Mont d’an endalc’had

Kouronkerezed

Eus Wikipedia
Diana o kouronkañ, livet gant François Boucher
Le Bain Turc, livet gant Ingres
Kouronkerien e-tal Koad an Amour e Pont-Aven, gant Paul Gauguin, 1886. Museum of Art, Hiroshima, Japan.

Kouronkerezed zo bet livet alies gant an arzourien. Un digarez da livañ maouezed noazh, estreget war o gwele, ne oa ken.

Taolennoù zo a zo bet anvet "Kouronkerez" pe "Kouronkerezed", hep mui, hervez an niver, adalek dibenn an XIXvet kantved dreist-holl. Meur a abeg zo : plijadur daoulagad ar baotred dirak korfoù maouezed, ha plijadur al livour o tiskouez e varregezh da livañ kened ar c'horfoù-se.

Er c'hantvedoù kent e veze poltredet doueezed Hellaz pe Roma, Artemis-Diana da skouer, ha Nimfezed ha Nereidezed, o kouronkañ. Talvezout a rae ar mojennoù kozh rakkristen da zigarez da ziwiskañ ar c'horfoù.

Met adalek an XIXvet kantved ne voe ket ezhomm ken eus digarez an Henamzer evit livañ korfoù maouezed en o noazh : re all, diouzh ezhomm, a voe kavet.

Gant an doug d'ar reter e veze diskouezet, d'ur poent, merc'hed o kouronkañ en harem, gant Dominique Ingres hag e ziskibien da skouer.

N'eo ket kouronkerezed avat en deus livet Paul Gauguin e Pont-Aven, met kouronkerien. Moarvat n'halle lavarout livañ merc'hed ar vro en noazh dirazañ. E Tahiti e voe aesoc'h dezhañ.

A-hend-all e ranker diwall da faziañ gant an taolennoù anvet "Baigneuses" e galleg : darn zo kouronkerezed, darn all kibellerezed.

Kouronkerezed brudet zo bet e filmoù ivez. Ar re vrudetañ anezho eo Ursula Andress ha Julie Adams.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.