Mont d’an endalc’had

Nozvezh ar strink

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kristallnacht)
Nozvezh ar strink
Pogrom
Den heverkReinhard Heydrich Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Lec'hTrede Reich Kemmañ
DeiziadDu 1938 Kemmañ
Abeg pennañassassination Kemmañ
BukennYuzevien Kemmañ
Ur stal perc'hennet gant Yuzevien distrujet e-pad Nozvezh ar strink
Timbr eus DDR ma lenner Niemals wieder Kristallnacht (Biken ken Nozvezh ar strink)

Nozvezh ar strink (alamaneg Reichskristallnacht pe Pogromnacht pe c'hoazh Reichspogromnacht) eo an anv a roer d'ar pogrom a-enep Yuzevien an Trede Reich hag a voe aozet e-pad an noz etre an 9 hag an 10 a viz Du 1938 hag e-pad an devezh da-heul. Kinniget e voe gant ar pennoù-bras nazi evel un emsavadeg poblek da-heul muntr (d'ar 7 a viz Du 1938) Ernst vom Rath, hag a oa sekretour kannati Alamagn Pariz, gant ur Yuzev polonat yaouank a orin alaman anvet Herschel Grynszpan. E gwirionez e voe urzhiet ar pogrom gant Adolf Hitler, aozet gant Joseph Goebbels ha kaset da benn gant izili Sturmabteilung, Schutzstaffel ha re Yaouankizoù hitlerian gant skoazell Sicherheitsdienst (SD), Gestapo hag aozadurioù polis all.

E tiriad ar Reich e vo distrujet meur a sinagogenn hag a lec'h-azeul all, 7 500 stal hag embregerezh perc'hennet gant Yuzevien a voe distrujet. E-tro 100 Yuzev a vo lazhet, re all en em zistrujas pe a varvas abalamour d'o gloazioù ha war-dro 3 000 anezho a voe kaset da gampoù-kreizennañ. En holl (pogrom ha harlu da-heul) e varvas etre 2 000 ha 2 500 den. Unan eus darvoudoù pennañ ar mare enepyuzev bet aozet en Alamagn adal ar mare ma voe an Nazied e penn ar vro (miz Genver 1933) e voe Nozvezh ar strink. Lakaet o doa an Nazied da bal e c'houlennfe ar Yuzevien divroañ ha tizhet e voe : da-heul Nozvezh ar strink e kreskas an niver a Yuzevien a felle dezho kuitaat Alamagn. Met daoust ma voe spontet an dud er bed gant ar pezh a c'hoarvezas ne voe ket digoret frank harzoù ar broioù all da zegemer an Yuzevien. Dre vras e chomas diseblant pennoù ar broioù all rak ar pezh a c'hoarvezas gant Yuzevien Alamagn ha re Aostria ha diskouez a rejont ivez ne oant ket prest da dalañ ouzh politikerezh Hitler.

En ur renta-kont savet d'an 11 a viz Du 1938 e skrivas Reinhard Heydrich e oa bet lazhet 36 den ha 36 den gloazet ivez e tachenn ar Reich. Hervez Saul Friedländer, « kalz muioc'h a dud a voe tizhet : en Alamagn [hag ivez en Aostria] e voe distrujet 267 sinagogenn ha 7 500 stal pe embregerezh, 91 Yuzev a voe lazhet hag kantadoù en em lazhas pe a varvas abalamour d'o gloazioù tapet pa voent bac'het e kampoù[1] ». Hervez Raul Hilberg e voe kaset ouzhpenn 25 000 den da gampoù-kreizennañ (Dachau, Buchenwald ha Sachsenhausen)[2]. Diwar an dielloù a gaver er Wiener Library e c'haller soñjal e varvas etre 2 000 ha 2 500 den ha kalz tud all a chomas gwall skoet gant ar pezh o doa gouzañvet[3] ».

Kristallnacht pe Reichspogromnacht ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stal yuzev distrujet e Magdeburg

Lavaret e vez «Nozvezh ar strink» (diwar an alamaneg Kristallnacht) da ober dave d'an holl dammoù gwer a voe er straedoù da-heul distruj prenester ar stalioù perc'hennet gant Yuzevien. Ijinet e voe an dro-lavar e Berlin. Met ne sav ket a-du an holl istorourien : hervez Kershaw ez eo un "dro-lavar boblek"[4] », ha hervez Karl A. Schleunes e voe ijinet an dro-lavar gant Berliniz desket[5]. Hervez Arno J. Mayer e voe krouet an dro-lavar gant servijoù propaganda an Nazied. A-du gantañ eo Michal Bodemann[6] : hervezo e vefe bet un doare da lakaat war-wel an distruj bet graet war savadurioù, ha da guzhat war un dro ar preizhañ hag an tagañ tud[7]. Implijet e voe an dro-lavar gant un Nazi a oa e penn Gau Hannover e-pad ur brezegenn distaget gantañ d'ar 24 a viz Even 1939[8]. En ul levr embannet e 2001 e skriv ar politikoniour alaman Harald Schmid[9] ez eo niverus-tre an doareoù da envel darvoudoù nozvezh an 9-10 a viz Du 1938. Dilezet e voe anv anv Nozvezh ar strink e 1948 hag e 1978 e voe implijet Reichspogromnacht, hag a voe implijet da vat azalek 1988 pa voe lidet 50vet deiz-ha-bloaz an darvoud[10]. An divizoù a-zivout an anv a vez dreist-holl en Alamagn hag en Aostria[11]. Gwelet e voe en-dro da vare lidañ 70vet deiz-ha-bloaz an darvoud : en Alamagn e reas ar gañsellerez Angela Merkel gant pogromnacht[12] hag e Brussel e reas prezidant CCOJB gant Kristallnacht[13].

  1. Saul Friedländer, L'Allemagne nazie et les Juifs, 1939-1945, Les années de persécution, p.347
  2. Raul Hilberg, La destruction des Juifs d'Europe, p.81
  3. Rita Thalmann, Emmanuel Feinermann, La nuit de cristal, p.196
  4. Ian Kershaw, Hitler, 1936-1945, Kershaw, p.219
  5. Karl A. Schleunes, Un tortueux itinéraire : les politiques nazies envers les Juifs allemands (1933-1939), in L'Allemagne nazie et le génocide juif, Colloque de l'École des hautes études en science sociale, Gallimard-Le Seuil, 1985, p. 128
  6. Gedächtnistheater. Die judische Gemeinschaft und ihre deutsche Erfindung, Hamburg, 1996, p. 92
  7. Arno J. Mayer, La « solution finale » dans l'histoire, La Découverte, 1990, p 199-200
  8. Harald Schmid, Errinern an den Tag der Schuld. Das Novemberpogrom von 1938 in der deutschen Geschiktpolitik, Hamburg, Ergenisse-Verlag, 2001
  9. Harald Schmid, Errinern an den Tag der Schuld. Das Novemberpogrom von 1938 in der deutschen Geschiktpolitik, Hamburg, Ergenisse-Verlag, 2001
  10. name="Schmid"
  11. Naomi Kramer, Kristallnacht - the Icon of the Shoah, in Peter M. Daly, Building history. The Shoah in Art, Memory and Myth, p67-71
  12. Prezegenn Angela Merkel, d'an 9 a viz Du 2008
  13. Prezegenn Joël Rubinfeld


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hans-Jürgen Döscher, Reichskristallnacht. Die Novemberpogrome 1938, Econ Tb., 2000 ISBN 3-612-26753-1
  • Building history : the Shoah in art, memory and myth, Peter M. Daily (dir.),P. Lang, 2001
  • Le troisième Reich. 1933-1939, Richard J. Evans, Flammarion Lettres, 2009, ISBN 978-2-08-210112-7
  • L'Allemagne nazie et les Juifs, 1933-1939, Les années de persécution, Saul Friedländer, Seuil, 2008, ISBN 978-2-02-097028-0
  • Helmut Genschel, Die Verdrängung der Juden aus der Wirtschaft im Dritten Reich, Göttinger Bausteine zur Geschichtswissenschaft Band 38, Musterschmidt-Verlag, Göttingen 1966
  • Journal. 1933-1939, Joseph Goebbels, Tallandier, 2007, ISBN 978-2-84734-461-5
  • Angela Hermann, Hitler und sein Stoßtrupp in der "Reichskristallnacht". Vierteljahrshefte für Zeitgeschichte, 56 (2008), 603-619.
  • La destruction des Juifs d'Europe, t. 1, Raul Hilberg, Gallimard, Folio Histoire, 2006, ISBN 2-07-030983-5
  • Hitler, 1889-1936, Ian Kershaw, Flammarion, 2001, ISBN 2-08-212528-9
  • Hitler, 1936-1945, Ian Kershaw, Flammarion, 2001, ISBN 2-08-212529-7
  • Kurt Pätzold, La nuit de cristal : les responsables, les victimes et la majorité silencieuse, in François Bédarida, La politique nazie d'extermination, Albin Michel, , 1989, p.199-208. ISBN 2-226-03875-2
  • Kurt Pätzold, Irene Runge, Kristallnacht. Zum Pogrom 1938, Pahl-Rugenstein, 1988 ISBN 3-7609-1233-8
  • Le IIIe Reich, William L. Shirer, Stock, 1967
  • The day the Holocaust began : the odyssey of Herschel Grynszpan, Gerald Schwab, Praeger, 1990
  • La nuit de cristal. 9-10 novembre 1938, Rita Thalmann, Emmanuel Feinermann, Robert Laffont, 1972
  • Jörg Wollenberg (Hrsg.), Niemand war dabei und keiner hat's gewusst. Die deutsche Öffentlichkeit und die Judenverfolgung 1933-1945, Piper, 1989 ISBN 492110665
  • Herbert Schultheis, Die Reichskristallnacht in Deutschland nach Augenzeugenberichten, Rötter Druck und Verlag GmbH, ISBN 978-3-9800482-3-1

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.