Kurt Daluege

Eus Wikipedia
Kurt Daluege e 1936

Kurt Max Franz Daluege (15 Gwengolo 1897 – 24 Here 1946) a oa un alaman SS hag un ofiser polis ma servijas evel penn an Ordnungspolizei en Trede Reich a 1936 da 1943, kement hag evel gwardour Bohemia-Moravia a 1942 da 1943.

Daluege a voe engouestlet en arme prusian e-pad ar Brezel-bed kentañ war an daou dalbenn. Gloazet bras e voe ha roet e voe dezhañ aR Groaz Houarn Eil Klas evit e gadarnded. Goude ar brezel ez eas tre e Freikorps Gerhard Roßbach. E 1922 ez eas e-barzh an NSDAP hag hep gortoz e voe degemeret gant ar Sturmabteilung (SA), ha bout penn an SA e Berlin. Davet an SS e troas adalek 1930 a-raok bout dilennet kannad er Reichstag. E 1933 e voe anvet gant Hermann Göring er minister prusian hag ennañ e voe kiriek a nerzhioù polis prusian. E-se e c'hoarias ur perzh bras e Nozvezh an Hirgontilli, ma voe lazhet Ernst Röhm hag izili all a bouez eus an SA. E diwezh 1934 e voe ledanet e aotrouniezh war Alamagn a-bezh, hag Heinrich Himmler a anvas anezhañ Ordnungspolizei (Orpo) daou vloaz diwezhatoc'h en ur adaozañ nerzhioù ar polis alaman.

Gant tarzh an eil Brezel-bed, an Orpo renet gant Daluege a oa ur c'hoskor a 120,000 ezel ennañ. An Orpo a renas fiñvadurioù poblañs ha lazhadegoù en tiriadoù aloubet gant an Alamaned hag ul levezon o deus bet war al loskaberzh. Goude lazahadenn Reinhard Heydrich e 1942, Daluege a voe anvet gwardour Bohemia-Moravia hag a renas rebourserezh da-c'houde, evel lazhadeg Lidice. E diwezh ar brezel e voe arrestet, ha kaset da Tchechoslovakia, e lec'h ma voe barnet ha kondaonet evit torfedoù a-enep an denelezh. Kaset e voe d'ar marv dre groug en Here 1946.