Mont d’an endalc’had

MAS 38

Eus Wikipedia
MAS 38
Skeudenn ar pennad MAS 38

Ur bistolenn-vindrailher MAS 38
Kinnig
Bro Bro-C'hall Bro-C'hall
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher aotomatek
Munision 7,65 × 25 mm Long
Produer Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Mare produiñ 1938 - 1949
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 2,87 kg
Hirder 630 mm
Hirder ar c'hanol 224 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 100 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 350 m/s
Lusk-tennañ 600 - 700 tenn/mn
Endalc'h Karger-fiñv 32 gartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro C'hall A

Ar MAS 38, anvet en ur mod ofisiel Pistolet mitrailleur de 7,65 mm Modèle 1938 en arme c’hall[1], zo ur bistolenn-vindrailher ijinet er bloavezhioù 1920 ha 1930 e Bro-C’hall hag implijet a-nebeudoù etre 1938 ha dibenn ar bloavezhioù 1940.

Un arm fiziapl, skañv ha resis[1] e oa ar MAS 38, met kambret e oa evit munisionoù 7,65 mm Long a oa izeloc’h o galloud evit ar re 9 mm a oa bet choazet evit pistolennoù-mindrailher kalz broioù er bloavezhioù 1930 (Suomi KP/-31 e Finland, MP38/MP40 en Alamagn, Beretta M38 en Italia pe ZK383 e Tchekoslovakia da skouer). Abalamour da se ne voe ket implijet kalz an arm er-maez eus Frañs[2].

E-pad ar Brezel-bed Kentañ e oa savet an ezhomm da gaout armoù-skoaz gouest da dennañ kartouchennoù berr a-dennadegoù evit an emgannoù e lec’hioù strizh evel ar fozioù-brezel pe ar c’hêrioù. Krouet e voe ar pistolennoù-mindrailher diwar ar soñj-se. Alamagn he doa tapet lañs war an dachenn-mañ gant an MP18 (1918) kambret e 9 mm Parabellum. Er bloavezhioù 1920 e stagas Frañs gant krouidigezh armoù seurt-se. Pimpatromoù a voe kinniget e 1924/1925 gant servijoù teknik an arme (PM STA 1924) pe ar MAS e Saint-Étienne (PM MAS 1925). Abalamour da gudennoù politikel ha budjed e voe choazet e 1938 pimpatrom ar MAS evel arm-standart, ha kregiñ a reas e broduerezh just a-raok aloubadeg ar vro e 1940. E-pad an Eil Brezel-bed e voe savet un nebeud skouerennoù e Arme an Harz-brezel. Lod eus an armoù a voe implijet gant an arme alaman dindan an anv PM 722(f). Goude ar brezel e voe kemeret he flas buan gant ar MAT 49, met servijout a reas memestra da vare brezel Indez-Sina[1].

Ar MAS 38 he dije servijet da Walter Audisio evit lazhañ Mussolini (Muzeu Historik Kombëtar, Albania)

Ur MAS 38 a servijas da bartizaned italian evit lazhañ an diktatour Benito Mussolini e miz Ebrel 1945[3]. Implijet e voe ivez gant armeoù un nebeud broioù afrikan, ha gant ar Việt Minh da vare brezel Viêt Nam.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, Les armes réglementaires françaises en 7,65 Long - PA 1935 A & S, PM 1938, Crépin-Leblond, 2021, 208 p., ISBN 9782703004646
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) Le pistolet mitrailleur de 7,65 mm modèle 1938, war Armes Françaises (lennet d'ar 17/09/2024)
  2. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2024, p. 209
  3. (en) Gun that killed Mussolini shown (diellet), BBC News, 05/08/2004 (lennet d'ar 17/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan