Lebensraum
Ar droienn alamanek Lebensraum ('tiriadoù bevañs') a vez implijet evit ober anv eus an holl doareoù pe politikerezhioù liammet ouzh an trevadenniñ hag a oa bet buhezek mat er bloavezhioù 1890 betek ar bloavezhioù 1940 en Alamagn. Kroget e oa implij an droienn Lebensraum e-tro 1901. Deuet e oa da vezañ brudet betek dont da vezañ ur pal geopolitikel evit an Impalaeriezh alaman a-raok hag e-pad ar C'hentañ Brezel-bed (1914–1918). Un diaz e oa bet eus ar Septemberprogramm a embanne c'hoantoù emled tiriad an impalaeriezh alaman en Europa. Adkemeret e oa bet gant ideologiezh ar Strollad Nazi (NSDAP) ha klasket lakaat da dalvezout gant an Trede Reich betek fin an Eil Brezel-bed.
1933-1945
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech tizhet ar galloud gant Adolf Hitler, al Lebensraum a oa deuet da vezañ diazez a-fed mennozhioù an naziegezh kement hag un digarez evit aloubadegoù an Trede Reich e kreiz ha reter Europa. Ar Generalplan Ost ('Steuñv hollek evit ar Reter') e oa anv an doare da aloubiñ ha didroc'hañ an tiriadoù nevez pe da vezañ aloubet. Gant ar sell-se, Alamagn he devoa ezhomm bras da gaout tiriadoù bevañs evit dreistbevañ rak re ziaes e oa bouetañ an holl alamanted gant an douaroù a oa gant Alamagn en amzer-se. Pobladoù an tiriadoù da vezañ trevadennet a oa da vezañ riñset pe dre deportadurioù e Siberia, lazhadeget war blas (Shoah dre bolod gant an Einsatzgruppen), pe c'hoazh troet da sklaved. Ar poblañsoù gwelet evel direnkus d'an naziaed a oa ar Boloniz, Ukrainiz, Rusianed, Tcheked hag ar broadoù slav gwelet evel nann-aryan.
Ar gouarnamant Nazi en doa ur sell reut war an tiriadoù-se o welet trevadennerien alaman diazezet eno dre gwir al Lebensraum ha se e-kerzh an Eil Brezel-bed met da vezañ kendalc'het ma vefe bet trec'h an Trede Reich e fin ar brezel. Evit tizhout ar pal eo bet lazhet strolladoù ramzel trevourien dre an naonegezh, ar boued o vezañ skrapet ha kaset en tiriadoù diazez ar Reich.