Gwenael Emelyanoff
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Gwenael Emelyanoff, pe Gwenael Emelianoff zo ganet e Angers, e Bro-Anjev. Spagnegour ha keltiegour. Kelenner agregad war ar spagnoleg e Klasoù Prientiñ ar Skolioù Uhel Liseoù Kemper (Kernev ha Brizeug)..
Bet eo kelenner brezhoneg e Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion, Liseoù Pariz (Voltaire ha Buffon), Kelennerien Brezhoneg en Deskadurezh Publik e Pariz, Skol Ober...
Labourioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kenlabouret en deus da sevel Geriadur brezhoneg An Here. Savet e oa gantañ studiadennoù war ar brezhoneg hag an astureg ivez.
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Troet gantañ un nebeud skridoù diwar yezhoù Spagn (spagnoleg, katalaneg, astureg), embannet gant Al Liamm, Al Lanv.
Levrioù bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Troet ez eus bet gantañ levrioù evit ar vugale (dastumadeg Ar Skafig, e ti an Here) :
- Gwenael Emelianoff
- 1993 : Stal Pepa, gant Mariasun Landa ha Victoria Santesmases
- Gwenael Emelyanoff
- 1993 : Gwilhom Tell, gant M.Angels Gardella ha Valentina Cruz
- 1993 : Ar ran fin, gant Lauro Olmo ha Jesús Gabán
- 1996 : Ar waz aour, gant Jacob ha Wilhelm Grimm, Mercè Canela ha Montserrat Ginesta
- 1996 : Ar steredenn wer, gant Mariasun Landa ha Jesus Lucas
- 1996 : Dañvad du e bavioù melen, gant Roser Capdevila