Mont d’an endalc’had

Maodez

Eus Wikipedia
Gwerenn livet gant sant Vaodez warni en iliz ar Groez-Helean.

Maodez zo anv ur manac'h deuet da Vreizh er Vvet kantved eus Iwerzhon, war a lavarer. Sant Maodez pe Sant Vaodez a vez graet anezhañ peurliesañ. Un anv-badez brezhonek eo ivez.

Abalamour d'e anv eo e kreder ne oa ket brezhon a orin. Meur a zoare zo da skrivañ e anv:

Ganet e vije bet ar sant en Iwerzhon ha mab d'ur roue bihan e vije bet. Lakaet e voe war ar studi en ur manati hag eñ yaouank-flamm c'hoazh. Goude ur vosenn vras e varvas holl e gerent hag e teuas tud da c'houlenn digantañ mont da roue. Goulenn a reas un nozvezh evit en em soñjal. Pediñ start a reas dre aon rak en em goll er bed ha da vintin e oa erru ken gwenn ha ken lous e groc'hen ma kredas d'an dud e oa aet lovr. Hag int kuit. Met antronoz e oa deuet Maodez e-barzh hag e tec'has en ur vag vihan betek Breizh.

En hanternoz Breizh, en arvor Treger, ec'h annezas. Eno, en enezeg Briad, e savas ur peniti war Enez Vaodez. Buhez ar venec'h en inizi zo unan eus doareoù ar gristeniezh keltiek en amzerioù-se, etre ar Vvet hag an XIvet kantved.

Daou ziskibl a oa gantañ, Budog ha Tudual, pe Tudi.

Kaset en dije an naered kuit eus an enez, hag abalamour da se e vez pedet ouzh al loened-stlej, naered hag amprevaned a bep seurt[1].

War an enez e veze gwelet roud eus ul loch mein, lec'h ennañ evit un den, a vez graet Forn Vaodez anezhañ. Tennañ a ra kalz d'ar « ruskennoù » a weler en Iwerzhon en inizi Skellig.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gwelet ar rann 11. 'ENEP D'AL LOENED BULUMUS e-barzh En bro Dreger a-dreuz Parkoù gant Erwan Vertou.