa zistroas da Vro-C'hall e voe kaset Maryse Hilsz dre Greizeuropa da ziskouez an ardivink.

1935

E 1935 ez eas ganti Kib Hélène Boucher pa nijas a Vuc (en Yvelines hiziv) da Ganas e 2 eurvezh ha 29 munutenn[7].

1936

D'an 23 a viz Even 1936 ez eas gant Maryse Hilsz rekord uhelder ar merc'hed gant 14 310 m[8],[9],[10] gant ur[11] ; ganti edo ar rekord-se c'hoazh e 1948[12].
D'ar 29 a viz Eost ez eas ganti Kib Hélène Boucher adarre pa nijas a Vuc da Ganas en 1 eurvezh, 52 munutenn ha 43 eilenn gant un nijerez Caudron-Renault 685 Super Rafale[13] a nijas da 366,760 km/h keitat[14].
E miz Du, p'edo o klask pilat rekord tizh ar merc'hed, e voe strinket a-ziwar he c'hador ; a-drugarez d'he harzlamm e voe saveteet.

Rezistañs hag aerlu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 1941 ez emezelas Maryse Hilsz e rouedad Buckmaster ar Rezistañs. E-kerzh unan eus he c'hefridioù e rankas pradañ e Turkia.

E 1944, maodiern an Aer e gouarnamant kentañ Charles de Gaulle a zivizas krouiñ Korf kentañ al levierezed milourel diwar skouer ar re a oa bet savet gant Marina Raskova en URSS e-kerzh an Eil Brezel-bed. Levierezed gall brudet a voe galvet, Maryse Bastié, Élisabeth Boselli, Anne-Marie Imbrecq, Élisabeth Lion ha Maryse Hilsz en o zouez. Goude ur predad embreger e Châteauroux hag ur c'helc'hiad studioù e Tours e voe degemeret an holl anezho. Maryse Hilsz a voe an hini gentañ o vout anvet en Aerlu gall ; isletanant e voe er GLAM (Groupe de Liaisons Aériennes Ministérielles).
D'an 30 a viz Genver 1946, p'edo o nijal kostez Bourg-en-Bresse e-kerzh ur veaj a Villacoublay da Varinhana (Bouches-du-Rhône) e frimas lankerioù he Siebel Si 204 GLAM, tarzhañ a reas lost an nijerez, ha lazhet e voe ar skipailh : al levierez hag an tri isletanant all a oa war vourzh[15].
Da heul ar gwallzarvoud-se (hag abalamour ma oa bet anvet maodiern an Aer d'ur post all) e paouezas an Aerlu gall da duta levierezed.

E bered Levallois-Perret emañ bez Maryse Hilsz[16].

  • E 1972 e voe embannet un timbr 10 lur gall en enor da Hélène Boucher ha Maryse Hilsz (gant he Morane-Saulnier 60 Moth F-AJOE)[17].

Rekordoù (etrebroadel, merc'hed)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deiziad Rekord Lec'h Nijerez
12/11/1930 – 07/02/1931 Hed : > 20 000 km Le Bourget-Saigon-Le Bourget Morane-Saulnier MS.60 Moth F-AJOE
31/03/1932 Hed : 24 000 km Le Bourget-Antananarivo Farman 291 F-ALUI
19/08/1932 Uhelder : 9 791 m Villacoublay
1933 Hed ha padelezh (5 devezh) Pariz-Tokyo-Pariz
1934 Hed (c. 35 000 km) ha pedelezh (5 devezh) Pariz-Tokyo-Pariz Bréguet 330 "Joe III" F-AKFM
1935 Tizh (2e 29', 276 km/eur) Buc-Canas
23/06/1936 Uhelder : 14 310 m Villacoublay Potez 506
29/08/1936 Padelezh : 1e 52' 43" Buc Caudron-Renault 685 Super Rafale

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Golden Years of Aviation.
  2. Kartenn.
  3. (en) Golden Years of Aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (en) LONG, Elgen M. & LONG, Marie K. : Amelia Earhart – The Mystery Solved, Sion & Schuster, 1999 (ISBN 978-0-7432-0217-6)En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (fr) Bréguet 1918-1939 p. 21. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (en) Golden Years of Aviation. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  7. (fr) Kartenn.
  8. (fr) HIRSCHAUER L. & DOLLFUS Ch. : L'Année aéronautique 1936–1937, Dunod, 1937 – En-linenn. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  9. (fr) L'Aérophile niv. 12, Kerzu 1937 p. XXIII — skrivet *Milsz, ha 07/07/1936 eo an deiziad. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  10. (fr) L'Aérophile, Even 1946. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  11. (fr) Potez 506
  12. (en) Flight, 29/01/1948. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  13. (fr) Aviafrance. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  14. (fr) L'Aérophile niv. 12, Kerzu 1937 p. XXII. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  15. (fr) Air Journal, 30/01/2011. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  16. (fr) Cimetières de France et d'ailleurs. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  17. (fr) WikiTimbres. Kavet : 24 Mezheven 2019.