Mont d’an endalc’had

Legio I Italica

Eus Wikipedia
Vexillum Legio I Italica

Legio I Italica  (al lejion gentañ eus Italia)[1] a oa ul lejion roman savet gant an impalaer roman Neron, war-dro 66/67 goude J.-K. Evel ma weler en hec'h anv e vode soudarded eus ledenez Italia[2].

Remziad Julii ha Claudii

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez un enskrivadur, arouezioù a oa bet roet d'al lejion gant an impalaer Neron d'an 20 a viz Gwengolo 66. E arouez e oa an hoc'h-gouez. Lesanvet ivez falanks Aleksandr-Veur, ret e oa d'al lejionerien bezañ 1,80m a uhelder da nebeutañ.

Staliet e oa bet da gentañ e Galia, war-lerc'h emsavadeg Gaius Julius Vindex. Kaset e voe goude se da C'hermania (roman), e-lec'h ma voe ar c'hentañ lejion da anavezout Vitellius da impalaer.

Remziad Flavii

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pelec'h emañ Novae

Goude ar brezel diabarzh (68-69) e voe kaset gant Vespasianus, trec'h war Vitellius, etrezek Novae, e Moesia, a chomas he fenngarter betek ar fin.

E-kerzh gouañv 71, ar Sarmated, ur bobl hag a oa staliet en tu all d'an Danav, war zigarez kudennoù diabarzh an impalaeriezh roman, a dreuzas an harzoù. Faezhet e voe al legad Fonteius Agrippa, kalz a goll gant al lejion. Rubrius Gallus, laket en e blas, a c'hellas lakaat an urzh en dro.

Aozet e oa prim neuze gant Vespasian ur framm difenn evit diwall ouzh ar bobloù en tu all d'ar Roen hag an Danav (Germaned, Daked, Sarmated, Chatted) : savet e oa daou lejion nevez gantañ ː Legio IV Flavia Felix ha Legio XVI Flavia Firma, o lakaat niver al lejionoù tremenn da nav-war-n'ugent, seizh-war-n'ugent anezho war an harzoù (limes).

Kemer e reas perzh al lejion ouzh brezelioù kaset gant Domisian ha Trajan a-enep an Daked, ouzh ar re kaset gant Trajan a-enep ar Barted, hag ouzh ar re kaset gant Marcus-Aurelius a-enep ar Varkomaned.

E-kerzh brezel kentañ gant an Daked, trec'het e oa bet lejionoù roman e Tapae (Transylvania – Roumania a hirie) e 88. Er bloaz 98, Trajan e reas adsevel kamp Novae en maen, betek-henn en koad ha douar. Un arsav e badas ken an impalaer Trajan, er bloaz 100, na savas un arme e Moezia. Ar roue Decebal a zeuas en diarbenn hag e oa koll e-kerzh an eil emgann Tapae, e 101. Kliant Roma e zigouezhas adalek an amzer se[3].

Sevel e reas Trajan trevadennoù soudarded koz e Colonia Ulpia Oescus[4] (e gwalarn kêr Pleven e Bulgaria) ha Celei, e Norika, e-lec'h en em gavas meur a soudarded koz Legio I Italica.

Strolladoù eus al lejion e oa kaset da Chersonesus Taurica (Krimea) evit difenn trevadennoù gresian ar vro hag evit labourat war savadurioù. War pezh e vez lavaret, ar pab Klemeñs, kaset eno en harlu, e vefe bet drouklazhet gant soudarded Legio I Italica, er bloaz 102.

Kaset e oa ergerzhadennoù a-enep ar Barted gant Trajan etre 114 ha 117. Strolladoù eus Legio I Italica a gemeras perzh ouzh ergerzhadennoù se, mes ne ouzer ket resis petra en eus graet.

Dont e reas en dro da Novae pa Hadrian, deut impalaer war lec'h Trajan, e paouezas gant ergerzhadennoù se.

Hervez un enskrivadur diasur, en dije kemeret ur strollad al lejion perzh e mougañ emsav ar Judevien savet gant Bar Kochba etre 132 ha 136

Remziad Antoninii

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare Antoninus Pius (138-161), strolladoù a lejion e oa kaset da Vreizh Veur evit sikour da sevel ur mur nevez etre Dinedin ha Glasc'ho etre 139 ha 142. Strolladoù all e voa kaset da Afrika evit mougañ un emsav ar Vorianed.

Gant Marcus Aurelius, impalaer roman war lec'h Antoninus (161-180), e oa kaset ergerzhioù a-enep ar Varkomaned evit difenn rannvro Dakia roman hag arzhoù an Danav. Er bloaz 165 e grogas an ergerzh gentañ, er bro e-lec'h ma oa Legio I Italica. Savet e oa daou lejion nevez gant Marcus Aurelius, Legio II Italica, ha Legio III Italica.

Goude dek bloaz emgannioù dibaouezh, harzoù an impalaeriezh roman e oa kaset en tu all d'an Danav. Anvet e oa gant Marcus Aurelius ur senedour yaouank, d’Aulus Julius Pompilius Piso, e penn Legio I Italica ha Legio III Flavia Felix, gant galloudoù gouarnour

En despet e oa alies war an talbenn, karg gentañ Legio I Italica e oa difenn arzoù an Danav. Adalek 167, astennet e oa strolladoù al lejion tost da 354 kilometr ouzh hanternoz Moesia evit difenn kreñvlec'h Capidava (hirie er rannvro Constanta e Roumania). Ur roudour a-bouez e oa eno, difennet betek-henn gant Cohors I Germanorum civium Romanorum, ur strollad skoazel.

Goude marv Marcus Aurelius, ar 17 Meurzh 180, e vab Commodus e paouezas ar brezel hag e savas un emglev gant pobloù en tu all d'an Danav. Kement se en em gavas peuc'h evit pell er vroioù se.

E-pad ar peuc'h, kaset e oa strolladoù Legio I Italica ha Legio XI Claudia da vro Municipium Montanensium (Trakia) evit evezhiañ mengleuzioù ar vro ha tapout arzhed hag ejened gouez da gas da c'hoarioù sirk.

Remziad Severii

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus ar re gentañ e oa da vont a-du gant Lucius Septimus Severus, gouarnour Pannonia Huel, anvet impalaer er bloaz 193. Dre ma oa war an harzoù, n'en deus ket gallet kermer perzh ouzh trec'hlid Septimius e Roma.

Sur awalc'h en eus kemeret perzh ouzh ergerzh Septimus Severus er Reter a-eneb Pesciennus Niger, gouarnour Siria. Kermer e reas perzh ouzh seiziz Bizantion e lec'h e oa aet Niger d'en em gaeañ.

Kemer e reas perzh ivez e 196/197 ouzh ergerzh a enep Clodius Albinus, trec'het e Lyon e 197, hag d'an hini a eneb Impalaeriezh ar Barted ar bloaz war lec'h. Echuiñ e reas an ergerzh se gant arigrap ar gêr-benn, Ktesiphon.

E 205, Legio I Italica Antoniniana e oa lesanv a lejion.

Da vare Caracalla (211-217), mab Septimius Severus, an harzoù bro Dakia, hag e glote betek-henn gant an Olt hag an Danav, e oa kaset tost da 50 kilometr pelloc'h. Sur awalc'h e gemeras perzh Legio I Italica ouzh savadur ur mur (Limes Transalutanus) hag e groge e-kichen Novae.

Dindan Severus Aleksander (222-235), ur rannad eus al lejion da vihanañ e oa kaset da Salonae (hirie Split e Kroatia). Testeniet eo ivez gant un enskrivadur eus Qasr el-Azraq hag soudarded al lejion, lesanvet etretant Legio I Italica Severiana, o deus labouret war hentoù Jordania. Peurest al lejion e oa bepred e Novae.

Diveli an Arme (235-284)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 238 da 244, al lejion e oa dindan anv an impalaer Gordianus III (238-244) hag e oa anvet legio I Italica Gordiana. Er bloaz 250, taget e voe Novae gant ar C'hoted, hag ul lodenn eus an difennoù a voe dismantret. Pa deuas an impalaer Gallienus (253-268) war lec'h e dad Valerianus, c'hoant e oa gant meur a rannvro disgevrediñ eus Roma. Daoust da se e chomas Legio I Italica feal ouzh an impalaer, ha dre berzh se e oa anvet ivez Legio I Italica Pia Fidelis.

Hennamzer diwezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Scutum / Skoed Prima Italica

Adaozet e oa Legio I Italica, anvet ivez Legio Moesiaca hervez skrivadurioù, e fin an IIIe kantved. Kreñvaet eo gant soudarded nevez deut eus Trakia.

Da vare Diocletianus (284-305), ur ranned eus al lejion e savas brud hemañ dre o stourm e-touez ar re anvet comitatenses (ergerzhioù-brezel)

Strolladoù all e voe kaset gant strolladoù Legio XI Claudia, Legio VII Claudia ha Legio III Flavia Felix evit mougañ un emsav kaset gant Lucius Domitius Domitianus ha Aurelius Achilleus e bro Egipt.

Ur wech echu gant an emsav se e 298, e troas Diocletianus e selloù war harzoù gant impalaeriezh ar Barthed.

Strolladoù Legio XI Claudia, Legio VII Claudia, Legio III Flavia Felix, Legio I Italica ha Legio I Illricorum e savas un hent tost da 550 kilometr en Arabia Petraca, (Siria ha Jordania) etre kreñvlec'hioù Bostra, Basianis (Qasr al-Azraq), Amata ha Dumata .

Skoed Primani (ez LEG I Italica) hag Undecimani (ez LEG XI Claudia) war dro 400 goude K. Mammenn : Notitia Dignitatum Orientis VI

War dro 300, Valerius Maximianus, evel praepositus vexillationis[5], e gasas ur strollad savet gant lejionerien Legio I Italica ha Legio II Herculia da Chersonesus Taurica (Cherson, e Krimea), hag e lezas eno un enskrivadur en enor an impalaer.

Da vare impalaer Constantinus Iañ (306-337), kenstaget e oa al lejion, anvet bremañ Primani pe Primanorum Legio, e-barzh Legiones palatinae (Difennourien ar palez), e 312, dindan renadur Magister Militum Praesentalis

Peuzflastret e oa peurest al lejion chomet e Novae e 316/317, e-kerzh ar brezel diabarzh etre Constantinus Iañ ha Licinus[6], ar c'hamp degouezhet gant tud nannsoudard.

War dro 400, ul lodenn eus Legio Prima Italica e oa laket dindan urzh Dux Moesiae secundae.

En em staliañ e reas Praefectus legionis ha Praefectus ripae e Novae. Ur Praefectus ripae all e oa staliet gant e soudarded tost da 100 kilometr izelloc'h war an Danav, e Sexaginta Prista (hirie Rouse e Bulgaria). En karg e oant, evel legio ripariensis (lejion an aod) da daol evez diouzh al lodenn se an Danav, hag e rae an harz gant broioù ar Varbared. Prima Italica gant ul lodenn all Legio I Italica, evel pseudocomitatenses, e oa dindan urzh Magister militum per Orientem, e-pad ma Primani, evel Legio palatinae e oa dindan urzh Magister militum praesentalis .

Adsavet e oa kreñvlec'h Novae adalek Justinien (527-565). Ne ouzer ket evit peseurt strollad n'hag arme.

Anvioù bet douget gant al lejion

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Legio I Italica
  • Legio I Italica Antoniniana
  • Legio I Italica Severiana
  • Legio I Italica Pia Fidelis
  • Legio Moesiaca
  • Primani pe Primanorum Legio

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).
  2. Ar bajenn-mañ a zo bet troet, tamm pe damm, diwar galleg hag alamaneg. Tu ez eus gwellaat anezhi, evel just.
  3. Decebal en em zistrujas er bloae 105
  4. diwar Marcus Ulpius, anv bihan Trajan
  5. Strollad marc'hegerien
  6. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994