Mont d’an endalc’had

Yann ar Minouz

Eus Wikipedia

Yann ar Minouz, bet ganet d'ar 25 a viz Du 1827[1] e Lezardrev (Aodoù-an-Hanternoz d'an ampoent) hag aet da Anaon d'an 21 a viz Mezheven 1892[2] e Pleuveur-Gaoter (Aodoù-an-Hanternoz) a oa ur saver kanaouennoù eus Bro-Dreger.

Hervez Charlez ar Govig e savas Yann ar Minouz ouzhpenn 300 kanaouenn[3].

Meneg a voe graet eus Yann ar Minouz gant ar skrivagner tregeriat Jarl Priel en e oberenn Va Zammig Buhez (pajenn 23) embannet e 1954.
El levrig En bro Dreger a-dreuz Parkoù gant Erwan Vertou, embannet e 1985, e c'haller kavout un nebeud linennoù (pajennoù 50-52) diwar-benn unan eus "Ar varzhed baleerien : Yann ar Minouz" : skrivet en devoa "e oa ganet" "E Pleuveur Gaoter, parrez stok ouzh Pleuvian,".

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]