Mont d’an endalc’had

Naturegezh

Eus Wikipedia
Naturegezh
luskad sokial, philosophical movement, dudi
Iskevrennad eusSevenadur, Noazhded Kemmañ
RelijionChristian naturism Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://inf-fni.org Kemmañ
Dezverket dreNoazhded Kemmañ
Pleustret gantnudist Kemmañ
Tiegezh noazhourien war an traezh
Soudarded eus an aerlu aostralian e 1943 e-tal-kichen Darwin.

Un termenadur ofisiel eus an naturegezh a zo bet degemeret e 1974 : « un doare da vevañ a-gendon gant an natur, aroueziet gant ar mont en noazh a-stroll, ha da bal dezhañ degas d’an den muioc’h a zoujañs dezhañ e-unan, d’ar re all ha d’e endro. »
Disheñvel eo eta, daoust m’eo kar-tost, d’an noazhegezh, homañ a zo kentoc’h un doare personel da vevañ, gant ar soñj eo gwelloc’h evit ar c’horf hag ar spered bevañ en noazh, pe neuze evit ar blijadur traken, tra m’eo an naturegezh ur doare bevañ ha preder troet war an natur, bezañ an tostañ outi (bevañ en noazh eveljust met ivez debriñ boued bevoniezhel, doujañ d'an endro, skarzhañ ar merkoù sokial…), ha diazezet eo al luskad ivez war liammoù kevredigezhel (gant frammoù, vakañsoù…), kement-se holl evel ma tiskouez ar ger alamanek Freikörperkultur (Kultur ar c’horf distrob).
Diazezet eo war an natur eta, ar sport, ar bevañ er-maez, hag alies eo en hañv, war vord an dour, eo e vez lakaet ar mennozhioù-se da dalvezout.
N’eus er mont en noazh-se netra da welout gant ar sekselezh. Er c’hontrol, chom a ra dre vras an dud plaen ha parfet war an dachenn-se pa vezont a-wel d’an holl. Ul luskad tost d'ar spered familh eo ivez.

Gant an douaroniour gall Élisée Reclus, en eil rann an XIXvet kantved, e oa bet roet lañs d’ar mennozh-se. Met er broioù alamaneger (Alamagn, Aostria, Suis) eo e reas berzh dreist-holl, hag ivez e Skandinavia hag en Izelvroioù...
Hiziv an deiz eo aotreet mont en noazh war holl aodoù Danmark.
Daoust d’ar pezh a c’heller krediñ, n’eo ket un doare bevañ a ya kalz war-raok bremañ, daoust ma’z a alies a-unan gant prederiadennoù berzh ganto evel an ekologiezh. Gant pouez brasoc’h-brasañ sevenadur ar Stadoù-Unanet (spered al "look" hag ar c'horfoù adc'hraet, liammañ noazhded ouzh sekselezh ha spered dibrenn…) hag ar relijionoù strizh, eo diaesoc’h-diaesañ lakaat ar mennozh da vont war-raok, ha meur a draezhenn a zo bet berzet d’an noazhegerien er bloavezhioù diwezhañ-mañ.

Traezhennoù ma c’heller mont en noazh warno e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c’humunioù-mañ ez eus traezhennoù ma c’heller mont diwisk-kaer warno (divizoù a-berzh an tiez-kêr).

Lec’hioù all a zo e-lec’h m’eo asantet daoust ma’z eo diaotre.