Gerhard Roßbach

Gerhard Roßbach, ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1893 ha marvet d'an 30 a viz Eost 1967, skrivet raloc'h Rossbach, a oa un ezel eus ar Freikorps alaman, e penn strolladoù broadelour goude ar C'hentañ Brezel-bed. Kontet eo da vezañ bet kavet al lifreoù gell evit an SA hag ar Strollad Nazi.
Un den fallakr a oa anezhañ. Hervez an istorour Robert G. L. Waite, Roßbach a oa "ur muntrer chivous ezel eus ar Fehmgericht kement hag un heñvelrevour brudet a vefe bet, hervez e c'herioù, o tireizhañ Ernst Röhm"[1]. Kengrouer an aozadur yaouankiz faskour Schilljugend e voe.


Goude an Eil Brezel-bed, Roßbach a oa bet e penn un embregerezh enporzhiañ nepell diouzh Frankfurt, skrivet en devoa e vuhezskrid e 1950. E fin e vuhez e oa bet unan eus an dud o doa savet festivalioù Bayreuth en enor d'ar sonaozer Richard Wagner.
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ "A sadistic murderer of the so-called Fehmgericht and the notorious homosexual who, according to his own testimony, perverted Ernst Röhm"