Lluís Llach

Eus Wikipedia
Lluís Llach e 2006

Lluís Llach i Grande (distaget [ʎuˈiz ˈʎak] e katalaneg), ganet d’ar 7 a viz Mae 1948 e Girona[1], e Katalonia, zo ur c’haner hag ur soner katalan.

Bevet en en deus e vugaleaj e Verges, ur gêriadennig e komark ar Baix Empordà, war lez an Ter.

Bez’ eo unan eus kanerien anavezetañ ar rummad anvet Nova cançó (Kan nevez), ul luskad sonerien ha kanerien a oa bet o kanañ e katalaneg da vare diktatouriezh Francisco Franco, en un amzer eta ma oa berzet yezh ha sevenadur Katalonia. E ganaouenn anavezetañ L'Estaca zo diwar-benn ur peul brein hag a glasker lakaat da gouezhañ, ur skeudenn sklaer a-walc’h eus ar renad politikel. Rankout a reas Lluís Llach kuitaat e vro e-pad ur pennad, evel ma reas meur a ganer hag a arzour all eus Spagn en amzer-se, ha bevañ a reas en harlu, e Pariz e-pad ur pennad; betek marv an diktatour.

Skrivañ e ganaouennoù en deus graet Lluís Llach hag emdroet eo e skridoù, adalek an deroù betek ar bloavezhioù 2000. E-unan en deus desket seniñ gitar. Gouzout a ra ivez seniñ piano, adalek pezhioù klasel gant Franz Schubert betek tonioù modernoc’h gant Reynaldo Hahn, Erik Satie pe c’hoazh Manuel Blancafort. Tonioù salsa en deus sonet evit lod eus e ganaouennoù (Terra) pe tonioù jazz (El jorn dels miserables). Lod eus e ganaouennoù zo awenet gant an dañs barok (Laura, Jo sé, Vinyes verdes vora el mar).

Disklêriañ a ra Lluís Llach emañ Mahalia Jackson ha Jacques Brel e-touez ar ganerien o deus levezonet anezhañ.

Skrivet en deus kanaouennoù a bep seurt, awenet gant ar garantez, ar brederouriezh, ar politikerezh. Ar mor hag ar marv eo an daou dem a gaver meneget an aliesañ enno. Estreget kanaouennoù skrivet gantañ e-unan, en deus kanet ivez barzhonegoù, katalanek dreist-holl, ha lakaet sonerezh warno. E-touez ar varzhed kanet gantañ e c’haller menegiñ Konstantinos Kavafis, Màrius Torres, Josep Maria de Segarra, Pere Quart ha, dreist-holl, Miquel Martí i Pol.

Paouezet eo da ganañ, gant ur sonadeg e Verges e miz Meurzh 2007, hag emañ bremañ o c’hounit gwiniegoù hag oc’h ober gwin. Er bloavezhioù diwezhañ eo savet a-du gant ar strolladoù a c’houlenn dizalc’hidigezh Katalonia. E 2015 e oa penn listen e pastell-vro Girona ha dilennet e oa bet e Parlamant Katalonia gant tud all eus ar strollad Junts pel Sí, un emglev tud a-du gant dizalc’hiezh ar vro.

E ganaouenn hollvrudet L'Estaca, savet e 1968, zo deuet da vezañ un eil kan broadel e Katalonia, koulz lavaret, ha kanet e vez en holl manifestadegoù evit dizalc’hiezh ar vro. Troet eo bet e meur a yezh, ar galleg[2], ar c’horseg[3], an euskareg[4], ar poloneg[5], an arabeg[6] hag ar brezhoneg[7] en o zouez.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (ca) (es) Lec'hienn Lluís Llach
  2. gant Marc Ogeret, pe Marc Robine
  3. Jenifer chante l'Estaca en version corse sur France 2
  4. kanet e Donostia
  5. Mury kanet gant Jacek Kaczmarski
  6. Dima, dima, kanet da skouer gant Emel Mathlouthi, eus Tunizia
  7. gant Mona ar Beg-Gahinet pe gant Gwenael Emelyanoff ha Tudual Huon e niv. 328 Al Liamm.


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]