Clodius Albinus

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Clodius Albinus

Decimus Clodius Septimius Albinus a oa ur jeneral en arme roman Britannia hag a voe anvet da impalaer e penn kentañ miz Genver 196. En em lazhañ a reas d'an 19 a viz C'hwevrer 197 e Lugdunum.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa, a greder, etre 140 ha 150, e Hadrumentum, en Afrika, hag e dud vije bet genidik eus Roma. Koulskoude e c'hallfent bezañ bet Afrikaned romanekaet kenkoulz all.

Lakaet e voe gant Marcus Aurelius e penn ul lejion, ha stourm a reas e 175 e Bitinia a-enep Avidius Cassius. Pretor e oa e 180, ha konsul (suffectus) etre 190 ha 193. Kaset e voe gant Commodus da gemer penn arme roman Enez Vreizh (teir lejion anezhi).

Sevel e reas a-enep Didius Julianius, en devoa prenet an impalaeriezh. Degemer e reas an titl a gaesar (= eil impalaer) roet dezhañ gant Septimius Severus, ha konsul boutin d'e heul e 194.

Goude trec'hiñ war Pesciennus Niger e 195, en em savas Septimius Severus a-enep Clodius Albinus. Abalamour da se e voe anvet hennezh da impalaer e penn kentañ 196 gant arme roman Britannia, gant skoazell re Germania, Galia, hag Hispania. Tremen e reas e Galia, hag en em stalias e Lyon (Lugdunum ad Rhodanum).

Septimius ne zaelas ket evit ober brezel. Mont a reas da C'halia dre ar Jura, dre hent Pontarlier-Besançon, hag en em gavout e Tournus, e-lec'h ma voe trec'h war arme Albinus.

D'ar 17, pe 19 a viz C'hwevrer 197, an div arme e oa penn ouzh penn evit an eil gwech. Herve Cassius Dio, 150 000 soudard roman a stourmas. Hir e voe an emgann. A-benn ar fin e voe trec'h arme Septimius war hini Albinus.

Clodius Albinus en em lazhas gant e c'hougleze.

Septimius e lakas troc'hañ e benn dezhañ, hag e gas da Roma, evit diskouez e oa echu gant ar brezel hag e oa eñ an trec'her hag impalaer dre wir.

Septimius e lakas ivez lazhañ familh Albinus, hag ar re a oa a-du gantañ, ha 29 senedour e Roma. Lyon a voe kemeret ha devet. [1]

Prederouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ernest Renan, da zisplegañ komzoù ar c'hristen Tertulianus, en deus lavaret ː

Mais, vraiment, en quoi Septime Sévère était-il plus légitime qu'Albin et que Pesciennus Niger ? Il réussit mieux qu'eux, voilà tout. Le principe chrétien ː "Il faut reconnaître celui qui exerce le pouvoir", devait contribuer à établir le culte du fait accompli. La politique libérale ne doit rien et ne devra jamais rien au christianisme.

Ac'hanta, perak e oa Septimius Severus reizhoc'h gant al lezenn eget Albinus ha Pesciennus Niger ? deut eo a-benn gweloc'h egeto, ha setu holl. Ar reolenn gristen ː "Ret eo ober gant hini hag emañ ar c'halloud gantañ", e oa enni staliañ azeulerezh an taol peurc'hraet. Ne zle ket ha ne zleo biken netra uhelvennad al librentez d'ar gristeniezh. [2]

Notennoù ha davennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994. p. 65-66-70
  2. Ernest Renan : Marc Aurèle et la fin du monde antique. 1882. Livre de Poche. Biblio Essais 4015. 1984. p. 327.