Marthe Niel
Marthe Niel
| |
---|---|
E 1910 | |
Ganedigezh | Marie-Ange Denieul 29 Kerzu 1878 Pempont |
Marv | 18 Du 1928 Roazhon |
Broadelezh | Breizh |
Micher | Levierez |
Breved | Niv. 226 29 Eost 1910 |
Marthe Niel, bet ganet Marie-Ange Denieul d'an 29 a viz Kerzu 1878 e Pempont hag aet da Anaon d'an 18 a viz Du 1928 e Roazhon, a oa un nijerez vreizhat. Bez' e voe an eil maouez o tapout he breved levierez e Frañs, e 1910, nebeud goude Raymonde de Laroche, hag an hini gentañ war un nijerez unplaenek.
Ganet e voe e kêriadenn Le Cannée e Pempont, merc'h d'ar c'houer Joachim Denieul ha d'e wreg Marie-Joseph Saget.
D'an 9 a viz Mae 1900, pa oa-hi keginerez e Pariz, e timezas gant ar marc'hadour gwin Pierre-Firmin Fontalbat. Pevar bloaz goude e voe torret an dimez.
E miz Ebrel 1910 e krogas da gemer kentelioù leviañ e skol ar saver nijerezioù elzasat Paul Koechlin (1881–1916) e Mourmelon-le-Grand en arondisamant Châlons-en-Champagne (Marne)
D'an 29 a viz Eost e tapas ar breved niverenn 226 digant an Aéroclub de France war un ardivink unplanek Koechlin 35 marc'h-nerzh galloud e geflusker[1].
Adal neuze e tibabas Marthe Niel
da anv e metoù an nijerezh.
Diouzhtu e kemeras perzh e nijadegoù. A-raok bezañ brevedet zoken e voe gant daou garr-nij en "Eil sizhun veur an nijerezh e Champagn" e Reims, d'ar 6 a viz Gouere 1910[2]. ; ne oa ket ar vaouez nemeti, pa nijas Raymonde de Laroche hag al levierez velgiat Hélène Dutrieu (1877–1961) ivez.
En hini gentañ goude he breved, e Dijon (22–25 a viz Gwengolo 1910), e voe Marthe Niel ar vaouez nemeti a-douez 7 den ; gant Marcel Hanriot (1894–1961), 16 vloaz, ez eas an darn vuiañ eus ar prizioù, petra bennak ma oa anezhañ yaouankañ nijer Europa[3]; ur priz dibar a voe deroet da Varthe Niel[4].
Goude-se e nijas e Stockel e-kichen Brusel (Here 1910), Periguers (Ebrel 1911), Galhac (Mae 1911), Tula (Gouere 1911) hag Ussèl (Eost 1911).
D'an 18 a viz Du 1915 e timezas gant Paul Koechlin, a voe lazhet d'ar 17 a viz Eost 1916 en Emgann ar Somme. Goude ar Brezel-bed kentañ, d'ar 5 a viz Eost 1919, e timezas gant Raymond Clerc e Sant-Maloù-Benion.
E Roazhon e varvas Marthe Niel, oadet a 49 bloaz, d'an 18 a viz Du 1928 a-c'houde un oberatadenn.
-
Nijerez breved Marthe Niel
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- LEBOW, Eileen F. : Before Amelia – Women Pilots in the Early Days of Aviation, Potomac Books, 2003 (ISBN 978-1-61234-225-2)
- ROBINEAU, Lucien : Les Français du ciel – Dictionnaire historique, Le Cherche Midi, 2005 (ISBN 978-2-7491-0415-7)
- MARCK, Bernard : Elles ont conquis le ciel – 100 femmes qui ont fait l'histoire de l'aviation et de l'histoire, Arthaud, 2009 (ISBN 978-2-7003-0121-2)
- BUSCH, Philippe : Une passion jusqu'au ciel – Marthe Niel et Paul Koechlin, Éditions de l'Officine, 2016 (ISBN 978-2-35551-245-2)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) 'Encyclopédie de Brocéliande'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- (fr) 'Meetings aériens historiques'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) 'Les Vieilles Tiges'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'La deuxième grande semaine d'aviation de la Champagne, juillet 1910, p. 14. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (fr) 'Marcel Hanriot, p. 7. Kavet : 24 Mezheven 2019.
- ↑ (en) 'Early Aviators'. Kavet : 24 Mezheven 2019.