Gwarez-stad Bohemia-Moravia
Deiziad krouiñ | 16 Meu 1939 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Protektorat Böhmen und Mähren, Protektorát Čechy a Morava |
Yezh ofisiel | alamaneg, tchekeg |
Kan broadel | Kde domov můj |
Kevandir | Europa |
Kêr-benn | Praha |
War ribl | Elbe, Oder, Morava, Thaya |
Daveennoù douaroniel | 50°5′0″N 14°28′0″E |
Renad politikel | protectorate |
Office held by head of state | Q4392760 |
Ezel eus | Ahel Roma-Berlin-Tokyo |
Moneiz | Bohemian and Moravian koruna |
A zo stok ouzh | Trede Reich, Slovak Republic |
Yezh implijet | alamaneg, tchekeg |
Deiziad divodañ | 8 Mae 1945 |
Relijion ofisiel | Iliz katolik roman |
Gwarez-stad Bohemia-Moravia (Almaneg: Protektorat Böhmen und Mähren) eo anv an aozadur politikel savet gant pennoù an Trede Reich da ren e tiriadoù Bohemia, Moravia ha Silezia dchek, da-heul diframmañ Tchekoslovakia ur wech sinet emglevioù München hag aloubet ar vro gant ar arme alaman. D'ar 15 a viz Meurzh 1939 e voe embannet krouidigezh ar gwarez-stad gant Adolf Hitler, da-heul diskleriadur dieubidigezh ar Republik Slovak. Emil Hácha, hag a oa bet prezidant Tchecoslovakia, a chomas e penn ar Stad.
Aloubadeg gant an Alamaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 16 a viz Meurzh 1939 e voe embannet statud ar gwarez-stad gant Hitler. Kement proviñs a oa a veze renet gant un Oberlandrat. Emglev broadel a oa ar strollad politikel ofisiel nemetañ, tapet 99% eus ar mouezhioù gantañ e miz Mae 1939[1]. Dre ma ne oa nemet ur strollad politikel ne oa ket ezhomm da gaout ur parlamant. Ar prezidant hag ar gouarnamant n'o doa tamm galloud ebet. Etre daouarn ar Reichsprotektor e oa ar galloud, ha renet e veze ar melestradur gant sekretour-stad ar gwarez-stad, Karl Hermann Frank e anv. Ar servijoù-polis alaman evel ar Sicherheitsdienst pe ar Gestapo a laboure er gwarez-stad hag e krogjont da dagañ an enebourien bolitikel hag ar repuidi bolitikel alaman n'o doa ket gellet mont kuit a-raok ar 15 a viz Meurzh 1939[2].
Er mizioù kentañ e klaskas ar pennoù alaman bezañ gwelet mat gant ar vicherourien peogwir e oa ezhomm eus o labour[1] hag ar gwask a voe lakaet kentoc'h war al lenneien.
D'an 28 a viz Here 1939 e voe manifestadegoù bras da lidañ deiz-ha-bloaz dizalc'hidigezh Tchekoslovakia ha da sevel a-enep an aloubiñ. E-pad an emgannoù e voe lazhet ur studier, Jan Opletal e anv, gant ur poliser alaman. Un digarez e voe evit lakaat serriñ ar skolioù-meur. Nav studier hag a oa e penn an emsavadeg a voe fuzuilhet ha re all a voe kaset da gampoù-bac'h en Alamagn[2]. Fiziet e voe an Deskadurezh vroadel en ur c'henlabourer feal, ar c'horonal Moravec[1].
E miz Gouere 1939 e varvas Alfons Mucha goude bezañ bet jahinet gant poliserien ar Gestapo.
Kavout a rae da Hitler e oa re wak Konstantin von Neurath ha neuze e voe lakaet Reinhard Heydrich da "Reichsprotektor" d'ar 24 a viz Gwengolo 1941. Kerkent ha degouezhet e lakaas ar ministr kentañ, Alois Elias e anv, da vezañ kondaonet d'ar marv[3]. Etre ar 27 a viz Gwengolo hag an 29 a viz Du e lakaas fuzuilhañ ouzhpenn 400 den. Gant izili ar Gestapo e voe lazhet ouzhpenn 4000 stourmer pe enebour. Meur a lenneg a voe drouklazhet : Vladislav Vančura e 1942 ha Julius Fučík e 1943[1].
Ouzhpenn e bolitikerezh spont e klaskas Heydrich bezañ gwelet mat gant ar boblañs : lakaat a reas kreskiñ al lodennoù boued, lakaat a reas da dalvezout al lezennoù sokial alaman hag e stourmas ouzh ar marc'had du. Evel-se e teuas a-benn da wanaat ar stourm enepnazi tchek. Soñjal a reas neuze da bennoù ar Gevredidi e oa ret lazhañ anezhañ. Aozet e voe taol Anthropoid, ha mervel a reas Heydrich d'ar 4 a viz Even 1942. Da-heul an darvoud e voe lazhet ouzhpenn mil den gant ar soudarded alaman. E kêrioù zo e voe heskinet ar boblañs a-bezh, evel e Lidice da skouer.
- Diwar-benn muntr Reinhard Heydrich, gwelout : Taol Anthropoid
Reichsprotektor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Konstantin von Neurath (1939-1941)
- Reinhard Heydrich (1941-1942)
- Kurt Daluege (1942-1943)
- Wilhelm Frick (1943-1945)
Heskinerezh diazezet war ar ouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]El lezenn dchek e veze anavezet ar geodedouriezh hag ar vroadelezh ivez (tchek, slovak, alaman, yuzev, polonat, hungarat, rom...). Pa voe preizhet ar vro gant an Trede Reich e voe implijet ar rolloù-se da gas an heskinañ da benn vat. Implijet e voent ivez goude ar brezel da aozañ ar skarzhañ Alamaned Sudetenland (dekredoù Beneš).
Heskinerezh ar Yuzevien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kerkent hag aozet ar gwarez-stad e voe lakaet Lezennoù Nürnberg da dalvezout gant von Neurath[4]. Lakaet e voe ar Yuzevien e diavaez ar gevredigezh. Miret outo a bourmen, bihanaet o lodennoù-boued, rediet e voent da zougen arouezioù ispisial. Miret outo ivez a gemer perzh en abadennoù sevenadurel ha sportel, ha miret ouzh o bugale a vont d'ar skol[5].
Da-heul e voe tapet o madoù diganto ha tamm-ha-tamm e voent kaset da gamp Theresienstadt e Bohemia. En holl e voe bac'het 141 184 Yuzev ennañ, an hanter anezho a zeue eus ar gwarez-stad, an hanter all a oa Yuzevien gozh eus Alamagn hag Aostria, ur bern anezho a varvas er c'hamp. Al lodenn vrasañ eus ar Yuzevien dchek a voe kaset goude-se da gamp-diouennañ Auschwitz[6].
War a lenner en ur rentañ-kont alaman eus dibenn 1942 e voe forbannet 69 677 Yuzev a orin eus ar gwarez-stad, hag e chome 15 550 anezho er vro. E dibenn ar brezel ne chome nemet 6 550 e diavaez ar c'hampoù. Al lodenn vrasañ anezho a oa izili koubladoù kemmesk[7].
Heskinerezh an Dziganed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ken abred hag e 1927 e oa bet embannet ul lezenn enep an Dziganed kantreer e Tchekoslovakia : roet e veze kartennoù-anv ispisial dezho, disheñvel diouzh re ar geodedourien voutin. D'an 10 a viz Here 1941 e tivizas Reinhard Heydrich aozañ skarzherezh an Dziganed diouzh Bohemia-Moravia. Bac'het e voent e daou gamp : hini Lety e Bohemia ha hini Hodonín e Moravia. E-tro dibenn 1942 e tivizas Heinrich Himmler ober un dibab diazezet war ar ouenn : aotreet e vefe Tziganed da vevañ, re all a vefe disperiet ha re all a vefe kaset da gamp Auschwitz. Etre 22 000 ha 23 000 Tzigan a orin eus Alamagn, Aostria, ar gwarez-stad, Polonia, Belgia, an Izelvroioù ha norzh Bro-C'hall a voe kaset da gamp Birkenau ma voent bac'het un ur rann ispisial[8].
Distrigoù ar gwarez-stad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet e voe Gwarez-stad Bohemia-Moravia e daou Land : Böhmen (Bohemia) ha Mähren (Moravia). An daou anezho a voe rannet en Oberlandratsbezirke, enno meur a Bezirke.
Dibenn ar gwarez-stad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 21 a viz Gwengolo 1944 en em gavas soudarded an Arme Ruz en tiriad tchekoslovak. Er c'hornôg edo an arme amerikan, hag a chomas a-sav e Plzeň d'ar 6 a viz Mae. D'ar 5 a viz Ebrel 1945 en em gavas Edvard Beneš hag en deiz war-lerc'h e stagas gant ur gouarnamant a genemglev. D'ar 5 a viz Mae e tarzhas emsavadeg Praha hag en deiz war-lerc'h e krogas soudarded an Arme Ruz da dagañ. D'an 9 a viz Mae e voe dieubet Praha, ha d'ar 14 e voe harzet Emil Hácha.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 M. Laran, pennad Tchécoslovaquie in Encyclopedia Universalis, 2000.
- ↑ 2,0 ha2,1 Petr Čornej, Jiří Pokorný, L’Histoire des pays tchèques jusqu'à l'an 2004, Práh, 2003.
- ↑ Mario R. Dederichs, Heydrich, Tallandier, Paris, 2007, p.172
- ↑ Raul Hilberg, La destruction des Juifs d'Europe, Folio Gallimard, 2006, levrenn I, p. 224
- ↑ Histoire des pays tchèques, p.405
- ↑ Raul Hilberg, La destruction des Juifs d'Europe, Gallimard, Folio, 2006, levrenn II, p. 791
- ↑ Raul Hilberg, La destruction des Juifs d'Europe, Gallimard, Folio, 2006, levrenn II, p. 849-50.
- ↑ Raul Hilberg, La destruction des Juifs d'Europe, Gallimard, Folio, 2006, levrenn III, p. 1848