Los Angeles (Kalifornia)
Ur bajenn disheñvelout Los Ángeles zo ivez.
| Deiziad krouiñ | 4 Gwe 1781 |
|---|---|
| Anv ofisiel | City of Los Angeles |
| Anv er yezh a orin | El Pueblo de Nuestra Señora la Reina de los Ángeles del Río de Porciúncula |
| Moranv | City of Angels, La-la-land, Tinseltown |
| Anv berr | LA |
| Anvet diwar | Queen of Heaven |
| Kevandir | Norzhamerika |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Kêr-benn eus | Kontelezh Los Angeles |
| E tiriad | Kontelezh Los Angeles |
| Gwerzhid-eur | UTC−08:00, Pacific Time Zone, UTC−07:00 |
| Located in the statistical territorial entity | Los Angeles metropolitan area |
| War ribl | Meurvor Habask |
| Territory overlaps | Los Angeles–Long Beach–Anaheim urban area |
| Daveennoù douaroniel | 34°3′8″N 118°14′37″W |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Mayor of the City of Los Angeles |
| Penn an aotrouniezh | Karen Bass |
| Korf lezenniñ | Los Angeles City Council |
| Darvoud-alc'hwez | Siege of Los Angeles, C'hoarioù Olimpek hañv 1932, C'hoarioù Olimpek hañv 1984 |
| Prizioù resevet | Silver Anvil Award |
| Lec'hienn ofisiel | https://lacity.gov/ |
| Deskrivet en URL | https://www.imdb.com/search/title/?locations=Los%20Angeles,%20California,%20USA&ref_=ttloc_loc_2 |
| Hashtag | LA, Los_Angeles, LosAngeles |
| Banniel (deskrivadur) | flag of Los Angeles |
| Istor | history of Los Angeles, timeline of Los Angeles |
| Open data portal | Los Angeles Open Data |
| Bibliography | bibliography of Los Angeles |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Los Angeles |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of Los Angeles |
| Date of incorporation | 4 Ebr 1850 |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Los Angeles |

Los Angeles, berraet en L.A. alies, skrivet Los Ángeles e spagnoleg, eo kêr vrasañ stad Kalifornia hag eil kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet goude New York. Tost 4 milion a dud a vev eno (18,5 milion en he zolead). Sez ar gontelezh eo ivez. E su Kalifornia emañ, war aod ar Meurvor Habask.
Diazezet e voe d'ar 4 a viz Gwengolo 1781 gant ar gouarnour spagnol Felipe de Neve. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Bro-Vec'hiko e 1821 war lerc'h dizalc'hidigezh ar vro eus Spagn. Staget e voe ouzh ar Stadoù-Unanet e 1848 goude fin ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, dre brenañ California e Emglev Guadalupe Hidalgo. Er bloavezhioù 1890 e voe dizoloet eoul-maen ar pezh a lakkas ar gêr da greskiñ fonnus.
Oberiant ken ken eo ar gêr war dachennoù an aferioù, ar c'henwerzh etrebroadel, an dudi, ar sevenadur, ar mediaoù, ar c'hiz, ar skiant, an teknologiezh hag an deskadurezh. Hollywood, brudet er bed a-bezh evit e broduiñ filmoù sinema, eo anv lodenn gwalarn rannvro Los Angeles. Degemeret eo bet ar C'hoarioù olimpek hañv gant ar gêr e 1932 ha 1984, ar pezh a vo adarre e 2028.
Un hin istrovanel pe greizdouarel a gaver eno. Menezioù ha dezerzhioù a zo en argoad ar vro.
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Los Angeles a dalv kement hag "an aeled" e spagnoleg. Distaget eo "lɒs ˈændʒələs" e saozneg ha "los ˈaŋxeles" e spagnoleg.


Kêraozerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus ket kreiz-kêr e Los Angeles, zoken ma'z eo La Plaza, lec'h ma voe diazezet kêr, ur seurt kreiz istorel hervez an "Angeliz". Ledet kenañ en deus ar gêr a-hed he istor, ha kontañ a ra karterioù e-leizh, en, o zouez Hollywood ha China town, pa eo Beverly Hills ha Santa Monica kêrioù enklozet er gêr vras.
Yezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an American Community Survey e oa, e 2017, 42,51 % eus an annezidi oadet a 5 bloaz pe muioc'h a zisklêrie komz spagnoleg er gêr, 40,98 % komz ar saozneg, 2,54 % an tagalog, 2,46 % ar c'horeaneg, 1,84 % an armenieg, 1,50 % ur yezh sinaek, 1,37 % ar perseg, 0,95 % ar ruseg, 0,60 % ar galleg, 0,52 % ar japaneg ha 4,26 % ur yezh all[1].
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Los Angeles he deus 25 kêr gevellet ganti[2]. Roll ar c'hêrioù dre bloaz gevelliñ:
|
- Londrez ha Manchester, e
Bro-Saoz, ha Łódź e
Polonia a zo kêrioù mignon.[3],[4] - Los Angeles he deus ivez un eskemm sevenadurel gant Tel Aviv en Israel[5].
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud ganet ha marvet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marilyn Monroe (1926-1962), aktourez
Tud ganet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Liza Minnelli (g. e 1946), kanerez, aktourez, dañserez
- James Ellroy (g. e 1948), skrivagner,
- Jodie Foster (g. e 1962), aktourez
- Jennifer Aniston (g. e 1969), aktourez
- Gwyneth Paltrow (g. e 1972), aktourez
- Angelina Jolie (g. e 1975), aktourez
- Jake Gyllenhaal (g. e 1980), aktour
- Venus Williams (g. e 1980), c'hoarierez tennis
Tud marvet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buster Keaton (1895-1966), aktour er sinema mut
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Language spoken at home by ability to speak english for the population 5 years and over. Universe: Population 5 years and over. American Community Survey 1-Year Estimates e factfinder.census.gov.
- ↑ Sister Cities of Los Angeles. City of Los Angeles (2022). Kavet : 2022-05-01.
- ↑ Twinning link with LA. Manchester Evening News. Kavet : 2009-07-28.
- ↑ Sister cities of Los Angeles, Inc. (2010). Kavet : February 8, 2010.
- ↑ Tel Aviv/Los Angeles Partnership. The Jewish Federation of Greater Los Angeles (2007). Kavet : 2008-08-07.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
- (en) Discover Los Angeles - The Los Angeles Convention and Visitors Bureau
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.