Noazhegezh

Eus Wikipedia
Noazhourez
Marc'hegezh en noazh
War varc'h-houarn

An noazhegezh zo ur gelennadurezh hag a lavar eo gwelloc’h bevañ noazh evit bezañ yac’h a gorf hag a spered hag a ro ton, diwar-se, d'an doare da vevañ en noazh-ran e degouezhioù ’zo eus ar vuhez.

Ul lodenn eo eus doare soñjal ha bevañ an naturegezh met n’eo ket ken don an diazez filozofel pe kevredigezhel enni. Daoust da se e vez kemmesket an daou geal-se alies e spered an dud.
Tamallet e vez gant darn an dougoù gwelata ha diskorata a yaje da heul seurt doare ober. Dre vras, koulskoude, ne vez tamm lusk seksel ebet en emzalc’h ar re a vez o noazhegiñ. Lavaret e vez ivez ez eus muioc’h a atiz diwar gwelet tud peuznoazh pe damnoazh eget diwar gwelet tud noazh-dibitilh, ha kalz pilpousoc’h ivez.
Displeget e vez gant aduidi an noazhegezh eo un doare da asantiñ da gorf an dud ha da skarzhañ ar vezh klañvidik eus ar c’horf pe eus lodennoù anezhañ a vez desket en ur bern sevenadurioù, hini ar broioù kristen er c'hornôg, ha hini ar broioù muzulman en Azia hag Afrika dreist-holl.


Noazhegezh ha naturegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar braz eus an naturourien a ra ar c'hemm etre noazhegezh ha naturegezh. En naturegezh eo a bouez bout noazh, met traoù arall zo ouzhpenn: Doujañ ouzh ar re all hag ouzh an natur zo ivez. Un den o rouzañ war an traezh en e noazh a zo noazhour, ma taol sigaretennoù pe tuboù plastik pe paper pakañ boued war an traezh n'eo ket naturour.

Sport en noazh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tachennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Panelloù liesyezhek en un draezheg en Okitania (Cap d'Agde).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]