Hélène Dutrieu

Eus Wikipedia
Hélène Dutrieu

War-dro 1915
Ganedigezh 10 Gouere 1877
Tournai
Marv 26 Mezheven 1961
Pariz
Broadelezh  Belgiat (betek 1922)
 Gall (adalek 1922)

Micherioù Rederez war varc'h-houarn
Levierez
Aktourez
Faragouellerez
Kazetennerez

Breved Niv. 27 (e Belgia)
25 Du 1910

Lesanv La flèche humaine
The Girl-Hawk[1]

Hélène Marguerite Dutrieu, bet ganet d'an 10 a viz Gouere 1877 e Tournai hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Mezheven 1961 e Pariz, a oa un nijerez velgiat. Ur rederez war varc'h-houarn, ur faragouellerez war varc'h-houarn ha war varc'h-tan, ul levierez herrgirri hag ambulañsoù e voe ivez, koulz hag un aktourez ha renerez un ospital milourel.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 10 a viz Gouere 1877 e Tournai (Hainaut) e voe ganet Hélène Dutrieu, merc'h da Florent Désiré Dutrieu, ofiser el Lu Belgiat, ha d'e wreg Marie Clotilde Van Tieghem ; ur breur henañ he devoa, Eugène, bet ganet d'ar 26 a viz Here 1872 e Tournai ivez. Diwezhatoc'h e tilojas an tiegezh da Lille, e Bro-C'hall, ma tigoras ul livadennerezh.

Marc'hhouarnerezh
War-dro 1896

D'an oad a 14 vloaz e paouezas Hélène da vont d'ar skol hag e krogas da c'hounit he bara dre vont da rederez war varc'h-houarn – anavezet e oa Eugène er metoù-se dija, koulz e proviñs Tournai hag e norzh Bro-C'hall, hag eñ eo he broudas da vont war an tu-se.[2]

E 1895, oadet 18 vloaz, Hélène Dutrieu a gemeras perzh er redadegoù kentañ aozet evit ar merc'hed war velodrom Tournai. Diouzhtu e tapas rekord an hed redet en un eurvezh, kevret gant al lesanv La flèche humaine. Buan e troas da rederez a vicher, hag ez eas da Bariz da glask fred. Dre ma c'houneze sammadoù arc'hant bewech ma c'houneze redadegoù – alies-tre — e c'hallas mont da Vilano en Italia da brederiañ he breur hag a oa bet gloazet e-kerzh ur redadeg. Eno e redas-hi ivez, o c'hounez prizioù e Brescia, Firenze, Napoli ha Roma. Goude un nebeud mizioù e tistroas da Bariz e 1896.
Eno e voe tutet gant ar gourdoner saoz brudet Choppy Warburton (18451897), met pa verzas e veze dopet gantañ e kuitaas ar skipailh hag ez eas da Vro-Saoz da drec'hiñ div vaouez all. A-c'houde ar gur-se e voe pedet Hélène Dutrieu davit te gant Albert Edward, priñs Kembre, a renas dindan an anv Edward VII diwezhatoc'h.[2]

E 1897 ha 1898 ez eas ganti priz kentañ Kampionad an tizh war roudenn en Oostende. E miz Eost 1898 e voe trec'h e Priz Meur Europa e Berlin, hag e miz Du e 12 Days Race ("Redadeg an Daouzek Devezh") Londrez ; er bloaz-se e voe deroet Kroaz Sant Andrev Belgia da gambionadez doubl ar bed gant ar roue Leopold II. Goude-se e paouezas H. Dutrieu da redek ; gant an arc'hant he devoa dastumet e tigoras ur stal dilhad e Lille, ma reas kazeg.

Aktourez

Da Bariz ez eas neuze, ma heulias kentelioù kanañ ha c'hoariva. Ret e voe dezhi dilezel ar c'hanañ, met c'hoari a reas en ur pezh elzasat anvet Mossieu le maire gant Gustave Stoskopf (18691944), ma errue war al leurenn... war varc'h-houarn. Alies e c'hoarias Hélène Dutrieu e meur a bezh, betek ma welas ur skritell hag a vrude faragouell un Amerikan lesanvet Diavolo war varc'h-houarn. E-pad pevar bloaz, adalek 1906 betek 1909, e voe Hélène Dutrieu un aktourez e Pariz.[3]

Faragouellerez

Peogwir e krede start e raje gwelloc'h c'hoazh eget Diavolo e klaskas fred war an dachenn-se. Petra bennak ma oa-hi kampionadez ar bed war roudenn ne voe ket fiziet enni a-fed ober div walenn (looping) war varc'h-houarn evel a veze graet ; pennek an tamm anezhi ez ijinas Hélène Dutrieu un doare efedusoc'h met diaesoc'h d'en ober, hag a voe diskouezet d'an dud e Marsilha e miz Gouere 1903 : looping the loop a-hed 15 metr. La flèche humaine e oa anv an arvest, evel-just. Kement a verzh a reas ar faragouellerez-se ma voe diskouezet e Nimes, Lille, Pariz[4], Londrez[5], Berlin, Leipzig, Wien, Sankt-Peterbourg ha Moskva[2]. E Berlin (1904) e c'hoarias An den-saezh war ur marc'h-tan, hogen kouezhañ a reas hag e rankas chom gourvezet e-pad eizh mizvezh ; biken ken ne glaskas diskouez La moto ailée.[3]
Dizale avat e klaskas Hélène Dutrieu un doare all da vont buanoc'h c'hoazh.

Bleinerez

Bleinañ herrgirri e redadegoù a reas Hélène Dutrieu er bloavezhioù 1904–1907[6].

Levierez
La Demoiselle (1908)
Nijadeg e Burtoon-on-Trent, 1910

E 1908, goude bezañ gwelet La flèche humaine, ar saver nijerezioù Clément-Bayard a c'houlennas digant ar faragouellerez bezañ ar vaouez kentañ o leviañ La Demoiselle, un nijerez unplaenek skañv a oa bet ijinet gant an nijer brazilian Alberto Santos-Dumont (18731932). Asantiñ a reas Hélène Dutrieu ; siwazh, ur c'hwitadenn e voe he nijadenn gentañ e nijva Issy-les-Moulineaux (Hauts-de-Seine hiziv) ha distrujet e voe La Demoiselle. Klask gwelloc'h nijerez a reas an danvez levierez.
D'an 9 a viz Ebrel 1910 e c'hallas nijal e-pad tremen ur c'hardeur e Mouzon (Ardennes), o leviañ un nijerez Farman zaoublaenek kaset gant ur c'heflusker belgiat Vivinus 40 marc'h-nerzh (29,4 kW) e c'halloud. D'an 19 a viz Ebrel e levias an hevelep ardivink adarre ; dre an nijadenn-se voe Hélène Dutrieu al levierez kentañ o kas un treizher ganti.
Adalek 1909 e voe ret bezañ brevedet evit kas un nijerez e Bro-C'hall, neuze ez eas H. Dutrieu da skol Farman e Mourmelon (Marne). D'an 23 a viz Eost 1910 e voe korbellet en arnodenn abalamour d'he broadelezh, ha Raymonde de Laroche e voe ar vaouez kentañ o vezañ brevedet e Bro-C'hall ; ne oa ket ret c'hoazh bezañ brevedet e Belgia, setu ez eas Hélène Dutrieu da gemer perzh en un nijadeg e Blankenberge. Eno, d'an 3 a viz Gwengolo, e nijas betek Oostende ha Brugge kent distreiñ da Vlankenberge ; meur a rekord evit ar merc'hed a dapas dre an nijadenn diarsav-se : kentañ maouez o nijal e-maez kêr, o kas un treizher, o vont hag o tistreiñ en un tenn, rekord an uhelder (~ 400 m), ar padelezh (~ 40 munutenn), an hed (~ 45 km). Goude-se e kemeras perh e nijadegoù all e Belgia, en Izelvroioù hag e Breizh-Veur. A-c'houde kement-se e voe deroet da Hélène Dutrieu ar breved niverenn 27 deiziadet 23/11/1910, an hini kentañ bet deroet d'ur vaouez e Belgia.

E 1910 c'hoazh e nijas en Odesa (Ukraina) hag e New York (SUA) ; d'ar 5 a viz Kerzu ez eas ganti ar Gib Fémina 1910 en Étampes, ma levias e-pad 1 eurvezh ha 9 munutenn a-hed 60,8 km – al levierez kentañ e voe o nijal pelloc'h eget un eurvezh.

En Europa hag en SUA e nijas Hélène Dutrieu a-hed ar bloaz 1911. E Firenze (Italia) ez eas ganti La Coppa del Re (Kib ar Roue), dirak trizek gwaz eus ar re ampartañ ; en SUA e tapas meur a rekord evit ar merc'hed, en o zouez un nijadenn un eurvezh ha kard a-hed 219 km ; d'an 31 a viz Kerzu ez eas ar Gib Fémina ganti adarre (2 eurvezh ha 58 munutenn a-hed 254,8 km).
Bloaz goude e voe digoret an nijadegoù d'un doare ardivink nevez : an dournijerez. Hélène Dutrieu e voe ar vaouez kentañ o leviañ unan, e miz Gouere 1912, war lenn Enghien-les-Bains (Val d'Oise hiziv). Miz goude e voe en un nijadeg e Suis, ma tapas ar maout.

D'an 9 a viz Genver 1913 e voe lakaet H. Dutrieu da Varc'hegezh al Lejion a enor gant ar gouarnamant gall, abalamour d'e rekordoù etrebroadel bet tapet gant nijerezioù gall.

Adalek deroù ar Brezel-bed kentañ e voe berzet d'ar merc'hed nijal. Peogwir e oa ret dezhi chom peg ouzh an douar ez eas Helène Dutrieu da vleinañ ambulañsoù evit luskad ar Groaz Ruz ; buan e voe lakaet da renerez ambulañsoù an ospital Messimy e Pariz. E 1915 ha 1916, diwar goulenn ar jeneral Gallieni (18491916) hag a oa gouarnour milourel Pariz, ez eas da SUA da zistagañ prezegennoù propaganda. Goude he distro da Vro-C'hall e voe anvet da renerezh an ospital milourel Val-de-Grâce e Pariz.

Goude ar bezel ez eas Hélène Dutrieu, 41 bloaz, da gazetennerez. Pevar bloaz goude, e 1922, e timezas gant ar c'hazetenner ha politiker Pierre Mortier (18821946) ; dre-se e tapas ar vroadelezh c'hall. Gant he fried e voe fiziet dezhi melestradurezh e gazetennoù.
Pa varvas P. Mortier e 1946 e tilezas an intañvez kement karg er c'hazetennerezh hag ez eas da vrudañ an nijerezh. Dilennet e voe da veskadoriadez rann ar merc'hed en Aéro-club de France ; e 1953 e voe deroet dezhi Medalenn an Nijerezh Gall ; e 1955 e voe Ofiserez el Lejion a enor ; e 1956 e krouas ar priz benel gall-ha-belgiat anvet Kib Hélène Dutrieu-Mortier a veze deroet bep bloaz d'al levierez he devoa nijet en he unan war an hed brasañ hep pradañ ; e 1958 e voe Ofiserez Urzh Léopold e Belgia.

D'ar 26 a viz Even 1961, da 84 bloaz, ez eas da Anaon en he ranndi e Paris.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ar plac'h-falc'hun.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr)Le Temps, 10/11/1903, p. 2, pennad La flèche humaine (bannoù 3, 4 ha 5). Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. 3,0 ha3,1 (fr) La semaine politique et littéraire de Paris, 12/01/1913. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr) 'L'Universel, 24/09/1903, p. 53. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (en) Star, 20/02/1904. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  6. (fr) Le petit braquet. Kavet : 24 Mezheven 2019.