Mont d’an endalc’had

Levrioù bannoù-treset liammet ouzh istor Breizh

Eus Wikipedia

Un toullad levrioù bannoù treset o deus ul liamm gant istor Breizh. Reoù zo a glask bezañ binvioù deskiñ, reoù zo a glask bezañ tost eus un darvoud istorel, reoù all a implij un dudenn pe ar vro en ur romant istorel...

Ul levr, un istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • La révolte des Bonnets Rouges - Ar bonedoù ruz gant Thierry Jigourel (istor) ha Gérard Clam (tresañ), embannet gant CPE dastumad Charly Jeunesse e 2007.
  • Un homme est mort, istor gant Kris hag Etienne Davodeau, tresañ ha livañ gant Etienne Davodeau, embannet gant Futuropolis e 2006. Kontañ a ra an darvoudoù kriz degouezhet e Brest e 1950 e-kerzh harzoù-labour start. Filmet oa bet an darvoudoù-se gant René Vautier a gaver a-hed an istor. Kollet oa bet ar film, siwazh.
  • "Plogoff" gant Delphine Le Lay, embannet gant Delcourt, 2013.
  • Facteur pour femmes

Istor gant Didier Quella-Guyot ; tresañ ha livioù gant Sébastien Morice. Embannet e 2015 gant Bamboo (Grand Angle). ISBN 978-2-8189-3413-5 Un enezenn bet ijinet, un tu bennak e Bro-Wened, brezel 1914-1918, kaset an holl baotred d'an talbenn, war bouez Mael abalamour d'e droad-boul. Dont a ra da vezañ paotr al lizhiri o vont a di da di war an enezenn...

Rummad Histoire de Bretagne e ti ERS

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rummad-se a zo bet savet gant Reynald Secher evit an destenn ha René Le Honzec evit an tresañ. Embannet eo bet al levrioù gant "Editions Reynald Secher (ERS)". Dael a zo bet a-zivout an destenn. Eizh levrenn a gaver.

  • Histoire de Bretagne, levrenn 1 Les origines -De la terre des pierres à la terre des Bretons.
  • Histoire de Bretagne, levrenn 2 830-1341 - Du Royaume au Duché.
  • Histoire de Bretagne, levrenn 3 1341-153 - Du Duché à l'union.
  • Histoire de Bretagne, levrenn 4 1532-1763 - De l'âge d'or aux révoltes.
  • Histoire de Bretagne, levrenn 5 1763-1815 - De la Bretagne aux départements.
  • Histoire de Bretagne, levrenn 6 1815-1914 - De la monarchie à la république.
  • Histoire de Bretagne, levrenn 7 1914-1972 - D'une république à l'autre. 1997.
  • Histoire de Bretagne, levrenn 8 1972 à nos jours - de la région à l'Europe. 1998.

Rummad "l'Epervier" gant Patrice Pellerin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Avanturioù un noblañs bihan a Vreizh, Yann a Gerveur, kabiten ul lestr-preizh er XVIIIvet kantved.

  • 1 Le Trépassé de Kermellec, embannet e 1994 gant Dupuis (dastumad Repérages).
  • 2 Le Rocher du crâne, embannet gant Dupuis e 1995 (dastumad Repérages).
  • 3 Tempête sur Brest, embannet gant Dupuis e 1997 (dastumad Repérages).
  • 4 Captives à bord, embannet gant Dupuis e 1999 (dastumad Repérages).
  • 5 Le Trésor du Mahury, embannet gant Dupuis e 2001 (dastumad Repérages).
  • 6 Les larmes de Tlaloc, embannet gant Dupuis e 2005 (datumad Repérages)
  • 7 La Mission, embannet Quadrants e 2009.
  • 8 Corsaire du Roy, embannet gant Quadrants e 2012.

Ouzhpenn ar rummad e kaver ul levr anvet "L'Epervier Archives secrètes" bet embannet gant Dupuis en dastumad Repérages e 2006 hag a gont buhez Yann a Gerveur (meskaj testenn ha bannoù-treset).

Rummad "Timon des blés", embannet gant Glénat, dastumad "Vécu"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eizh levrenn a gaver er rummad. Tremen a ra an traoù e-kerzh brezelioù Vañdeiz ha Chouaned enep ar Republik Gall. E div levrenn emeur e Breizh :

Rummad "Le Postillon" embannet gant Glénat, dastumad "Vécu"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet ar rummad-mañ gant Joëlle Savey, istor ha tresañ. Tremen a ra an istor da vare ren Loeiz XVIII ha distro Napoleon. Peder levrenn a zo. En drede hag er bevare ez eus kaoz eus Breizh.

  • Trede levrenn, "Le chant des escoliers", 1992. Goulenn a reer digant an haroz, Jasmin, paotr-karr a-vicher, kas da Vreizh un noblañs un tamm kevrinus.Ur chouan eo. Ledenez Kiberen e miz Mae 1815, tud o c'hortoz armoù...Evit gwareziñ anezho skolajidi eus Skolaj Sant-Erwan Gwened kaset gant ur c'hloer yaouank (Nikolaz e anv) dindan renerezh ar jeneral chouan kozh Louis de Sol de Grisolles . D'an 9 ha d'an 10 a viz Mezheven 1815 e voe un emgann e Muzilheg etre ar re-mañ ha soudarded Napoleon... Brezhoneg a lenner (skrivet mat).
  • Er pevare levrenn,"Parfums d'Enfer", 1993, e tamaller da Jasmin bezañ lazhet kontez Kerhostin en doa kejet ganti el levrenn a-raok. Un digarez d'ober anaoudegezh gant galeoù Brest...

Rummad "Dampierre", embannet gant Glénat, dastumad "Vécu"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

10 levrenn a gaver er rummad-mañ. Savet eo bet an istor gant Yves Swolfs. An tresadennoù a zo gant Pierre Legein. Prantad brezelioù Vañde eo hini avanturioù Julien Dampierre. E Naoned emeur er c'hwec'hvet levrenn, e miz Kerzu 1793. Ober a reer anaoudegezh gant doareoù kriz-meurbet Jean-Baptiste Carrier. Embannet eo bet al levr e 1996.

Rummad "Campus Stellae", embannet gant Glénat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder levrenn eus ar rummad-se zo bet embannet abaoe 2013. Pierre-Roland Saint-Dizier a sav an istorioù hag Andrea Mutti an tresadennoù. Hent Sant-Jakez Kompostela er Grennamzer eo an dodenn, evel-just. El levrenn 4, "La mort aux quatre visages, De Vézelay à Compostelle", 2014, e kaver ur marc'heg Grégoire, a oa e servij Yann Moñforzh hag en deus e drubarded pa oa armeoù Roue Bro-C'hall dirak Naoned e 1341. Kontet e vez an darvoudoù er pajennoù 39-47.

Rummad " Les Aigles décapitées", embannet gant Glénat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur rummad hir eo "Les Aigles décapitées" peogwir ez eus bremañ 26 levrenn ennañ. Kroget eo bet gant Patrice Pellerin ha Jean-Charles Kraehn e 1985 en dastumad "Vécu". Levrennoù 'zo zo bet savet gant Jean-Charles Kraehn ha Michel Pierret, unan gant Kraehn e-unan, reoù all gant Erik Arnoux evit an istor (14-18) ha Michel Pierret. Abaoe al levrenn 19 e vez an istor hag an tresañ gant Michel Pierret. Istor Hughes de Crozenc hag e familh a dremen da vare Loeiz IX a vro C'hall ha brezelioù ar Groaz. E Breizh emeur evit div levrenn :

  • Levrenn 4 gant Kraehn e-unan, 1989 :"L'hérétique". Ober a ra ar vag a gas Hughes peñse e-kichen Sant-Maloù. Paked eo gant ur vandennad laeron yaouank renet gant un doare gourou. Sikouret eo Hughes gant unan anezho, Nolwenn, a redi anezhañ da zimeziñ ganti en eskemm...
  • Levrenn 5 gant Kraehn evit an istor ha Pierret evit an tresañ : "Saint-Malo de L'Isle", 1991. E bro Sant-Maloù emeur c'hoazh. Avanturioù evel-just met daveoù resis da saviad Sant-Maloù da vare an Dug Yann 1añ ivez. Kuitaat an ra an harozed Breizh e fin al levren...

Rummad "Les chemins de Malefosse, embannet e ti Glénat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrenn gentañ "Les chemins de Malelefosse" (Le Diable Noir) a voe embannet e 1983 en dastumad "Vécu". En istor a oa bet savet gant Daniel Bardet hag an tresadennoù a oa gant François Dermaut. Labourat a reas an daou-mañ asamblez betek al levrenn 12 ("La part du Diable"). Eus al levrenn 13 ("Quiconque meurt..." betek al levrenn 22 ("Fortune vagabonde", 2014) e sav Daniel Bardet an istorioù ha Brice Goepfert an tresadennoù. An tudennoù pennañ a zo daou soudard a vicher alaman en em gav e servij Henri de Navarre e 1539 un tamm dre zegouezh. Emañ ar brezelioù etre Protestanted ha Katoliked oc'h ober o reuz e Rouantelezh Frañs. Meur la levrenn a gas al lenner da Vreizh.

  • Levrenn 5 : "L'or blanc",1988, a gas da Vro-Wenrann. Evit ar wech kentañ ez eus meneg eus an Dug a Vercoeur, gouarnour Breizh. Kaoz ez eus eus trafik holen, evel-just.
  • Levrenn 11 : "Le feu sur l'eau" (2002). 1592, er Vro-Wenn en-dro e penn kentañ an istor.
  • Levrenn 12 : "La Part du Diable" (2004). E Breizh bepred e fin an hañv e 1592. Ober a reer anaoudegezh gant Philippe Emmanuel de Lorraine, Dug a Vercoeur e Gwened...
  • Levrenn 13 : "Quiconque meurt..." (2005) Nevezamzer 1593 e Breizh e penn kentañ al levr. Kuitaat a reer buan evit kêrioù traonienn al Liger. Met unan eus an tudennoù abaoe ur pennad a zo anvet Jean-Edern de Kermalec (katolik itriker)...
  • Levrenn 21 : "Plaie d'argent" (2013), Genver 1595. Bro-Wenn (p 10), Naoned (p 20)...
  • Levrenn 23 : "Poisons d'Italie" (2015), Kreñvlec'h Roc'h-Goyon (Fort La Latte) (p3), gwreg an Dug a Vercoeur, Marie a Luksembourg, dugez Penteür (p5), kêr Dinan (p8),an dug a Vercoeur (p14), kêr Dol (p15), ar Renk, kêr Dinan en-dro(p19), aodoù Breiz (p28) ha meur a lec'h all e Breizh...betek Menez Mikael (p48).

Rummad "Les Chasseurs d'écume" embannet gant Glénat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn pesketourien Douarnenez ha micherourezed ar friturioù e penn kentañ an XXvet kantved.

  • Levrenn 1 : 1901, Premières sardines, gant François Debois evit an istor ha Serge Fino evit an tresañ, embannet gant Glénat e 2011.
  • Levrenn 2 : 1909, les maîtresses du quai, gant Fragant François Debois evit an istor ha Serge Fino evit an tresañ, embannet gant Glénat e 2012.
  • Levrenn 3 : 1913, le patron de pêche, gant François Debois evit an istor ha Serge Fino evit an tresañ, embannet gant Glénat e 20
  • Levrenn 4 : 1920, la revanche des chevaliers de fer blanc, gant François Debois evit an istor ha Serge Fino evit an tresañ, embannet gant Glénat e 2014.

Rummad Rani embannet gant Le Lombard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer ar merdeer a Sant-MaloùBertrand-François Mahé de la Bourdonnais e-touez tudennoù ar romant istorel bannoù-treset Rani (istor gant Jean Van Hamme hag Alcante, tresañ gant Francis Vallès, embanner Le Lombard. Meneget eo el levrenn 3 (Esclave) bet embannet e miz Ebrel 2012 (ISBN 978-2-8036-2973-2), el levrenn 4 (Maîtresse), bet embannet e miz Eost 2013 (ISBN 978-2-8036-3197-1) hag el levrenn 5 (Sauvage), bet embannet e miz Mae 2015 (ISBN 978-2-8036-3198-8).

Rummad Entre Terre et Mer e ti Soleil

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor ur paotr yaouank eus Brasparzh o vont da labourat evit tennañ patatez e-kostez Sant-Maloù e 1920) . Ober a ra anaoudegezh gant ar mor ha metoù ar vorutaerien.

Rummad Les souliers rouges, e ti Bamboo, dastumad Grand Angle

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh an eil brezel bed, miz Mezheven 1944, e Sant-Nikolaz-ar-Pelem... Gant Gérard Cousseau (istor) ha Damien Cuvillier (tresañ).

Rummad Jean-Corentin Carré, l'enfant soldat e ti Paquet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor ur paotr yaouank eus ar Faoued aet d"'ar brezel da 15 vloaz goude bezañ kontet gaou a-zivout e oad... Istor gant Pascal Bresson, tresañ gant Stéphane Duval ha Lionel Chouin.