Noazhded
(Adkaset eus Noazh)

Pourmenadeg en noazh war varc'h-houarn e Zaragoza e 2009.
An noazhded eo stad an dud en o noazh, peurziwisk o c'horf.
E broioù an hanternoz, a -boan ganet e kroger da wiskañ ar vugale da virout oute a gaout anoued.
Ne vez ket kont evel-se e sevenadurioù zo eus ar broioù tomm, digristen pe divuzulman, en Amazonia, pe en Okeania da skouer.
E sevenadurioù zoPere? e komzer eus noazhded adalek ma vez dizolo ul lodenn bras pe vrasoc'h eus ar c'horf.
Bibl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stag eo an noazhded hag ar pec'hed er Bibl hag er relijionoù yuzev ha kristen, adalek Adam hag Eva, noazh goude pec'hiñ o tebriñ ar frouezhenn difennet.
Loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa gomzer eus loened e c'haller komz eus loened noazh pa vezont divlev, evel el levr The Naked Ape gant Desmond Morris.