Mont d’an endalc’had

Beiginis

Eus Wikipedia
Beiginis, gwelet eus enez Dairbhre.

Beiginis (Beginish e saozneg[1]) zo un enezenn dirak aod kontelezh Ciarraí e mervent Iwerzhon.

Dont a ra an anv eus daou c'her iwerzhonek : beag (bihan) hag inis (enez). "Enez vihan" eo ar ster eta.Un enezennig all zo anvet heñvel en enezeg Na Blascaodaí.

Relegoù savadurioù kozh a weler c'hoazh en enez. Savet e voent etre an IXvet hag an XIIvet kantved, pa oa annezet Beiginis gant Vikinged.

N'eus den ebet ken o chom war an enez abaoe ar bloavezhioù 1990. En XIXvet hag en hanterenn gentañ an XXvet kantved avat e oa poblet gant familhoù bras hag a veve diwar ar pesketa hag al labour-douar.