Mont d’an endalc’had

Lizherenneg semafor

Eus Wikipedia
Ur c'hartermestr en US Navy o tiskouez al lizhrenn U e 2005

Lizherenneg semafor (eus an henc'hresianeg σῆμα sêma "arouezenn" ha -φέρω -phéro "-douger") a reer eus ul lizherenneg a implijer evit kas kemennoù a-hed-gwel dre fiñval bannieloù lec'hiet hervez ur reizhiad resis. E-lec'h bannieloù e c'heller arverañ bizhier, kantennoù, plakennoù, pe aoueziañ gant an daouarn maneget pe get.

Evit eskemm kemennadennoù diouzh noz e c'heller stagañ lampoù ouzh fustoù ar bannieloù.

E 1866 e voe savet ar reizhiad, diwar skouer hini ar semafor a oa bet ijinet gant an eilamiral saoz Home Riggs Popham (1762-1820) ha gwellaet gant ar jeneral Charles William Pasley (1780-1861). War an douar e veze savet un tour, div vrec'h fiñvus staget ouzh ur peul a-serzh war an doenn. Dre ma oa dic'hallus staliañ hevelep gwikefre war ul lestr ec'h ijinas an eilamiral gober gant bannieloù bras a c'helled gwelet pa veze berr a-walc'h an hed etre daou lestr pe etre ul lestr hag an douar.

(en) FLAG SEMAPHORE

Un den hepken a gas ar c'hemennoù. Kemer a ra ur banniel e pep dorn kent o gwintañ a-benn-brec'h hag o lakaat en ur stad resis ha difiñv an eil e-keñver egile evit diskouez an arouezennoù unan-hag-unan.

En doare nevesañ e reer gant daou vanniel melen ha ruz (al lizherenn O el lizherenneg etrebroadel) war vor, ha gant bannieloù glas ha gwenn (al lizerenn P) war zouar.

Pemp lec'h zo da bep brec'h, a c'haller keñveriañ ouzh rod an avelioù.

  • Brec'h dehou : norzh, gwalarn, kornôg, mervent, su.
  • Brec'h kleiz : norzh, biz, reter, gevred, su.

Lizherenneg latin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Diskouezet int evel m'o gweler pa vezer e-tal an den a zo ouzh o diskouez.
Timbr gant ABU, 1965
1. Kaser·ez
2. Degemer·ez
= Prest on Prest on
= Diwallit + = Kasit
= Lizherennoù
= Sifroù
= Echu ; prest da zegemer = Prest on
  • Adal neuze e vez eilpennet ar rolloù : 1 a zegemero ar pezh a vo kaset gant 2.
Timbr gant Ajman, 1971
=
=
= Esaou

Lizherennegoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War al lizherenneg latin ez eo diazezet al lizherenneg semafor. Azasaet da lizherennegoù all ez eo bet avat, evel m'en diskouez an div skouer amañ a-is.

Semafor e Japan, 2017
Aroueziañ ("O")

Gant ar verdeadurezh japanat, koulz kenwerzhel ha milourel, ez eo bet azasaet ar c'hod latin etrebroadel ouzh al lizherenneg katakana[1]. Dre ma'z eo silabennek ez eus kalz muioc'h a arouezioù da ziskouez, gant 1, 2 pe 3 banniel. Ruz eo ar banniel a zalc'her en dorn dehou, gwenn hini an dorn kleiz.

E-lec'h diskouez hervez rod an avelioù e tiskouezer hervez urzh ha kognoù an taolioù barr-livañ pa skriver war baper : ar banniel ruz/dehou a ziskouez deroù pep taol barr-livañ, an hini gwenn/kleiz diwezh an tres.

Un doare rod an avelioù, disheñvel diouzh hini Kornôgiz avat, a vez implijet evit diskouez ar sifroù ; ar mann (0) a vez treset dre fiñval ar bannieloù e stumm ur c'helc'h.

En daolenn emañ ar c'hensonennoù a-led hag ar vogalennoù a-serzh. Pep arouezenn a zislouez ur silabenn, da skouer : K + E = /ke/.

K S T N H M Y R W
A
あ ア

か カ

さ サ

た タ

な ナ

は ハ

ま マ

や ヤ

ら ラ

わ ワ
I
い イ

き キ

し シ

ち チ

に ニ

ひ ヒ

み ミ
*
り リ

ゐ ヰ
U
う ウ

く ク

す ス

つ ツ

ぬ ヌ

ふ フ

む ム

ゆ ユ

る ル
*
E
え エ

け ケ

せ セ

て テ

ね ネ

へ ヘ

め メ
*
れ レ

ゑ ヱ
O
お オ

こ コ

そ ソ

と ト

の ノ

ほ ホ

も モ

よ ヨ

ろ ロ

を ヲ
'N Mouezhiet (dakuten) Hantervouezhiet (handakuten)

ん ン

◌゙

◌゚

Ul lizherenneg kirillek (disheñvelik diouzh hini ar ruseg) a vez implijet en ukraineg.

Al lizherenneg semafor ukrainek/kirillek e-keñver an hini etrebroadel/latin
(uk) (la)
А N
Б H
В B
Г, Ґ F
Д Z
(uk) (la)
Е, Є C
Ж Y
З Q
И K
І, Ї, Й D
(uk) (la)
К X
Л "Nullit"
М L
Н A
О G
(uk) (la)
П J
Р P
С E
Т R
У U
(uk) (la)
Ф V
Х I
Ц S
Ч M
Ш
(uk) (la)
Щ T
Ь "Kasit"
Ю O
Я W


Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.