Mont d’an endalc’had

Ktesiphon

Eus Wikipedia
Kartenn Seleukeia - Ktesifon

Ktesifon (/ˈtesifõn/ ; henc'hresianeg : Κτησιφῶν eus ar c'hrennberseg tyspwn pe tysfwn) a oa ur gêr e Mezopotamia savet gant ar Bersed da vare ar Barted war ar stêr Digris. Kêr-benn ar Bersed e voe eus -58 betek 651.

Ur gêr eus bro Vabilonia e oa, savet gant rouanez ar Barted da gêr-benn c'hoañv. Kemeret e voe gant an impalaer roman Septimius Severus e dibenn ar bloaz 197.
Dismantroù Ktesifon ha Seleukeia (Σελεύκεια) a zo aet da sevel Bagdad.

Al-Madaïn, "Ar C'hêrioù", a vez graet eus aspadennoù Ktesifon ha Seleukeia hiziv.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie. Embannadurioù L. Hachette et Cie. Paris 1863