Mont d’an endalc’had

Na Scealaga

Eus Wikipedia
Emañ Na Scealaga er mervent da Iwerzhon
An inizi Scealaga, gwelet eus enez Dairbhre (Valentia) : Sceilig Bheag a-gleiz ha Sceilig Mhichíl a-zehou.

Na Scealaga (hervez an iwerzhoneg) pe Skellig Islands (hervez ar saozneg) zo un enezeg, enni div enezenn didud, dirak aodoù Kontelezh Ciarraí, en Iwerzhon. Gant an inizi Blascaodaí ez int unan eus al lec’hioù pellañ er c’hornôg en Europa.

Sceilig Bheag eo anv an hini vihanañ ha Sceilig Mhichíl anv an hini vrasañ hag an hini bellañ diouzh an douar-bras.

Brudet int abalamour ma roont bod da e-leizh a vorskouled, poc'haned hag evned-mor all, hag abalamour ma kaver war an enezenn vrasañ, Sceilig Mhichíl, rivinoù ur manati kristen eus ar VIvet kantved, zo bet lakaet war roll Glad ar bed gant an UNESCO.

Anavezet-mat eo an enezeg gant an evnoniourien. Ul lec’h eus ar pouezusañ eo en Iwerzhon, abalamour d’an niver a evned a vez o vevañ eno hag abalamour d’al liesseurt m’eo ar spesadoù. E-touez ar re a vez o neizhiañ eno e c’haller menegiñ ar sataniged, morskouled, karamelled, torted, karaveged, ereved, godezed ha poc'haned.

Loened-mor a gaver ivez tro-dro d’an inizi : stank eo ar reuniged gris ha gwelet a reer ivez rinkined (Cetorhinus maximus), morviled fanoliek, delfined ha baoted.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.