En bro Dreger a-dreuz Parkoù
En bro Dreger a-dreuz parkoù (gizioù, boazioù, skouerioù) zo titl ul levr a zaouzek pajennad ha pevar-ugent bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e miz Ebrel 1985.
Da-heul ur rakskrid gant Pêr Denez e kaver ennañ pemp pennad brezhonek ha hanter-kant savet gant ar barzh Erwan Vertou e-tro ar bloavezh 1900. Abalamour d'e vicher a ijinour e oa bet ret dezhañ mont da labourat e-maez Breizh, d'an Havr-Nevez ha da Bariz peurgetket. Ar pezh ne viras ket outañ a skrivañ notennoù gallek hir pe hiroc'h a voe embannet gant ar gelaouenn divyezhek Kloc'hdi Breiz (Le Clocher Breton e galleg) e 1910-1911. Dreze e veze taolennet « boazioù, gizioù ha skouerioù » Tregeriz, dreist-holl reoù tud, brudet pe get, o chom e trowardroioù Pleuvihan e-lec'h ma oa bet ganet d'ar 4 a viz Gwengolo 1861.
- ♦ Ar pemp pennad ha hanter-kant ♦
- 1. An tiegezhioù
- 2. 'Lec'h ma vezo gwelet labour-douar an ed-du o vont da goll
- 3. Amañ e weler un danvez-tan talvoudus
- 4. Ar mammennoù-dour
- 5. Droug ar roue
- 6. An terzhiennoù
- 7. An darouedennoù koll gwad
- 8. Goanac'henn
- 9. Ar c'hezeg
- 10. Ar moc'h
- 11. 'Enep d'al loened bulumus
- 12. An daoulagad
- 13. Drougoù heugus
- 14. Ar chas klañv
- 15. Ar vouzarded
- 16. Ar seizadur hag ar remm
- 17. Kentañ santual kristen ar vro
- 18. Kleñvedoù ar c'hroc'hen
- 19. Ar feunteunioù burzhudus
- 20. Ar vugale c'hoantaet
- 21. Ar strobinelloù : ar gouestl
- 22. Ar geotenn hag a ziank an dud
- 23. Ar vugelien-noz
- 24. Kentañ redadeg kezeg e Sant Brieg
- 25. Kannerezed-noz hag all
- 26. Moc'h Marc'harid Gouronneg
- 27. Strobinelloù
- 28. Orezon ar binvidigezh
- 29. An droug dent
- 30. Ur sant ha n'ez eo ket marteze ur sant
- 31. Ar sorserien
- 32. Droug tennadeg ar bilhed
- 33. An diaoul hag iliz-veur Landreger
- 34. An teñzorioù kuzhet
- 35. Hêrezh tramor
- 36. Breujoù Brezih
- 37. Ar werzoniezh er milinoù
- 38. An danevellourien
- 39. Ar varzhed baleerien : Yann ar Minouz
- 40. Yann ar Gwenn
- 41. Ar c'hoarioù er pardonioù
- 42. Ur prestour hael
- 43. Ar C'hont Plu
- 44. Berthou, tamaller pobl
- 45. Aotronez Rospidou
- 46. En-dro d'an euredoù
- 47. An eost hag ar wastell
- 48. Al leurioù nevez
- 49. Kouignaoua egin an ed
- 50. Ar gerentiezh
- 51. Al lesanvioù
- 52. Falc'herien ar mor
- 53. Person kozh Lanvilin
- 54. Ur paourkaezh den a furnez
- 55. Buhez Pipi Gamarad