Na Blascaodaí
Neuz
(Adkaset eus Blascaodaí)
Un enezeg eus Iwerzhon eo Na Blascaodaí, e-tal aod kontelezh Ciarraí. Inizi Blasket a reer anezho e saozneg. N'eus den ebet ken o chom war an inizi. Ar re ziwezhañ a oa o vevañ war an enezenn vrasañ, An Blascaod Mór, a oa bet degaset d'an douar-bras e 1953.
An inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ anvioù an inizi, en iwerzhoneg hag e saozneg :
- An Blascaod Mór (Great Blasket Island)
- Beiginis (Beginish)
- Inis Tuaisceart (Inishtooskert)
- Inis na Bró (Inishnabro)
- Inis Mhic Aoibhleáin (Inishvickillane)
- An Tiaracht (Tearaght Island)
Brud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet a-walc'h eo an enezeg abalamour d'ar skridoù savet gant tud eus an inizi o deus kontet penaos e oa ar vuhez enno gwechall : Tomás Ó Criomhthain (aozer An tOileánach), Peig Sayers (skrivagnerez Peig) ha Muiris Ó Súilleabháin (skrivagner Fiche Blian ag Fás).